Ploiești (distaget [ploˈjeʃtʲ] e roumaneg) zo ur gêr vras eus Roumania. Emañ en hanternoz da Vukarest, un hanter-kant kilometr bennak diouzh ar gêr-se.
Ur c'hroashent a bouez eo Ploiești, etre Bukarest, Transilvania ha Moldavia. Ur greizenn c'hreantel vras eo ivez : eno e oa bet digoret ar burerezh tireoul vras kentañ er bed, e 1856-1857.
Implijet e veze tireoul Ploiești gant Alamagn. Bombezet e voe ar burerezh meur a wezh gant an USAAF[1],[2]. Kemeret e voe gant al Lu Ruz e miz Eost 1944.
Da vare niveradeg 2011 e oa 201 226 a dud o chom e Ploiești ha gant se e oa an navvet kêr vrasañ e Roumania.
Gevellet eo Ploieşti gant ar c'hêrioù-mañ :