Pont-Marzhin

Pont-Marzhin

Pont-Saint-Martin

Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Bro istorel Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Arondisamant Naoned
Kanton Bouez betek 2015, Sant-Filberzh-Deaz abaoe 2015
Kod kumun 44130
Kod post 44860
Maer
Amzer gefridi
Yannick Fétiveau
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh-kumunioù al Lenn Veur
Lec'hienn Web www.mairie-pontsaintmartin.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 6 942 ann. (2020)[1]
Stankter 317 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 07′ 23″ Norzh
1° 35′ 02″ Kornôg
/ 47.12313, -1.58398
Uhelderioù kreiz-kêr : 10 m
bihanañ 0 m — brasañ 31 m
Gorread 21,88 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pont-Marzhin Pont-Saint-Martin

Pont-Marzhin zo ur gumun e Breizh e Liger-Atlantel (Bro-Raez), e gevred ar vro.

Douaroniezh hag armerzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pont-Marzhin e departamant Liger-Atlantel

E Bro-Raez emañ ar gumun. Bevennet eo gant ar Lenn Veur er Mervent. Treuzet eo gant ar stêr Ognon. E 13 km e Su Naoned emañ, ha 12 km e Norzh Sant-Filberzh-Deaz.

Gounezet e vez Muskadig ha legumaj dreist-holl.

  • Ogée (1779) ha Marteville & Varin (1843)[2] ː Le Pont-Saint-Martin.
  • Erwan Vallerie (1995) ː de Ponte sancti Martini, 1179.
  • Troc'het etre glazur hag argant e bont en aour balirant, mogeriet en sabel, e vanac'h difoupant, ul loa-vañson en e zorn dehoù, heuliet ouzh dehoù gant ur gistinenn-dour hag ouzh kleiz gant ur vlourdilizenn, an holl en aour.
  • Sturienn : Ponte unionem facio ("an unvaniezh a ra ar pont").
  • Aozerienn ː M. Pressensé ha G. Brisson.
  • Kuzul ar Gumun ː 28 Meurzh 1991.

Hervez ar vojenn e savas Marzhin Gwerzhav ur pont eno evit kevreañ Breizh ouzh Poatev-izel.

Krouet e voe kumun Pont-Marzhin e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Bouez hag e Bann Naoned. 18% eus ar boblañs a varvas e-pad Brezel Vendée. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned[3].

Krouet e voe kumun Kersoren e 1865 diwar lodennoù eus kumunioù Bignon, Pont-Marzhin ha Gwerzhav[4].

Mervel a reas 75 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,86% eus he foblañs e 1911[5].

  • Mervel a reas nav den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[6].
  • Ur c'harr-nij bombezañ alaman a gouezhas er gumun d'an 30 a viz Here 1940, met ne voe ket kavet restadoù anezhañ dre ma oa bet savadennet an douar[7].
  • D'ar 4 a viz C'hwevrer 1941 e kouezhas ur c'harr-nij (Hampden I marilhet AD750 ha kodet ZN-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e La Marronnière e Pont-Marzhin; mervel a reas e bevar nijour ha douaret e voent e bered "Pont du Cens" en Naoned[8].
  • D'an 8 a viz Mae 1941 e kouezhas ur c'harr-nij (Wellington Ic marilhet R1374 ha kodet JN-G) eus ar Royal Air Force e La Marronnière e Pont-Marzhin; mervel a reas e c'hwec'h nijour ha douaret e voent e bered "Pont du Cens" en Naoned[9].
  • D'ar 4 a viz Gouere 1943 e voe taolet ur c'harr-nij Focke-Wulf Fw 190 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) d'an diaz e Pont-Marzhin en un emgann-aer; an nijour a c'hellas gober gant e harz-lamm[10].
  • Kavet e voe restadoù an teir nijerez gant ur c'houer eus ar gumun, reoù ar Wellington e miz Gwengolo 2008 en ur park[7].

Trevadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel Aljeria: mervel a reas ur milour eus ar gumun d’an 13 a viz Kerzu 1958 hervez monumant ar re varv[11].

Lakaet e voe ar gumun e Kanton Reudied-1 pa voe diskaret Kanton Bouez e 2014[12].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peulvanoù Dames des pierres.

  • Kastelloù.
  • Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudenn[13].
  • Plakennoù ar re varv 1914-1918 en iliz katolik, luc’hskeudennoù[14],[15].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
de Bariolle
Aotrounez La Pigossière
En argant e wezenn-balmez c'heotet war ur savenn ivez en geot, e gab en glazur karget gant ur groaz en argant.
Guiton / Guitton
Aotrounez la Rairie ha la Maronnière
En aour e ziv vezenn-pin c'heotet karget gant avaloù en aour
Lucas
Aotrounez la Championnière
En aour e darv en gul heuliet gant teir rozenn ivez en gul
Martin
Aotrounez la Noë ha la Plesse
Palefarzhet : ouzh 1 en arc'hant e fesk treustellet en sabel; ouzh 2 en glazur e hucher en aour; ouzh 3, en glazur e deir wifrell en aour; ouzh 4 en arc'hant e vleiz en sabel

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. 1996.
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne, 1862.
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]