Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Finland ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Sauli Niinistö ![]() |
Anv ganedigezh | Sauli Väinämö Niinistö ![]() |
Anv-bihan | Sauli, Väinämö ![]() |
Anv-familh | Niinistö ![]() |
Moranv | Sale ![]() |
Deiziad ganedigezh | 24 Eos 1948 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Salo ![]() |
Breur pe c'hoar | Kari Niinistö ![]() |
Pried | Jenni Haukio, Marja-Leena Alanko ![]() |
Bugel | Aaro Niinistö ![]() |
Kar | Ville Niinistö ![]() |
Yezh vamm | finneg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | svedeg, saozneg, finneg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | saozneg, finneg ![]() |
Micher | politiker ![]() |
Bet war ar studi e | Skol-veur Turku ![]() |
Lec'h annez | Mäntyniemi ![]() |
Lec'h labour | Helsinki ![]() |
Affiliation string | Office of the President of the Republic of Finland ![]() |
Strollad politikel | National Coalition Party ![]() |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2006 Finnish presidential election, 2012 Finnish presidential election, 2018 Finnish presidential election ![]() |
Relijion | Luteriegezh ![]() |
Sport | mell-droad ![]() |
Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2014, World Economic Forum Annual Meeting 2013, World Economic Forum Annual Meeting 2016 ![]() |
Grad milourel | kabiten ![]() |
Skour lu | Finnish Navy ![]() |
Perc'henn war | Lennu ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.niinisto.fi ![]() |
Sauli Väinämö Niinistö (distaget [ˈsɑuli ˈʋæinæmø ˈniːnistø] e finneg) (ganet d’ar 24 a viz Eost 1948 e Salo) eo 12vet prezidant republik Finland.
Kroget en doa gant e respet kentañ d’ar 1añ a viz Meurzh 2012. Ezel eo eus ar strollad Kansallinen Kokoomus (Kenstrollad broadel). E penn e strollad e oa etre 1994 ha 2001. En eil tro ar votadeg, d’ar 5 a viz C'hwevrer 2012, en doa bet 62,6 % eus ar mouezhioù. D'an 28 a viz Genver 2017 e voe addilennet da brezidant, kerkent hag an dro gentañ, gant 62,7% eus ar mouezhioù.
Ministr e oa bet e-barzh daou c’houarnamant, renet gant Paavo Lipponen o-daou : ur wech e oa bet ministr ar justis (1995–1996) hag ur wech all ministr an arc’hant (1996–2003).
Kannad e oa er prantadoù 1987–2003 ha 2007–2011. Er bloavezhioù 2007–2011 e oa prezidant ar parlamant.
E 2006 dija e oa bet war ar renk evit mont da brezidant ar republik met trec’het e oa bet gant Tarja Halonen. E miz Mezheven 2011 en doa disklêriet Niinistö e oa o vont war ar renk evit bezañ dilennet prezidant ar republik e 2012.
En arvor Thailand e oa Niinistö hag e zaou vab da vare tsunami ar 26 a viz Kerzu 2004. Chomet e oa bev dre m’en doa tapet krog en ur peul pellgomz. Bev e oa chomet e zaou vab ivez.