Springfield Armory (saozneg evit "Arsanailh Springfield") a oa un arsanailh-Stad hag a zo bet ijinet ha produet ennañ kalz armoù-tan hiniennel implijet gant arme ar Stadoù-Unanet etre dibenn an XVIIvet kantved hag ar bloavezhioù 1960. Unan eus al lec'hioù pouezusañ eo e istor milourel ar vro-se.
E 1777, da vare deroù brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet, Henry Knox, a oa e penn kanolierezh ar Continental Army, ha George Washington, a zibabas kêriadenn Springfield (Massachusetts) evit staliañ eno un arsanailh evit o arme[1]. Choazet e voe al lec’h abalamour d’ar stêrioù a rede tro-dro, pa ranke al labouradegoù implijout nerzh an dour da lakaat ar mekanikerezhioù da vont en-dro[2]. Pevar hent a-bouez (war-zu New York, Albany, Boston ha Montreal) a geje eno ivez, ha pell a-walc'h e oa diouzh ar mor evit izelaat ar riskl tagadennoù gant ar Royal Navy[3]. Ur vagazenn e voe da gentañ, ha ne voe ket produet armoù-tan enni diouzhtu. Munisionoù ha gweleoù-kanolioù a veze fardet war al lec’h hepken.
Adalek 1795 e voe produet gant Arsanailh Springfield e arm kentañ, ar mousked Model 1795, a voe ivez arm standart kentañ arme ar Stadoù-Unanet. Ur roll a-bouez he doe al labouradeg e-pad brezel 1812 o produiñ pe o tresañ miliadoù a vouskedoù[2]. Kêr Springfield a greskas neuze a-drugarez d’an arsanailh, a zeuas da vezañ marc’h-blein diorren an armoù er Stadoù-Unanet. Eno e voe gwellaet tamm-ha-tamm an teknikoù sevel hag ar mekanikoù evit produiñ a-yoc’h, dindan levezon tud evel Roswell Lee, rener an arsanailh adalek 1815. Merkañ a reas deroù an Dispac’h Greantel er Stadoù-Unanet[2]. En XIXvet kantved e veze pourvezet al lec’hioù-produiñ gant divroidi deuet eus Iwerzhon pe eus Europa ar C'hornaoueg dreist-holl[1].
Unan eus daou arsanailh nes ar Stadoù-Unanet e oa Arsanailh Spingfield d'ar poent-se, asambles gant an Harpers Ferry Armory bet savet e West Virginia e 1899. Ar barzh Henry Wadsworth Longfellow a weladennas an arsanailh e 1843. Skrivañ a reas en ur varzhoneg a-enep d'ar brezel, The arsenal at Springfield, e oa heñvel ar fuzuilhoù niverus miret e Springfield ouzh ograoù drougoberius [4]:
This is the Arsenal. From floor to ceiling,
Like a huge organ, rise the burnished arms;
But from their silent pipes no anthem pealing
Startles the villages with strange alarms.– LONGFELLOW Henry, The Arsenal at Springfield
An Unvaniezh eo a gontrolle Arsanailh Springfield e-pad ar Brezel diabarzh. Eno e voe savet 800 000 fuzuilh Springfield Model 1861 evit armeoù an Norzh[2]. 3 000 den a laboure en arsanailh e 1865 pa echuas ar brezel[3]. E dibenn an XIXvet ha deroù an XXvet kantved e ijinas pe e produas ar braz eus armoù standart an arme stadunanat : fuzuilhoù Model 1873, Krag-Jørgensen (1894-1904), Springfield M1903 implijet e-pad ar Brezel-bed kentañ ha fuzuilh Garand troadeien an Eil Brezel-bed. An M14 damaotomatek e voe ar fuzuilh standart diwezhañ produet e Springfield.
Er bloavezhioù 1960 e tivizas Robert McNamara, ministr an difenn dindan ren Kennedy ha Johnson, dilezel an arsanailhoù-Stad evit fiziañ ar produerezh armoù en embregerezhioù prevez. Serriñ a reas ar Springfield Armory e 1968[2]. Ur c'hant den bennak a laboure eno c'hoazh d'ar mare-se. Bremañ eo perc'hennet tachennoù ha savadurioù an arsanailh gant an National Park Service stadunanat[1]. Gweladenniñ al lec'h a c'haller. Eno emañ ar brasañ dastumadeg armoù-tan er Stadoù-Unanet.
Un emberegerezh armoù-tan diazezet e Devine (Texas) en doa adtapet an anv Springfield Armory e 1971, memes ma ne oa ket liammet e mod ebet ouzh an arsanailh-Stad[5]. Produiñ a ra hiziv-an-deiz armoù hiniennel a bep seurt evel pistolennoù damotomatek hag armoù diazezet war an AR-10 pe an AR-15. Bremañ eo diazezet e Geneseo (Illinois)[6].
Ar munisionoù .30-03 ha .30-06 Springfield zo bet ijinet er Springfield Armory.