Kazetennerezh : Etre 1985 ha 1987 e oa pennskridaozer ar gazetenn Dynastie ha kenlabourer gant Voici, da c'houde e labouras evel kazetenner e Jours de France e 1988. E 1999 e teuas da vezañ eilpennskridaozer (rummad Evénements) ar gazetenn Madame Figaro, skriv a ra ivez div wech ar sizhun e Le Figaro.
Radio : Graet en deus kronikennoù war familhoù ar roueed war ar radio Europe 1 etre 1992 ha 1997, a-raok mont da labourat war RTL en abadenn Les Grosses Têtes.
Abaoe 2000 e vez produer hag animatour an abadenn Le Fou du roi war France Inter, an abadenn-se a zo an hini selaouet ar muiañ e Bro-C'hall (tro 2 milion a selaouerien) evit al lodenn amzer-se. Ar c'hronikourien brudetañ o vezañ Didier Porte ha Daniel Morin.
Skinwel :
Kinniget en deus an abadenn Sagas war TF1 e-pad meur a vloaz.
Da c'houde en deus kinniget 20 h 10 pétantes (ha neuze Vendredi pétantes hag Samedi pétantes) war Canal Plus.
E-kerzh an hañvez 2007 en deus kinniget Un autre monde, un abadenn war sevenadurezhioù disheñvel, war France 2. Un abadenn all a veze kinniget gantañ, anvet e oa Pourquoi les manchots n'ont-ils pas froid aux pieds ?. Echuiñ a reas ar 31 Eost 2007, hervez lod e vefe bet akemeret gant Olivier Minne met n'eo ket bet graet.
Er bloavezh 2007-2008 kinnigas S. Bern un abadenn anvet Secrets d'histoire bep sizhun war France 2. D'ar Sul e oa just goude Vivement Dimanche, adskignet e oa bep Meurzh e-pad an noz. An abadenn a oa diwar-benn kevrinoù bras en Istor. Kenderc'hel a reas an abadenn e-pad an hañvez 2008, 4 abadenn nevez a zo bet, 130 e pade bep hini. Rankout a ra distreiñ er c'houlzad 2008-2009. D'an 30a viz Ebrel 2008 e kinnigas Le Lauréat de l'histoire, un abadenn sevenadurel, war France 3.
D'an 10 a viz Meurzh 2008 en deus graet lid-kinnig e delwenn koar er Musée Grévin e Pariz, staliet eo an oberenn-se e-kichen delwenn ar rouanez Elizabeth II Bro-Saoz.
Kuzulier ti-kêr kozh eus 9vet arondisamant Pariz etre 1999 ha 2001, bet Prezidant ar Conservatoire de Musique eus 9vet arondisamant Lili-et-Nadia-Boulanger.