The Specials a zo ur strollad sonerezh ska savet e Coventry (Rouantelezh-Unanet) e 1977. Brudet e teujont da vezañ er Rouantelezh-Unanet e dibenn ar bloavezhioù 1970 gant tonioù evel Gangsters, A Message To You Rudie pe Too Much Too Young. Asambles gant strolladoù all evel Madness e lakjont ar sonerezh ska da vezañ diouzh ar c'hiz en-dro.
Savet e voe ar strollad e 1977 gant Jerry Dammers, Lynval Golding ha Horace Panter. Da gentañ e voent anvet The Automatics ha goude-se The Coventry Automatics. E 1978 e teuas Hall ha Radiation da glokaat ar strollad, ha dont a reas da vezañ The Special AKA The Coventry Automatics, ha goude-se The Special AKA. Joe Strummer (The Clash) a voe e-touez arvesterien unan eus o sonadegoù, hag e pedas anezho da seniñ a-raok e strollad dezhañ e-kerzh an droiad anvet On Parole UK Tour. Un taol kaer e voe a-benn brudañ The Special AKA er Rouantelezh-Unanet. E 1979 e tivizas Dammers krouiñ un ti-embann pladennoù, anvet e voe 2 Tone Records. Gant 2 Tone just a-walc'h e voe embannet ar bladenn vihan anvet Gangsters e 1979.
Azalek ar mare-se e krogas izili ar strollad d'en em wiskañ en un doare dibar, dre veskañ dilhad mod, rude boy ha skinhead. Holl o dilhad a oa gwenn ha du, a-benn klotañ gant liv o c'hroc'hen. O fladenn vras gentañ, Specials he zitl, a voe produet gant Elvis Costello. Gant an ton anvet Too Much Too Young e tizhjont renk kentañ an hit-parade breizhveuriat, met reuz a savas abalamour da gomzoù ar ganaouenn, a oa diwar-benn an hilastaliñ. Ne rejont ket kement a verzh gant o eil pladenn vras, More Specials he zitl, peogwir ne oa ket ur bladenn sonerezh ska kement-se. Arnodiñ o doa klasket ober, ha mesket o doa sonerezhioù liesseurt : pop, new wave, muzak ha zoken ur seurt reggae psikedelek. Meur a blac'h vrudet a ganas war o zonioù, en zo zouez : Chrissie Hynde, Rhoda Dakar,Belinda Carlisle, Jane Wiedlin ha Charlotte Caffey.
Staples, Golding ha Hall a guitaas ar strollad e 1981, goude ma vefe bet tizhet renk kentañ an hit-parade breizhveuriat gant o c'hanaouenn Ghost Town. Dammers a zegemeras neuze Stab Campbell, hag e krogjont da labourat dindan aanv orin ar strollad, da lavaret eo Special AKA. Dont a reas ur bladenn er-maez, In the studio he zitl. Ne reas ket kalz berzh, met div ganaouenn a gaver enni a voe brudet-tre : Racist Friend ha Nelson Mandela. Dammers a zivodas ar strollad hag en em ouestlas er politikerezh.
Ur wech divodet ar strollad orin e krogas e izili da gemer perzh e meur a raktres all. Lod anezho en em vodas a-benn aozañ troiadoù pe enrollañ tonioù, met gwech ebet ne voe advodet holl izili ar strollad orin.
Er bloavezhioù 1980 e krouas Hall, Staples ha Golding ur strollad pop anvet Fun Boy Three. Berzh a-walc'h a rejont gant o zonioù Tunnel of Love, Our Lips Are Sealed ha The Lunatics (Have Taken Over the Asylum) etre 1981 ha 1983. Etre 1984 ha 1987 e voe ezel Hall eus The Colourfield. Ur wech divodet ar strollad e kendalc'has Hall e-unan. Meur a ganaouenn a skrivas evit ar strollad anvet The Lightning Seeds.
E 1996 e teuas ar sonerezh ska da vezañ diouzh ar c'hiz en-dro er Stadoù-Unanet. Lod brasañ izili ar strollad orin en em vodas en-dro, ha sevel a rejont ur bladenn nevez, Today's Specials he zitl. War ar bladenn-se e sonjont en-dro tonioù ska ha reggae brudet. E 1998 e lakjont embann d'un Guilty 'Til Proved Innocent ha meur a sonadeg a rojont da heul. Terry Hall ha Jerry Dammers a chomas hep kemer perzh en div bladenn-se.
E 2008 e voe bodet ar strollad en-dro, hep Jerry Dammers, a-benn lidañ tregont vloaz krouidigezh ar strollad. An droiad a vo aozet etre an 22 a viz Ebrel e Newcastle hag ar 7 a viz Mae 2009 e Londrez. Tonioù savet gant The Specials a c'haller klevout e emeur a film, evel Shaun of the Dead pe This is England.