Titl | Boule et Bill ![]() |
---|---|
Krouet gant | Jean Roba ![]() |
Aozer | Jean Roba, Laurent Verron ![]() |
Ti-embann | Dupuis, Dargaud Benelux ![]() |
Bro orin | Belgia ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | galleg ![]() |
Deiziad kregiñ | 1959 ![]() |
Senarioour | Maurice Rosy, Jean Roba, Raoul Cauvin, Pierre Veys, Éric Corbeyran ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.bouleetbill.com ![]() |
Bet embannet e | Spirou ![]() |
Boulig ha Billig (Boule et Bill e galleg) zo un heuliad bannoù-treset belgiat fentus. An daou haroz eo Boulig ar paotrig ha Billig ar c'hocker. Krouet e oa e 1959 gant Jean Roba, ha kendalc'het gant Laurent Verron abaoe 2003.
Boulig zo ur paotrig, mestr ha mignon Billig, e gi. Bepred e vez gwisket gant ur frag glas hag un tee-shirt melen.
Billig zo c'hocker saoz an tiegezh. N'hall ket komz d'an dud met dont a ra a-benn da vezañ komprenet ganto. Galllout a ra avat kaozeal gant al loened all, en o zouez e vignonez wellañ Caroline, ur vaot c'hlas.
An tad hag ar vamm.
Pouf eo mignon Boulig. Ne soñj nemet e c'hoari an Indianed.
Embannet int bet e galleg da gentañ, gant an embannadurioù Dupuis, hag adalek 1988 gant an embannadurioù Dargaud.
Gwerzhet ez eus bet ouzhpenn 25 milion a levrennoù ha troet int bet en ur pemzek yezh bennak, ar brezhoneg en o zouez.
Embannet int bet gant Bannoù-Heol :