Cesare Pavese

Cesare Pavese
Cesare Pavese
Cesare Pavese
Obererezh romantoù, barzhonegoù, troidigezhioù
Ganedigezh 9 a viz Gwengolo 1908
e Santo Stefano Belbo
Marv 27 a viz Eost 1950
e Torino
Yezh skrivañ italianeg

Sinadur


Cesare Pavese zo ganet d'an 9 a viz Gwengolo 1908 e Santo Stefano Belbo ur gêriadennig el Langhe, e proviñs Cuneo, ha marvet e 1950 e Torino. E vugaleaj hag e grennardiezh a dremenas e Torino. Eno e studias ivez hag e tapas kaout un diplom a studioù uhel war al lizhiri diwar-benn ar skrivagner amerikan Walt Whitman. Kelenn a reas e-pad ur pennadig ivez. Pa voe krouet an ti-embann Einaudi e 1933 e kemeras perzh ennañ, o labourat dreist-holl war al lennegezh amerikan. E 1939 e troas Moby Dick, romant Herman Melville. Treiñ a reas ivez skridoù William Faulkner, James Joyce pe c'hoazh Charles Dickens. Ezel e voe eus ar strollad faskour broadel etre 1932 ha 1935. Harzet e voe e 1935, war zigarez e rae oberiantizoù enepfaskour, ha kaset d'an harlu da Galabria ur bloavezh-pad. Goude an eil brezel bed e voe ezel eus ar strollad komunour italian (PCI). En em lazhañ a reas en e gambr e Torino d'ar 26 a viz Eost 1950, goude bezañ lonket un 20 bennak a gachedoù da gousket.

E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.

Barzhonegoù ha romantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E droidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]