Christa Schroeder

Christa Schroeder pe Emilie Christine Schroeder (19 a viz Meurzh 1908 e Hannoversch Münden - 28 a viz Even 1984 e München) a voe unan eus sekretourezed Hitler etre 1933 ha 1945.

E Hannoversch Münden e voe ganet, ha pa varvas he zud ez eas da Nagold. Eno e voe gwiraourez eus 1929 betek 1930. Goude-se ez eas da Vünchen ma labouras en Oberste SA-Führung. E penn-kentañ 1933 e kejas gant Hitler a oa o paouez bezañ dilennet Reichkanzler (kañseller ar Reich). E sekretourez e teuas da vezañ, hag evitañ e labouras betek miz Ebrel 1945.

E 1938 e voe danvez-gwreg ar c'hannadour Lav Alkonic, met a-enep e savas Hitler, hag ar bromesa a briedelezh a voe nullet e 1941.

En he levr eñvorennoù Er war mein Chef e kaver kalz titouroù diwar-benn Hitler ha mont en-dro an Trede Reich. E 1945 e voe goulennataet gant an ofiser gall Albert Zoller, hag a laboure er 7th US-Army. Hec'h atersadenn ha re all bet aozet e 1948 a voe implijet da sevel Hitler Privat (1949),al levr kentañ embannet diwar-benn Hitler goude an Eil Brezel-bed.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Er war mein Chef: aus dem Nachlass der Sekretärin von Adolf Hitler ; Christa Schroeder; Anton Joachimsthaler; München : Langen Müller, 1985
  • Douze ans auprès d'Hitler : confidences d'une secrétaire particulière d'Hitler ; Christa Schroeder; Albert Zoller; Paris : R. Julliard, 1949