Il Condottiero , 1480, gant Leonardo da Vinci
Condottiero (condottieri el liester) eo an anv a veze graet er Grennamzer en italianeg eus ur brezelour a werzhe e ampartiz da vrezeliañ dre ur gevrat a veze anvet condotta .
Soudarded dilabour e oa ar gondottieri , pe noblañsed o klask brud er brezel, ha klask a raent labour e servij Stadoù bihan pe kgodedoù ha n'o doa gwir arme ebet d'o difenn. Paeet e vezent gant arc'hant, pe gant douaroù a-wechoù.
Hervez o lizher-labour (pe condotta ) e rankent pourchas soudarded, dafar brezel hag ofiserien. Gwir varc'hadourien brezel e oant ouzhpenn brezelourien a vicher. A-wechoù e teuent da vout ken kreñv ma kemerent ar galloud er c'hêrioù a servijent.
War-dro 1550 ez eas ar vicher da goll. An anv italianek a chomas evit envel kabitened a vrezelie en armeoù estren.
Sigismondo Malatesta, kont Rimini, livet gant Piero della Francesca
Condottiero eus ar XVII vet kantved , livet gant Artemisia Gentileschi
Malatesta da Verucchio (1212 -1312 ), diazezer al lignez Malatesta , mestr Rimini en 1295 .
Ruggiero da Flor (~1268 -1305 ).
Castruccio Castracani (1281 -1328 ).
Walter VI de Brienne (~1304 -1356 ).
Cangrande della Scala (1291 -1329 ).
Fra Moriale (1303 -1354 ).
Guidoriccio da Fogliano , marvet e 1352 , a voe kabiten en arme Republik Siena , a voe trec'h war Montemassi e 1328, trec'h a voe livet gant Simone Martini en ur murlivadur er Palazzo Pubblico e Sienna .
Luchino dal Verme (~1320 -1372 ).
Sir John Hawkwood (Giovanni Acuto, ~1320-1394 ).
Alberico da Barbiano (1344 -1409 ), a aozas Kompagnunezh Sant-Jord a-benn stourm ouzh ar C'hallaoued ; Donatello en deus savet un delwenn war varc'h anezhañ e Padova .
Jacopo dal Verme (1350 -1409).
Giovanni Ordelaffi (1355 -1399 ).
Angelo della Pergola (~1375 -1428 ).
Biordo Michelotti (1380 -1398 , mestr Perugia , a voe muntret war urzh Francesco Guidalotti, abad San Pietro.
Othon IV de Brunswick-Grubenhagen , marvet e 1399.
Facino Cane de Casale (~1360 -1412 ).
Andrea Fortebracci , anavet evel Braccio da Montone (1368 -1384 ).
Muzio Attendolo , anavet evel Sforza (1369 -1424 ).
Giovanni Vitelleschi (marvet e 1440 ).
Erasmo da Narni , anavet evel Gattamelata (1370 -1443 ).
Micheletto Attendolo (1370-1463 ).
Niccolò Piccinino (1380-1444 ).
Francesco Bussone da Carmagnola (1390 -1432 ).
Scaramuccia da Forlì , (Scaramouche de Forlì e galleg, marvet e 1450 ).
Bartolomeo Colleoni (1400 -1475 ).
Francesco Sforza (1401 -1466 ).
Nicola di Monforte (1415 -1478 ), anavezet ivez evel Nicolas de Montfort ha kont Campobasso .
Sigismondo Malatesta (1417 -1468 ).
Federico III da Montefeltro (1422 -1482 ).
Gian Giacomo Trivulzio (~1441 -1518 ).
Prospero Colonna (1452 -1523 ), condottiero e servij Stadoù ar Pab hag an Impalaeriezh Santel Roman German e-pad brezelioù Italia .
Gonzalo Fernández de Córdoba (1453 -1515 ).
Bartolomeo d'Alviano (1455 -1515).
Andrea Doria (1466-1560 ) a servijas a bep eil, hervez ar gopr, daou bab : Inosant VIII ha Klemañs VII , ha daou roue : Ferdinando Iañ Naplez ha Frañsez Iañ Bro-C'hall ; tud all a servijas ivez.
Francesco di Mantova , pe Francesco II Gonzaga (1466-1519 ), Markiz Mantova .
Georg von Frundsberg (1473-1528), jeneral alaman, a gemeras perzh en Emgann Pavia (1525) hag e Preizhadeg Roma (1527)
Cesare Borgia (1475-1507 ), mab d'ar pab Alesant VI .
Niccolò di Pitigliano (marvet e 1510 ).
Giovanni dalle Bande Nere (1498 -1526 ).
Ferrante Gonzaga (1507-1557 ) anavet ivez evel Ferrante Guastalla .
Marcantonio Colonna (1535 -1584 ).
Albrecht von Wallenstein (1583 -1634 .
Alessandro dal Borro (1600-1656)