Niki Lauda | |
---|---|
Lauda e Priz Bras an Izelvorioù e 1982 | |
Bro | Aostria |
Deiziadoù | 22 a viz C'hwevrer 1949 20 a viz Mae 2019 |
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 | |
Bloavezhioù o redek |
1971-1979, 1982-1985 |
Skipailhoù | March (1971-1972) BRM (1973) Ferrari (1974-1977) Brabham (1978-1979) McLaren |
Prizioù Bras | 177 (171 disparti) |
Trec'hioù | 25 |
Plasoù pol | 24 |
Podiomoù | 54 |
Titloù | 1975, 1977, 1984 |
Andreas Nikolas Lauda pe Niki Lauda (bet ganet e 22 C'hwevrer 1949 – 20 Mae 2019) a zo ur blenier Formulenn 1 aostrian a rede etre 1971 ha 1979, hag adarre etre 1982 ha 1985. Aet ar maout gantañ teir gwech, e 1975, 1977 hag e 1984. Anavezet eo evit ur gwallzarvoud grevus-tre en deus c'hoarvezet dezhañ e Nürburgring en Alamagn e lec'h e oa bet devet ha difetet. Ur film zo bet sevenet e 2013 gant Ron Howard diwar bloavezh ar gwallzarvoud-se, Rush.
Goude bezañ aet war e leve e krouas daou gompagnunezh kirri-nij, Air Lauda ha Niki, ha bet eo ivez manager Jaguar Racing e-pad daou vloaz. Bremañ e kont war-eeun ar Prizioù Bras evit ar skinwel alaman ha Prezidant nann-oberiant eus Mercedes eo.
Ganet eo Lauda en ur familh pinvidik ha brudet e bed an aferioù, e dad o vezañ an den a aferioù Hans Lauda, a Wien. Daoust d'e bal naturel, hervez e familh, ne fell ket dezhañ dont da vezañ den a aferioù met dibab a ra kentoc'h ar redadegoù kirri, o feukiñ e dad. Graet en deus ur red-vicher mat a-walc'h e formulennoù Mini pe Vee a-raok amprestañ £30 000 digant ur bank evit prenañ ur plas e skipailh March e Formulenn 2 e 1971. D'ar mare-se en deus paouezet kaout darempredoù gant e familh a oa c'hoazh feuket gant e dibaboù.
Buan ha labourus, redek a ra Lauda e F2, met buan a-walc'h eo pedet da redek e skipailh F1 March. Aze ne oa ket ar memes tra. E F2 eo tremenet mat-tre ar bloavezh, ha souezhet en deus Lauda e batron, met bloavezh F1 March 1972 a oa ur spont. Gant kement a arc'hant da reiñ en-dro en deus soñjet Lauda en em zistruj met amprestañ a ra muioc'h a arc'hant kentoc'h evit kaout ur rod-karr gant BRM, ur skipailh a oa mat-tre met a-raok, met war e dalaroù a oa. Bloavezh 1973 BRM a oa mat a-walc'h avat evit lakaat e bennblenier Clay Regazzoni da vezañ pedet da redek evit Ferrari. Aze, Enzo Ferrari, o klask war un eil blenier, a c'houlenn e ali digant Regazzoni a gomz diwar-benn Lauda. Ken meulus e oa eo sinet kontrad Lauda kerkent ha ma c'helle.
O adkemer nerzh goude bloavezhioù diaes a oa ar Scuderia, dinan beli Enzo Ferrari hag e letanant Luca di Montezemolo. Lauda a dap eil plas e redadeg kentañ gant Ferrari, ha trec'hiñ a ra tri redadeg goude, an trec'h kentañ evit Ferrari abaoe 1972. Graet en deus 6 plas pol e-kerzh ar bloavezh met ur mesk etre mank a skiant-prenet ha kudennoù gant ar mekanik ne gas nemet un trec'h ouzhpenn. Echuiñ a ra 4 e renkadur ar vlenierien, ha souezhet en deus bed ar Formulenn 1 gant e gevezusted hag e labour evit gwellaat ar c'harr.
Ne grog ket mat-tre ar bloavezh 1975 evit Lauda, goude pevar redadeg e zisoc'h gwellañ n'eo nemet ur pempvet plas met pa zegouezh ar Ferrari nevez, ar F312T e c'hounez pevar eus ar pemp redadeg war-lerc'h. Gounit a ra ar gevezadeg gant un trede plas en Italia pa c'hounez e genskipailher Clay Regazzoni, o reiñ titl ar saverien da Ferrari. Gounit a ra Lauda ur redadeg ouzhpenn a-raok fin ar gevezadeg, er Stadoù-Unanet. Ar bloavezh-se e tizh Lauda barenn ar seizh munutenn er Nordschleiffe. Daoust ma c'hounez kalz n'eo ket a-bouez ruz evitañ : reiñ a ra e drofeoù d'e garrdi evit paeañ kempenn e garr.
Kregiñ a ra mat-tre ar bloavezh war-lerc'h daoust d'ar c'hudennoù gant an hini a zo aet war-lerc'h di Montezemolo, Daniel Audetto. Gounit a ra Lauda pevar eus ar c'hwec'h redadeg kentañ, e gevezerien o vezañ Jody Scheckter war ar Tyrrell c'hwec'h-rod ha James Hunt war McLaren. A-raok Priz Bras Alamagn e oa sklaer evit an holl e c'hounezo Lauda e eil titl war ar renk, ar pezh ne oa ket c'hoarvezet abaoe amzer Jack Brabham e 1959 ha 1960. Koulskoude ne oa ket c'hoarvezet an traoù e-giz-se.
Renet en doa Lauda un emsav a vlenierien evit boykotiñ ar Priz Bras en abeg da zañjerusted an troiad 23 km hir dindan an hin fall (glav a rae er sizhun a-raok ar redadeg) met votet eo bet gant an darn vrasañ eus ar vlenierien redek ar sul-mañ. Disparti a ra ar redadeg dindan an heol, war un troiad o sec'hañ. Goude un dro gant bandennoù-rod glav e tiviz Lauda, evel ur bern blenierien all, eo gwelloc'h lakaat bandennoù-rod sec'h. En eil tro avat e ya Ferrari 312 T2 Lauda er-maez eus an troiad, skeiñ a ra ouzh ur voger, echuiñ e kreiz an hent, treiñ a ra warnañ e-unan o tarzhañ tokarn Lauda er c'hoadoù, a-raok bezañ skoet gant daou garr all. Tanañ a ra karr Lauda diouzhtu. Klask a ra blenierien all, Arturo Merzario, Brett Lunger, Guy Edwards ha Harald Ertl lakaat anezhañ er-maez eus e garr tanet met ret eo dezhañ gortoz munutennoù hir e glaouenn-tan-se, o halañ gazoù fall, a-raok bezañ savetaet. Daoust ma oa dihunet e-pad ha just goude ar gwallzarvoud e gouezh Lauda e koma en ospital.
An darn vrasañ eus fas Niki Lauda zo bet devet, o lezel roudoù peurbadel, evel koll e skouarn dehou hag e vlev en tu dehou. N'en deus ket graet kalz a oberadennoù adsevel evit e fas, nemet evit chom hep kaout poan en e skouarn hag evit lakaat kroc'hen e zaoulagad da vont en-dro normalamant. Abaoe e wisk ur gasketenn evit kuzhat e gleizhennoù, ur gasketenn a zo sponsoret peurvuiañ. Met ne oa ket kleizhennoù e fas a oa ar re arvarusañ, kleizhennoù e skevent ne lavaran ket. Da gentañ e oa bet kredet gant ar mezeien e oa o vont da vervel ha galvet eo bet ur beleg katolik evit reiñ dezhañ ar sakramantoù diwezhañ, met dihunet en deus da lavarout dezhañ da gerzhout da sutal, o tiskouez aze ne oa ket prest da vervel.
Diouzhtu war-lerc'h e wallzarvoud eo bet kemeret an diviz gant Enzo Ferrari da erlec'hiañ anezhañ gant Carlos Reuteman, ar pezh zo bet bevet fall gant Lauda. Ouzhpenn-se, e lec'h klask tapout ar muiañ poentoù eus Jody Scheckter ha James Hunt e tiviz ar Scuderia chom hep redek Priz Bras Aostria evit protestiñ a-enep doareoù ar galloud sportel o defe roet poentoù da Hunt en aferioù Prizioù Bras Spagn ha Breizh-Veur.
Poulzet gant e c'hoant bevañ hag e c'hoant redek e tistro Lauda nemet c'hwec'h sizhunvezh goude e wallzarvoud, pa oa tremenet nemet daou redadeg. Daoust ma oa aonik ha memes maenet eo ur gwir haroz, o vezañ blenier Ferrari buanañ hag oc'h echuiñ ar redadeg e pevare plas. E redadegoù war-lerc'h e lak Hunt ar poentoù etrezo da vihanañ hag a-raok ar redadeg diwezhañ ne chom nemet 3 foent etrezo. Priz Bras diwezhañ ar gevezadeg a oa e Japan, war troiad Menez Fuji. Titret mat e oa Lauda, ur plas a-dreñv Hunt, met glav a ra an devezh-mañ, ken spontus e tiviz Lauda da zilezel ar redadeg goude un dro, o soñjal e oa re zañjerus, dreist holl evitañ abalamour d'e zaoulagad digroc'hen. Hunt a c'hounez an titl gant ur poent dirak Lauda nemetken. Darvoudoù ar bloavezh-se zo bet kontet e film Ron Howard Rush gant Daniel Brühl o c'hoari Lauda.
Siwazh roudoù eus ar bloavezh-se a zo splann ar bloaz war-lerc'h, gant darempredoù etre Ferrari ha Lauda o vont gwasoc'h-gwasañ. Gounit a ra ar blenier aostrian aes a-walc'h ar gevezadeg, pas o vezañ an hini buanañ bepred, met o kaout disoc'hoù ingal, met darempredoù fall en deus gant e genskipailher Carlos Reuteman, ha gant darn eus e vekanikerien ha dreist holl gant Enzo Ferrari, a vo fuloretoc'h c'hoazh gant diviz Lauda chom hep redek ar Prizioù Bras diwezhañ, ur wezh gounezet an titl, peogwir e oa roet un trede karr da Gilles Villeneuve. Mont a ra kuit eus Ferrari evit redek gant Brabham e 1978.
Sachet eo bet Lauda da vBrabham dre e gudennoù gant Ferrari, met ivez gant ur gopr a 1 milion a zollaroù. Siwazh evitañ emañ Brabham o treuziñ un amzer diverzh dindan ren Bernie Ecclestone daoust ma klask traoù nevez e-keñver teknologiezh, evel evit ar Brabham BT46B, ur c'harr gant un turbin divent a-dreñv a-benn lakaat an aer da dremen. Gounez a ra Lauda Priz Bras Sveden met arabaet eo ar c'harr diouzhtu dre glemmoù ar skipailhoù all. Evit gwir e ouie Ecclestone e oa e garr er-maez eus al lezenn met fellout a rae dezhañ diskouez ne oa ket e-barzh al lezenn kennebeut karr Lotus a implije efed al leur. Ouzhpenn-se e klaske Ecclestone prenañ gwirioù kenwerzhel ar Formulenn 1 ha neuze n'eo ket aet a-enep diviz ar CSI. Poulzet gant ur c'heflusker Alfa Romeo en deus ar c'harr kudennoù yaouankiz a lak Lauda da zilezel redadegoù zo, met pa ya en-dro e red mat evel en Italia pa c'hounez Lauda. Met e 1979, e-pad Priz Bras Kanada e tiviz Lauda dilezel ar Formulenn 1 diouzhtu, skuizh d'ober "troioù", evit krouiñ ur gompanuniezh aerlistri.
Tapet adarre gant ar c'hoant-redek evit lod, pe dre gudennoù arc'hant e gompanuniezh aerlistri evit lod-all, e klask Lauda distreiñ e Formulenn 1 e 1981, o vezañ da gentañ konter ar redadegoù evit ar skinwel aostrian. Komz a ra ivez gant McLaren a ziviz lakaat anezhañ da redeke 1982. Diskouez a ra buan a-walc'h n'en deus ket kollet e live o trec'hiñ goude an trede redadeg e Long Beach. A-raok Priz Bras Afrika ar C'hresteiz e aoz gant blenierien-all un harz-labour abalamour d'ar Super Aotreegezh nevez a roje ul levezon brassoc'h d'ar skipailhoù war ar vlenierien. Goude un nozvezh serret e hostel e c'hounez ar vlenierien o stourm ha redet eo ar Priz Bras. Echuiñ a ra Lauda pempvet eus ar gevezadeg. N'eo ket ken mat ar bloavezh 1983, ren a ra ar gevezadeg un nebeud redadegoù met ne c'hounez netra hag echuiñ a ra 10vet.
1984 zo un afer all. Degemer a ra McLaren ur blenier nevez Alain Prost, a-enep youl Lauda a ouie pegen kevezus e oa ar blenier gall. Koulskoude e vo mat o darempredoù e-pad o daou bloavezh kenlabour. Ar c'harr nevez, ar MP4/2 zo buan-tre ha rannañ a ra an daou vlenier McLaren an trec'hioù peurvuiañ, 12 war 16, 5 evit Lauda, 7 evit Prost. Koulskoude n'eo ket Prost a c'hounez, dre ma ne oa ket ingal war ar bloavezh, met Lauda diwar un hanter-boent, hini redadeg Monako a zo bet troc'het a-raok ar fin en abeg d'ar glav. Gounit a ra Lauda ar gevezadeg e Portugal, titret 11vet met erruet 2l. Gounit a ra ivez ar bloaz-mañ Priz Bras Aostria o vezañ ar blenier aostrian nemetañ oc'h ober se.
Digalonekaet, er-maez eus ar jeu, eo diaesoc'h 1985 evit Lauda. Ret eo dezhañ dilezel 11 redadeg war ar 14 en deus redet, gloazet eo ha ret eo dezhañ chom hep redek e Belgia en abeg da se, ha mankout a ra ivez Priz Bras Europa. Ober a ra disoc'hoù vat avat, gant un trec'h e Priz Bras an Izelvroioù, e drec'h diwezhañ. Divizout a ra mont war e leve e fin ar bloavezh.
Ober a ra Lauda war-dro e gompagnuniezh aerlistri Air Lauda, krouet a-raok e leve kentañ e 1979. Gwerzhañ a ra e berzhioù da Austrian Airlines e 1999, ha Lauda Air a ya da get e 2013. Diwezatoc'h e grou ur gompanuniezh charter all, Niki, e 2003, prenet gant Berlin Air e 2011. A-wezhioù, abalamour ma en deus un aotre nijal kenwerzhel, e nij Lauda e aerlistri-eñ evit nijadegoù kenwerzhel.
A-hed e vuhez en deus skirvet Lauda levrioù, memes pa oa o redek e Formulenn 1. Deuet er maez :
Kempennet eo bet evit an embann gant ar c'hazetenner aostrian Herbet Volker, hervez Lauda.
Etre 1992 ha 1995 e labour Lauda gant ar Scuderia Ferrari, pedet gant Luca di Montezemolo evit reiñ e alioù. Ul levezon en deus bet gant sinadur Jean Todt e penn ar Scuderia e 1993. Kontañ a ra ar redadegoù kirri evit ar skinwel aostrian abaoe 1996 met tamallet eo gant ar chadenn e 2010 peogwir e implij al lesanv Polack evit Robert Kubica. Distreiñ a ra d'ul labour oberiant o vezañ penn Jaguar Racing e 2001, o vezañ merzhet gant e gomzoù, o lavarout e c'hellfe ur marmouz bleniañ ur F1 (klask a ra unan eus e girri ur wezh, oc'h ober nemet penn-da-lostoù, hag o vezañ dic'houest da echuiñ un dro). Lakaet eo er-maez goude ur vloaz gant disoc'hoù spontus Jaguar. Dont a ra da vezañ Prezidant nann-oberiant eus Mercedes AMG e 2012 hag ul levezon bras en deus bet gant treuzkas Lewis Hamilton a vMcLaren da vMercedes.
Gwerzhañ a ra e gasketenn a guzh e gleuzioù da embregerezhioù zo, o c'hounit kalz arc'hant dre-se.
Daou vab hag ur verc'h en deus bet Niki Lauda gant e wreg kentañ, Marlene Klaus, a-raok o disparti e 1991. Mathias a red e redadegoù kirri, sikouret gant e vreur Lukas. Ur mab all en deus bet er-maez eus e eured, Christoph. Dimezet e oa adarre e 2008 gant Brigit, 30 vloaz yaouankoc'h, stewardez en e gompanunezh hag he deus roet unan eus he lounezhi dezhañ. Ganet he deus Birgit gevelled e 2009.
Anavezet eo tokarn Lauda, ruz, gant e anv skrivet war an tuoù, e gwenn. Lesanvet eo bet "Ar Razh" gant e genvsourted blenierien en abeg d'e zent, pe "SuperRazh" ha memes "King Rat". Lesanvet eo ivez "an Urzhiataer".
Kampion a-raok : Emerson Fittipaldi |
Niki Lauda Kampion bed ar Formulenn 1 1975 |
Kampion war-lerc'h : James Hunt |
Kampion a-raok : James Hunt |
Niki Lauda Kampion bed ar Formulenn 1 1977 |
Kampion war-lerc'h : Mario Andretti |
Kampion a-raok : Nelson Piquet |
Niki Lauda Kampion bed ar Formulenn 1 1984 |
Kampion war-lerc'h : Alain Prost |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
|