Robert Jordan

Robert Jordan e San Diego

Robert Jordan eo anv-pluenn ar skrivagner faltazi amerikan, e anv gwirion James Oliver Rigney, Jr.. Ganet e oa bet e 1948 e Charleston e Karolina ar Su (Stadoù-Unanet) hag aet da anaon d'ar 16 a viz Gwengolo 2007.

Ganet e oa bet Robert Jordan e Charleston e Karolina ar Su. Bet eo soudard e-pad daou vloaz da vare brezel ar Vietnam (eus 1968 da 1970) en arme amerikan, e lec'h ma tapas meur a vedalenn. Kanolier e oa en ur viñsaskell. Goude e zistro eus ar Vietnam, ez eas war studi ar fizik en ur skol eus an arme. Ur wezh tapet gantañ e skrid-testeni e labouras evit ar morlu amerikan evel ijinour arbennikaet war an energiezh nukleel. Stagañ a reas da skrivañ e 1977.

Pitilh e oa gant an Istor. Plijout a rae dezhañ ivez chaseal, pesketa, bageal, c'hoari poker pe an echedoù, ha dastum kornioù-butun. Deskrivañ a rae anezhañ e-unan evel un ezel eus an Iliz eskobel hag eus an "Iliz Uhel"[1] ha sakramantiñ a rae meur a wezh bep sizhun[2]. Edo o vevañ en un ti savet e 1797 gant e wreg Harriet McDougal, zo o labourat evel embannerez levrioù (evit Tor Books hiziv an deiz ; Embannerez Jordan e oa ivez)[3].

Hervezañ ne zeue ket e anv-pluenn, Robert Jordan, eus haroz pennañ levr Ernest Hemingway, For Whom the Bell Tolls, met eus ur roll savet gantañ diwar lizherennoù e anv[4].

Gant anvioù-pluenn all en deus skrivet romantoù istorel (sinet Reagan O'Neal) ha westernoù (sinet Jackson O'Reilly).

D'an 23 a viz Meurzh 2006 en deus disklêriet e oa taget gant ur c'hleñved emzivad[5],[6] dibaot ha grevus, an amilozenn. Gant al louzeier roet dezhañ e c'hallje bezañ bevet pevar bloavezh tamm-pe-damm met lavarout a rae e oa mennet da vezañ trec'h war ar stadegoù. Skrivañ a reas diwezhatoc'h war e Dragonmount blog evit broudañ e faned da nompas nec'hiñ ha da lâret e oa mennet da vevañ ur vuhez hir ha frouezhus o labourat e-pad 30 vloaz c'hoazh. Mervel a reas d'ar 16 a viz Gwengolo 2007[7].

The Wheel of Time (Rod an amzer) eo anv e oberenn ar muiañ anavezet. An hini diwezhañ eus an dastumad The whell of time e vo A Memory of Light. Kent e varv en deus skrivet Robert Jordan ul lodenn anezhañ ha roet en deus d'e wreg notennoù a-walc'h evit ma c'hallfed echuiñ anezhañ. Houmañ he deus disklêriet e vefe echuet al levr gant Brandon Sanderson. Intañvez Jordan he deus choazet anezhañ goude lenn e zastumad Mistborn[8]. Embannet e vo e 2009.

Cheyenne Riders (1982), sinet Jackson O'Reilly

Dastumad ar Fallonoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • The Fallon Legacy (1981)
  • The Fallon Pride (1982)
  • The Fallon Blood (1995)
  • Conan the Defender (1982)
  • Conan the Invincible (1982)
  • Conan the Triumphant (1983)
  • Conan the Unconquered (1983)
  • Conan the Destroyer (1984)
  • Conan the Magnificent (1984)
  • Conan the Victorious (1984)
  • Conan: King of Thieves (1984)
  1. The Eye of the World (15 a viz Genver 1990)
  2. The Great Hunt (1990)
  3. The Dragon Reborn (1991)
  4. The Shadow Rising (1992)
  5. The Fires of Heaven (1993)
  6. Lord of Chaos (1994)
  7. A Crown of Swords (1996)
  8. The Path of Daggers (1998)
  9. Winter's Heart (2000)
  10. Crossroads of Twilight (2003)
  11. Knife of Dreams (2005)
  12. A Memory of Light (2009).

Skrivet en deus Jordan ivez :

  • The World of Robert Jordan's the Wheel of Time (1998, ul levr diwar-benn ar bed m'emañ istor e romant The Wheel of Time o vont en-dro, gant Teresa Patterson)
  • New Spring: The Novel (2004) Prequelle : c'hoarvezout a ra an istor e bed The wheel of time 18 vloaz kent ar c'hentañ romant.
  1. Dragonmount, Blog Robert Jordan (1añ a viz Even 2007),
  2. Dragonmount, Blog Robert Jordan (27 a viz Gwengolo 2007)
  3. Robert Jordan Lec'hienn Tor Books (www.tor.com)
  4. Dsiklêriadenn eus ar skrivagner war e vlog ofisiel
  5. Disklêriadenn eus Robert Jordan diwar e gleñved
  6. Bilañs yec'hed ar 16 a viz Eost 2006
  7. Disklêriadenn marv an oberour
  8. TOR Press Release