Theodor Heuss a oa ur politiker alaman hag a voe kentañ prezidant [[Republik Kevreadel Alamagn (1949-1990)|Republik Kevreadel Alamagn]] etre 1949 ha 1959. Ganet e voe e 1884 e Brackenheim ha mervel a reas e 1963 e Stuttgart. Ezel e oa Theodor Heuss eus ar gostezenn Freie Demokratische Partei (FDP).
Studiañ a reas ekonomiezh, Istor, prederouriezh, politikerezh hag istor an arzoù e München hag e Berlin. Goude e studioù e labouras evel kazetenner. E 1908 e timezas e Strasbourg ant Emily Knapp. Dilennet e voe e Berlin-Schöneberg e 1919. Da vare Republik Weimar, etre 1924 ha 1928 hag etre 1930 ha 1933 e voe dilennet da gannad er Reichstag, en anv an Deutsche Demokratische Parte (DDP). Da vare an Trede Reich e rankas paouez un tamm gant ar politikerezh : e miz Gouere 1933 e voe tennet e sez er Reichstag digantañ. Daoust ma chomas e darempred gant ur rouedad tud eus e gostezenn, ne savas ket a-enep ar renad en un doare oberiant.
Ur sez a dapas e Landtag Württemberg-Baden goude ar brezel, etre 1945 ha 1949. E 1948 e teuas da vezañ prezidant ar gostezenn FDP nevez-savet. E 1948/1949 e voe kannad er Parlamentarischer Rat (bodadenn vonreizhañ) ha kemer a reas perzh el labour da sevel bonreizh Kornaoueg Alamagn.
Eus 1949 betek 1959 e voe prezidant kentañ Republik Kevreadel Alamagn. Labourat a rae e Kastell Bellevue (annez prezidanted Alamagn), e Berlin, met tremen a rae muioc'h a amzer er genkiz Hammerschmidt e Bonn.
Dont a reas Theodor Heuss a-benn da reiñ sked ha lufr da garg nevez ar prezidant kevreadel. En estrenvro e labouras evit gwellaat brud ha skeudenn Alamagn. Addilennet e voe e 1954.
Mervel a reas e Stuttgart d'an 12 a viz Kerzu 1963.
En e raok: — |
Prezidant Alamagn 1949 – 1959 |
War e lerc'h: Heinrich Lübke |