Bill Sienkiewicz (3 a viz Mae 1958 e Blakely, Pennsylvania, Stadoù-Unanet)[1],[2] a zo un treser comics amerikan, brudet dreist-holl a-drugarez d'e labour war The New Mutants hag Elektra: Assassin. Sienkiewicz a zo brudet evit an implij a ra eus teknikoù ne vezont ket implijet e bed ar c'homics, evel : dourlivadurioù, eoullivadurioù ha pegadennoù da skouer.
Stagañ a reas Sienkiewicz gant an tresañ pa oa pevar pe pemp bloaz, hag a-hed e yaouankiz e pleustras. E-touez an dreserien a levezonas anezhañ emañ Curt Swan ha Jack Kirby.[3] Goude bezañ bet o studiañ en ur skol-arzoù e kasas un nebeud eus e dresadennoù da Vince Colletta, hag a oa rener e DC Comics, met n'o doa tud DC tamm tra ebet da ginnig da Sienkiewicz. Lakaet e voe memes tra da vont e darempred gant
Jim Shooter, hag a laboure evit Marvel Comics. Nepell goude e krogas Sienkiewicz gant tresañ Moon Knight (e-barzh The Hulk.[3]
Sienkiewicz a gendalc'has gant Moon Knight betek 1981. E 1983 e stagas gant New Mutants, un heuliad stag ouzh X-Men.
Sienkiewicz a labouras kalz war dudennoù Marvel Comics, evel Rom, Dazzler, The Mighty Thor, Star Wars Episode VI: Return of the Jedi ha The Transformers. Tresañ a reas ivez Dune , ur c'homic diazezet war film David Lynch.
E 1986 e tresas Elektra: Assassin, un heuliad berr eizh levrenn dezhañ, asambles gant Frank Miller. Er memes bloavezh e labouras war Brought to Light, ur romant grafek, asambles gant Alan Moore. Sienkiewicz a dresas hag a skrivas ivez senario Stray Toasters. E 1988 e labouras en-dro Sienkiewicz gant Moore war div lodenn gentañ Big Numbers. E 1990 e livas skeudennoù adembannadenn Moby-Dick, er rummad Classics Illustrated.
Ouzhpenn e labour e bed ar c'homics en deus Sienkiewicz labouret war dachennoù all. Gantañ e voe skeudennet Voodoo Child: The Illustrated Legend of Jimi Hendrix e 1995. Bloaz goude e savas tresadennoù da skeudenniñ The Charity of Night,ur bladenn gant Bruce Cockburn. Tresañ a reas ivez golo Bobby Digital in Stereo gant RZA e 1998 ha hini Business as Usual, ur bladenn gant EPMD (1990).
E 1998 e lakaas embann Santa: My Life & Times (An Illustrated Autobiography), ul levr evit ar vugale eo. E dresadennoù a zo bet embannet ivez e meur a gelaouenn evel Entertainment Weekly ha Spin Magazine.
E 2004 e savas tresadennoù evit ar c'hoari-kartoù anvet VS System, embannet gant Upper Deck Entertainment.
E 2006 e reas war-dro golo ha skeudennoù DVD kentañ an heuliad skinwel The Venture Bros. . Er memes bloavezh e kenlabouras Sienkiewicz gant Neal Adams hag e kroujont skeudennoù evit Roger Waters. O oberennoù a voe diskouezet e-pad sonadegoù Waters anvet "Leaving Beirut."
E 2007 e tresas 30 Days of Night: Beyond Barrow hag e 2008 e tresas skeudennoù evit ar romant grafek The Nightmare Factory - Volume 2.