Daniel Emilfork-Berenstein, bet ganet Daniel Zapognikof d'ar 7 a viz Ebrel 1924 e Providencia (Chile) hag aet da Anaon d'ar 17 a viz Here 2006 e Pariz (Bro-C'hall), a oa un aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) chilean.
Euredet e oa gant an aktourez c'hall Denise Péron (1925-1996), bet ganet ur verc'h dezhe e 1951, an aktourez Stéphanie Loïk.
En abeg d'e zistilh dibar, d'e drolinenn aes-kenañ da anavezout ha, dreist-holl, d'un dremm hep he far, hir ha kastiz, e voe fiziet ennañ meur a roll tud drouk pe enkrezus : e penn un toullad mat a arvestourien e chomo da viken evel "Krank" (La Cité des enfants perdus gant Marc Caro ha Jean-Pierre Jeunet e 1995).