Ar fantazi, eus ar saozneg fantasy, zo ur mod arzel ha lennegel da gontañ darvoudoù dreistnaturel ijinet ha liammet peurvuiañ ouzh mojennoù, gant hudouriezh ha kammamzeriadoù.
E mod lennegel ar fantazi n'eo ket souezhus gwelet traoù dreistnaturel evit displegañ mont en-dro ur bed ijinet. Aze emañ an diforc'h etre ar fantazi, ar moliac'h (ma vez trubuilhet reolennoù ar bed ordinal gant an dreistnaturel), ar skiant-faltazi (ma vez ijinet araokadennoù skiantel pe teknologel), hag ar spont (ma vez klasket lakaat aon pe pe anken da sevel el lennerien hag al lennerezed).
Peurvuiañ e kreder e gaou ez eo bet krouet ar fantazi diwar ar skridoù lennegel eus an Henamzer gouestlet da zodennoù mojennel evel Meurgan Gilgamech e Mezopotamia, an Ilias hag an Odysseia en Henc'hres, ar Mahābhārata en India hen, Eddaoù ha sagaoù Skandinavian all, pe diwar an oberennoù skrivet er Grennamzer er C'hornôg : danvez Breizh diwar-benn ar Roue Arzhur, ar romantoù marc'hegiezh, ar c'hurwerzioù, ar meurgan hensaoznek Beowulf, ha danevelloù kembraek ar Mabinogi) ; er Reter-Nesañ : kontadennoù pers hag arab (Ar mil nozvezh hag unan) ; en Azia : ar Genji Monogatari e Japan hag ar romant sinaek 西游记 Xī Yóu Jì, "Ar veaj d’ar C’hornôg".
Kalz a zanvezioù marvailhus a gaver er skridoù sakr kozh, dreist-holl er Bibl, er C'horan hag en Tanac'h) hag e buhezioù ar sent (al Legenda aurea gant Jacobus de Voragine en XIIIvet kantved da skouer).
N'eo ket aes mont ken pell en amzer dre ar skridoù kozh peogwir e kemm termenadur ar fantazi hag an istor gant an amzer. Ne dalvezent ket ar memes tra hervez ar prantad istorel.
Gwelloc'h eo ober anv eus fantazi pa vez splann ez eo bet skrivet an istor evit an dudi. Daoust da se e c'haller bezañ ken dudiet, hiziv an deiz, gant an testennoù kozh-se hag an testennoù faltazi arnevez.
Diouzh ar c'hiz e oa ar c'hontadennoù adalek an Azginivelezh hag adskrivet e vezent e doareoù lennegel all. Ar fantazi a vremañ a vije deuet war wel, war hir dermen, diwar al lusk-se. Dav eo ober an diforc'h avat etre stumm ar c'hontadennoù diouzh un tu, ha stummoù ar fantazi diouzh un tu all (ma reer kentoc'h gant stumm ar romant, ar c'helc'h romantel, an danevell pe gant skoroù all evel ar skeudennoù, ar sinema, ar c'hoarioù-roll pe video).
Ar fantazi a vije deuet war wel dre al lañs a oa war dastum ar c'hontadennoù pobl, al lennegezh dre gomz ha gwarez ar folklor (labourioù Fañch an Uhel pe Paul Sébillot da skouer). Danvezioù awenus a-bouez eo ar c'hontadennoù dastumet er mareoù-se, daoust dezho na vezañ istorioù fantazi.
Hervez ar skridvarnourien e vije deuet ar fantazi war wel da vat en XIXvet kantved gant ar skrivagner skosat George MacDonald (1824-1905) gant e oberennoù Phantastes:A faerie romance for men and women e 1858[1] ha The Princess and the Goblin e 1872[2], ar skrivagner, livour hag arkitektour saoz William Morris eus Bro-Saoz (The story of the Glittering Plain e 1891[3], The Wood Beyond the World e 1894[4], The Well at the World’s End e 1896[5]) hag en doa levezonet J. R. R. Tolkien ha C.S. Lewis.
D'ar mareoù-se e veze implijet alies an temoù marvailhus e bed ar sonerezh klasel, awenet ma oa gant ar folklor hag ar mojennoù, evit krouiñ oberennoù. Gant an danvezioù-se ez eo bet maget awen ur bern skrivagnerien fantazi ; ur skouer eo Der Ring des Nibelungen, un detralogiezh gant Richard Wagner e 1869, awenet gant ar mojennoù germanek ha norsek.
En XXvet kantved e oa bet muioc'h-mui a dud dedennet gant ar fantazi. E 1904 e Frañs e oa bet embannet ar romant Les Centaures gant André Lichtenberger, a gont un eil ragistor ma vev Mab-den en ur bed gant tud-varc'h, tritoned [6] ha faoned[7] ; d'ar mare-se e oa bet lakaet ar romant-se e rummad ar moliac'h, ha goude-se e oa bet brudet evel unan eus al levrioù fantazi kentañ. E bed al lennegezh e Breizh-Veur e oa bet embannet romantoù evel The Worm Ouroboros gant E. R. Eddison (1882-1945) e 1922, ha The King of Elfland's Daughter gant Lord Dunsany[8] e 1924. Ar Saozez Hope Mirrlees (1887-1978) zo unan eus ar romantourezed kentañ o skrivañ er seurt-se, gant Lud-in-the-Mist, embannet e 1926. Er bloavezhioù 1930 e oa bet embannet The Sword in the Stone gant T. H. White (1906-1964), ur romant awenet gant ar c'helc'h arzhuriek (ar studioioù Disney o doa lakaet seveniñ an dresadenn-vev Marzhin ar strobineller diwar ar romant-se e 1963). Ar barzh, skeudennaouer, livour ha romantour saoz Mervyn Peake (1911-1968)en devoa graet berzh er bloavezhioù 1940 ha 1950 en doa graet berzh gant e heuliad romantoù Ghormenghast.