Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | John Boorman |
Anv-bihan | John |
Anv-familh | Boorman |
Deiziad ganedigezh | 18 Gen 1933 |
Lec'h ganedigezh | Shepperton |
Bugel | Charley Boorman, Telsche Boorman, Katrine Boorman |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg, saozneg |
Bet war ar studi e | Salesian School, Chertsey |
Honorific prefix | Sir |
Deroù ar prantad labour | 1962 |
Rummad tost | Category:Films directed by John Boorman |
John Boorman a zo ur filmaozer, produer, eilproduer, senarier ha c'hoarier breizhveuriat, ganet d'an 18 a viz Genve 1933 e banlev Londrez e Shepperton (Rouantelezh Unanet) er Middlesex.
Ul lodenn eus e vugaleaj a dremen John Boorman e-touesk ar Jezuisted, met puket eo e yaouankiz dreist-holl gant ar bombezadegoù e-pad an eil brezel-bed, trubuilh a vo eñvoret diweshatoc'h en e film Hope and Glory (Goanag ha Gloar), an hini emvuhezañ e holl filmadurezh. Levezonet e voe kalz gant oberenn Carl Gustav Jung, e zamkanadenn war ar gwengeloù e-giz diazezoù bev ar gevredigezh hag ar psikologiezh hiniennel ha strollel peurgetket, mennozh a dreuzpar en Excalibur (kaledvoulc'h) da skouer. Ouzhpenn-se e laka oberenn John Boorman keñver-ha-keñver skeudenn ar gwengeloù gant ar gwirvoud, o klask a wechoù o disevel pe lakaat war wel o goulloder. Mojenn ar goueziad mat a zo bet gwall lakaet gant Deliverance (Dieubidigezh), da skouer, a ziskouez penaos e c'hell un dro-vale war ganoe he fal ekologel donet da vout un distro d'ar gouezder-orin e-kreiz un natur enebour.
D'e driwec'h bloaz e teu da vezañ filmvarnour e kelaouennoù arbenniket hag e kemer perzh da abadennoù skingomz zo war an heñvelep danvez. E 1955 eo frammer evit ur chadenn skinwel prevez, goude e sav teulfilmoù evit ar Sourthern Television. Er BBC e sav un heuliad poltredoù diellek, Citizen 63 ha The Newcomers en o zouesk.
Savet en deus e film hir kentañ, Catch us if you can, (Tap ac'hanomp ma c'hellez), e 1965. Bec'h ar film-mañ a laka anezhañ da vont da labourat d'ar Stadoù-Unanet e-lec'h ma leurenn Point Blank ha Hell in the Pacific (Ifern er meurvor Habask) a laka anezhañ da zont da vout brudet er bed a-bezh. Distroet da Vreizh-Veur e seven Leo the last, ar film a dapas Priz al leurennañ gantañ e Cannes e 1970. War-lerc'h e sav Deliverance (Dieubidigezh), Zardoz ha Exorcist II : The Heretic (Ar Stolier 2 : an disivouder) a gadarna e vrud a filmaozer meur. O sevel filmoù leun a feulster hag hollwashaer an holl anezho e taolenn ur bed didoue e-lec'h m'emañ Mab-Den, kondaonet da gantren, o stourm a-enep d'an Droug.
Daou bugel en deus bet John Boorman : Charley Boorman, c'hoarier ha reder-bro, ha Telsche Boorman, senarierez ha c'hoarierez saoz ganet e 1957 e Londrez hag aet da anaon d'an 11 a viz C'hwevrer 1996.
E miz Du 2008 e kas keloù e fell dezhañ sevel ur film bevaat awenet gant romant L. Frank Baum, Strobineller Oz.