Kêr-Is, Kêr-Iz, ar Gêr a Iz zo ur gêr vojennel e Kernev hag a vije bet koñfontet gant ar meurvor er Vvet kantved da heul dibalamour ar briñsez Dahud, merc'h ar roue Gradlon.
C'hwec'hvet kan Barzhaz Breizh Théodore Hersart de la Villemarqué eo Liñvadenn Gêr Is[1].
Hervez ar skrid koshañ (1636) e vije bet kêr Is e pleg-mor Douarnenez[2] ; meur a lec'h all zo bet kinniget abaoe a-feur ma voe brudet ar vojenn, an darn vuiañ anezho er-maez eus Kernev war-bouez Beg ar Raz ha pleg-mor Gwaien – unan anezho eo Ar Yeoded, en abeg d'an anv moarvat, ha da zismantroù un oppidum a zo bet kavet eno.
Is e oa kêr-benn rouantelezh Kernev pa oa Gradlon Meur o ren. Gant ur puñs[3] divent e veze diwallet diouzh an aloubadegoù hag ar reverzhioù bras. Un nor guzh a oa d'ar puñs-se, a veze digoret pe brennet diouzh ma troe an traoù ; gant ar roue e veze an alc'hwez aour-se bepred.
Sant Gwenole, kuzulier Gradlon, en deveze poan o kendrec'hiñ ar roue da lakaat termen da emzalc'h diroll ha dizoue ar briñsez Dahud ; diouganañ a reas e vije liñvet Is en abeg dezhi.
D'un noz end-eeun e teuas Dahud da laerezh alc'hwez ar puñs p'edo he zad o kousket, kement-se evit difinañ war un dirolladeg he devoa kaset en enor d'he c'haredig. Pa voe digoret ar skluz ez eas ar mor tre e kêr.
O tec'hel war varc'h e oa Gradlon, e verc'h gantañ war an talier, pa c'hourc'hemennas Gwenole dezhañ divarc'hañ Dahud abalamour ma oa re garget ar jav : « Diabenn an droukspered hag a zo a-dreñv dit ! »[4] Sentiñ a reas ar roue, ha lonket gant an donn e voe ar briñsez.
Abaoe al liñvadenn e vez klevet kleier-galv Is o vrallañ ha Dahud o c'hlac'hariñ pa vez ar reverzhioù brasañ.
Keltiek eo orin mojenn kêr Is, pa vez kanet e Breizh, e Kembre hag en Iwerzhon, pep hengoun o lec'hiañ Is en e vro. Pa gan Breizhiz a-zivout ur puñs ez eo feunteunioù a liñv kêr er broioù all.
Bepred e vez lakaet bugel ar roue – priñs pe briñsez – da atebek war ar reuz, ha bewech e vez kastizet gant an doue kristen, dre veuziñ pe dre dreiñ d'ur vorganez – ar pezh a zo pagan[5].
Tec'h ar roue Gradlon • Évariste-Vital Luminais, 1884 Eoul war lien – 200 x 310 cm • Mirdi an Arzoù-kar, Kemper |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |