Son Kuba

Ar son cubano[1], pe son Kuba, zo un doare sonerezh eus Kuba, ganet war-dro dibenn an XIXvet kantved.

Ar Sexteto Habanero.

C'hoarvezet eo eus ar changui, krouet gant Nené Manfugas e Guantánamo da gentañ, ha degaset en 1882 da g-carnaval Santiago de Cuba, hag a veze sonet gant tri soner da gentañ: paotr an tres, hini ar bongo hag ur benveg-seniñ bout, ar marimbula en deroù. Diazezet eo war ul lusk a beder mentad, ha n'en deus netra voutin, pe dost gant son Mec'hiko.

En 1909, ret d'ar baotred yaouank mont d'an arme, e vo gwelet soudarded eus Santiago de Cuba o vont da La Habana hag o tegas o sonerezh gante. Mont a ray ar son-se war vuanaat ha niver ar sonerien war gresk: c'hwec'h a vo er Sexteto Boloña, ha Sexteto Occidental, hag al laz Cuarteto Oriental a deuy da vout Sexteto Habanero. Tamm ha tamm e vo dilezet an danzon da seniñ son.

En Enez ar Pin e voe grouet ar sucu-sucu, brudet gant Eliseo Grenet.

Er bloavezhioù 1920 e oa brudet an Trio Matamoros, savet gant Miguel Matamoros gant kanaouennoù evel « Mamá, son de la Loma », « El que siembra su maíz »... Buan e teu lazoù-seniñ brasoc'h da geveziñ: ar Sexteto Munamar, ar c'h-Cuarteto Machín, o deus graet pladennoù a laka c'hoazh an dud goubet da drelatiñ gant ar blijadur.

En 1927 e oa Ignacio Piñeiro a grouas ar Sexteto Nacional. Pa zeuas al laz da vout ar Septeto Nacional gant an trompilher ouzhpenn, e voe un nevezenti en istor ar son : biskoazh ne oa bet klevet trompilh ebet c'hoazh evel pennbenveg.

En 1928 edo ar Septeto Nacional e Diskouezadeg hollvedel Sevilla en Spagn.

Diwezhatoc'h e kanas Rita Montaner, dezhi ur vouezh soprano, gant he fianoour Ignacio Villa, anavezetoc'h evel « Bola de Nieve » (Guanabacoa [Cuba], 1911 - La Habana, 1971) e Pariz gant pregón-són ar soner kuban Moisés Simons, « El Manicero ».

E-maez ar vro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degouezhout a reas giz son Kuba e SUA, ma veze laret rhumba, gant « El Manisero », enrollet gant Don Azpiazu hag an Havana Casino Orchestra, ha sonet e Broadway gant Antonio Machín.

En Bro-C'hall e voe brudet ar son kuban gant Don Barreto hag ar Lecuona Cuban Boys.

En 1930 e krogas Arsenio Rodríguez da gendeuziñ son ha guaganco (unan eus doareoù ar rumba) da oober ar son montuno. (Papauba ha Para bailar son montuno).

War-dro 1950, Beny More a lakeas ar son kuban d'en em dreiñ (Castellano que bueno baila usted, ha Vertiente Camaguey); sonerien Puerto Rico a zegemeras ar son ivez, hag unan anezho, Ismael « Maelo » Rivera, « El Brujo de Borinquen » (Sorser Puerto Rico) a voe lesanvet ar « Sonero Mayor ».


Adal 1967, e voe kemeret lec'h ar son gant ar salsa, ur meskaj doareoù kuban ha puertorikan.

En 1989, e-kerzh ur sonadeg aozet gant ar Smithsonian Institute, e kanas Compay Segundo « Chan Chan ». En 1997 e c'hoantaas Ry Cooder adsevel ur strollad nevez gant sonerien gozh, ar : Buena Vista Social Club. Wim Wenders a reas ur film en 1999 hag a reas berzh ken ha ken..

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Doareoù sonerezh Kuba

Conga | Punto guajiro | Guaracha | Tumba francesa | Contradanza | Rumba | Habanera | Trova | Changui | Danzón | Boléro | Son | Guajira | Mambo | Filin | Cha-cha-cha | Pachanga | Nueva Trova | Songo | Timba

  1. Filmig : https://www.youtube.com/watch?v=s6Xu2x7PdpA