Tabula Peutingeriana

Tabula Peutingeriana (munud) : Galia ar c'hornôg hag an norzh

Tabula Peutingeriana (latin evit "Kartenn Peutinger") eo an anv a roer d'un itinarium, ur gartenn eus mare Henroma a ziskouez ar rouedad hentoù a veze implijet gant servij ar post (cursus publicus) an impalaeriezh roman.
Diskouez a ra Europa (hep al ledenez iberek ha Breizh-Veur), Afrika an Norzh, ar Reter-Nesañ, Persia hag India.

E kerz an hendraour alaman Konrad Peutinger (1485-1547) e oa bet, alese anv ar gartenn ; e Levraoueg Vroadel Aostria emañ bremañ.

Hep mar e oa ar gartenn orin unan a voe savet dindan ren ar jeneral roman Marcus Vipsanus Agrippa (c. -62-12). Goude e varv e voe engravet ar gartenn e marmor ha lakaet a-wel d'an holl er Porticus Vipsania er c'harter anvet Campus Aggrippae e Roma nepell diouzh an Ara Pacis Augustae, an aoter gouestlet da Bax, doueez ar Peoc'h.
Marteze ez eo an Tabula Peutingeriana an eilskrid nemetañ a zo bremañ ; adwelet hag astennet e oa bet e dibenn ar IVre pe gentoc'h er Vvet kantved, rak anadurezhioù zo :[1],[2]

Neoazh ez eus bet miret ditouroù hen a oa war ar gartenn roman hep ket a var, evel munudoù niverus en Arabia Petraea na c'hallont ket bout eus ar Vre pe ar Vvet kantved, ha meneg Pompei a voe distrujet er bloaz 79 ha na voe biskoazh adsavet, ar pezh a gadarna ur vammenn e kartenn Marcus Vipsanus Agrippa[3].

En ul levraoueg e kêr Worms en Alamagn e voe kavet an Tabula Peutingeriana gant ar gouizieg alaman Konrad Celtis (1459-1508) e 1494. Pa voe dic'houest da embann ar gartenn kent e varv en he fizias e 1508 en hendraour Konrad Peutinger en Augsburg (Bavaria). E-pad tremen daou gantved e chomas an Tabula e kerz an tiegezh Peutinger betek ma voe gwerzhet e 1714. Goude-se e tremenas etre daouarn meur a vrientin, hag e 1737 e voe prenet gant ar priñs Eugène de Savoie-Carignan (1663-1736) ; war-lerc'h e varv e voe prenet ar gartenn evit Levraoueg impalaerel lez an tiegezh Habsburg e Wien].
Hiziv emañ e Levraoueg Vroadel Aostria, e palez Hofburg, e Wien bepred.

Er bloaz 2007 e lakaet gant an UNESCO en he marilh "Eñvor ar Bed" (Memory of the World)[4]

Roma

Moarvat ez eo an Tabula Peutingeriana ar gartenn nemeti a chom eus ar rouedad cursus publicus a veze perc'hennet gant ar Stad roman.

Un eilskrid war parch graet en XIIIvet kantved eo ar skouerenn a zo deuet betek ennomp. Aozet e oa bet gant ur manac'h e Kolmer (Elsass) er bloaz 1265, marteze diwar ur gartenn roman orin.[5] Savet eo diwar 11 parchenn, a ro un teul 0,34 x 6,74 metr e vent diwar-dro pa vezont strollet.

Brastreset-kenañ eo ar gartenn a-fet douaroù, war an ahel reter-kornôg dreist-holl, peogwir e oa bet savet ar gartenn orin diwar katalogoù evel an Itinerarium Antonini Augusti. Disheñvel-bras eo diouzh ar c'hartennoù douaroniezh a-vremañ neuze (ne oa ket he ratozh), hogen tost-tre d'hon tresoù evit ur rouedad metro : aze emañ an holl arsavioù, daoust d'ar skeul bout faos.
Kalz lec'hioù roman zo diskouezet, koulz ha stêrioù, koadegi, menezioù ha morioù ; 555 kêr ha 3 500 lec'h all zo war an Tabula Peutingeriana en holl, ha kinklet eo teir c'hêr bouezusañ ar mare : Roma, Kergustentin hag Antakya.
Resis eo an hentoù, ha resis ivez eo an hedoù, a zo e miltirioù roman (1 480 m) nemet e Galia, ma 'z eo al lev c'halian (2 200 m) a zo bet arveret ; e sifroù roman ez eo merket an hedoù.

Ouzhpenn d'an impaleriezh roman en he fezh e tiskouez ar gartenn lodennoù eus ar Reter-Nesañ, India, Sri Lanka (Insula Taprobane) ; Sina zo meneget ivez. Un daouzekvet rollad parch zo bet kollet evit doare, pa vank penn kornôgelañ ar bet anavezet d'ar mare : Maroko, al ledenez iberek, Breizh-Veur. Er bloaz 1898 e klaskas ar c'hartennour Konrad Miller (1844-1933) adsevel al lodenn a vank[6].

N'eo ket an Tabula Peutingeriana ur gartenn eus ar Grennamzer, pa ne gaver ket enni skeudennoù eus boudoù faltaziek evel erevent, euzhviled pe tud euzhek. En tu-hont d'ar menegoù talvoudus avat e lenner enskrivadurioù a ro displegadennoù a zo er-maez eus an dodenn :

  • en Afrika, ur stêr anvet Girin hag a redfe dindan gorre an douar ; an Niger eo moarvat ;
  • er Reter-Nesañ, er su da Dripoli (Liban), an dezerzh ma kantreas Bugale Israel hervez an Testamant Kozh ; ar Sinai eo ;
  • en India, ar meneg "Amañ e vez ganet olifanted" ;
  • er penn dehoù ar gartenn ez eo meneget al lec'h pellañ ma 'z eo bet Aleksandr Veur (-356--323), da lavaret eo dibenn ar bed anavezet.

Embannadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a skouerenn eus an Tabula Peutingeriana zo bet moullet hag embannet abaoe ar XVvet kantved.
Un eilskrid a voe graet evit ar c'hartennour izelvroat Abraham Ortelius (1527-1598), hag embannet e voe un nebeud mizioù goude e varv[7].
Ul lodenn eus an Tabula, anvet Fragmenta tabulæ antiquæ, a voe moullet en Antwerpen e 1591 gant Jan I Moretus (1543-1610), a voullas ar gartenn a-bezh e 1598[8].
Un Izelvroad all, Johannes Janssonius (1588-1664) a embannas ur gentel all en Amsterdam e 1652.

Ur skouerenn all a voe embannet e 1753 gant an arzour aostrian Franz Christoph von Scheyb (1704)-1777) ; adembannet e voe e Leipzig e 1824[9]. Ar c'hartennour Konrad Miller a voe aotreet da adtresañ embannadur F. Ch. von Scheyb e 1872.
Meur a di-embann en Europa a voullas eilskridoù eus ar gentel nevez-se ; e London e voe embannet e 1892, hag e 1911 e voe ouzhpennet labour K. Miller gant al ledenez iberez hag inizi Breizh-Veur[10].

An Tabula Peutingeriana klokaet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mor Galilea e 2006

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • (en) Bagrow, Leo. History of Cartography. Transaction Publishers, 2009 (ISBN 978-1-4128-1154-5)
  • (en) Bowersoc'k, Glenn W.. Roman Arabia. Harvard University Press, 1994 (ISBN 978-0-674-77756-9)
  • (it) Levi, Annalina ; Levi, Mario (1967). Itineraria picta: Contributo allo studio della Tabula Peutingeriana. Roma : Bretschneider
  • (it) Levi, Annalina ; Levi, Mario (1978). La Tabula Peutingeriana. Roma : Edizioni Edison
  • (en) Ravenstein, Ernest G. (1911). Map. In : Chisholm, Hugh (emb.). Encyclopædia Britannica, 17 (11vet emb.), Cambridge University Press, p. 637 — Wikisource
  • (de) Schmidt-Burhardt, Astrit. Die Papierschlange. Scheybs Kampf mit der Tabula Peutingeriana. In : Zeitschrift für Ideengeschichte 14, kaier 1, C'hwevrer 2020 (ISBN 978-3-406-74861-5)
  • (de) Talbert, Richard. Rome's World: The Peutinger Map Reconsidered. Cambridge University Press, 2010 (ISBN 978-0-521-76480-3)
  1. Levi, 1967.
  2. Bagrow, 2009.
  3. Bowersock, 1994.
  4. (ar) (en) (es) {(fr) (ru) (zh) UNESCO. Kavet : 31/03/2021.
  5. (en) 'Euratlas'. Kavet : 31/03/2021.
  6. Talbert, 2010.
  7. (fr) 'Gallica'. Kavet : 31/03/2021.
  8. (en) 'Europeana'. Kavet : 31/03/2021.
  9. Schmidt-Burkhardt, 2020.
  10. Ravenstein, 1911.