The Durutti Column a zo ur strollad sonerien saoz post-punk savet e 1978 e Manchester.[1] Er strollad e kaver ar gitarour ha soner piano Vini Reilly, ha peurliesañ an tabouliner Bruce Mitchell. Hag ivez Keir Stewart (gitar boud, kenaozerien ha harmonica) ha Poppy Morgan (piano)[2].
E 1978 e voe savet ur strollad gant Tony Wilson hag Alan Erasmus, hag a savfe Factory Records ur pennadig goude. Ennañ e oa sonerien bet izili eus Fast Breeder: Chris Joyce (taboulinoù) ha Dave Rowbotham (gitar). Ganto e teuas ar gitarour Reilly, hag a sone gitar er strollad punk Ed Banger and The Nosebleeds, ar c'haner Phil Rainford, ar soner kenaozer Stephen Hopkins hag ar soner gitar boud Tony Bowers. Rainford a guitaas ar strollad e miz Gouere.[1]
Ar strollad a sonas er Factory club hag ec'h enrollas div ganaouenn a voe embannet war ar bladenn gentañ embannet gant Factory Records, an dastumad anvet A Factory Sample (ur bladenn 7" doubl, gant tonioù gant Joy Division,John Dowie ha Cabaret Voltaire). Dres a-raok enrollañ o fladenn gentañ e savas diemglev etre Wilson hag Erasmus evit a selle ouzh dibab ar produour, Martin Hannett. Lod brasañ izili ar strollad, war-bouez Reilly, a savas The Mothmen, ha Joyce and Bowers az eas da seniñ e Simply Red.
Azalek ar mare-se e voe The Durutti Column raktres personel Reilly. Bruce Mitchell ha sonerien all a gemeras perzh gwech ha gwech all, pe evit seniñ pa veze enrollet pladennoù, pe evit seniñ war al leurenn. Gant Mitchell ha Wilson e voe meret ar strollad e-pad ma oa produet gant Factory hag e-pad meur a vloaz goude freuz-stal an ti-embann.
Diazezet eo anv ar strollad war hini Buenaventura Durruti, hag a oa e penn ur bagad anarkourien e-pad Brezel Spagn. E 1967 e voe embannet un trakt anvet Distro bagad Durruti gant Etrevroadel saviadelour hag anvet e voe "The Return of the Durutti Column" pladenn gentañ ar strollad.
Evit ar bladenn gentañ, The Return of the Durutti Column (1980) he zitl, e kenlabouras Reilly gant ar produer Martin Hannett. Embanandur kentañ ar bladenn a voe gwerzhet en ur golo paper-traezh (bet fardet gant meur a zen eus Factory, evel — hervez Wilson — Joy Division[3]). Ar mennozh a zeue eus al levr anvet Eñvorennoù gant Guy Debord hag a oa ivez goloet gant paper-traezh. Ar sonerezh a oa gwall zisheñvel diouzh ar sonerezh post-punk a veze graet d'ar mare-se, daoust ma'z embannas Reilly e oa un arzour eus al luskad "new wave".[4] Ouzhpenn an albom e oa ur bladenn bleg (flexidisc) warni daou don bet savet gant Hannett e-unan.[1]
LC a voe embannet e 1981. Enrollet e voe hep Hannett, met gant an tabouliner Bruce Mitchell. Ar bladenn EP Deux Triangles a zeuas er-maez e 1982. Ur bladenn warni tri zon sonet gant ur piano ha tamm gitar ebet eo. Reilly ha Mitchell a savas o-unan Another Setting (1983) met e 1984 e kreskas ar strollad hag e voe degemeret ennañ Richard Henry (trombon), Maunagh Fleming]] (korn saoz hag oboell), Blaine Reininger (violoñs ha violoñs alto), Mervyn Fletcher (saksofon), Caroline Lavelle (violoñsell) ha Tim Kellett (trompilh). An albom Without Mercy, bet kempennet gant John Metcalfe, a oa ur bladenn sonerezh nemetken, diazezet war ar barzhoneg La Belle Dame sans Merci: A Ballad gant John Keats.
Kellett and Metcalfe a chomas er strollad, hag asambles gant Reilly ha Mitchell e savjont Circuses and Bread (Factory Benelux, 1985) ha Domo Arigato, ur bladenn bet enrollet war al leurenn e Tokyo, hag a voe ar bladenn sonerezh pop kentañ bet embannet e stumm ur CD er Rouantelezh-Unanet.
An albom anvet The Guitar and Other Machines a zeuas er-maez e 1987. Produet e voe gant Stephen Street, hag a broduas ivez Viva Hate (1988) gant Morrissey, ma son gitar Reilly.
An albom anvet Vini Reilly a zeuas er-maez e 1989, ha produet e voe gant Reilly ha Street. Warni e klever sample sonerezh ha kan (Otis Redding, Tracy Chapman, Annie Lennox, Joan Sutherland).[1]
Mitchell a sonas war un ton nemetken war an albom Obey the Time (1990). Ar peurrest eus ar bladenn a voe savet gant Reilly e-unan. Ur bladenn ma klever levezon ar sonerezh elektronek eo.
E-pad ar pemp bloaz da-heul freuz-stal Factory Records ne voe embannet nemet ur bladenn gant The Durutti Column : Lips That Would Kiss (1991), un dastumadeg single ha tonioù chomet diembann pe bet embannet gant Factory Benelux eo. Da-heul e teuas Dry (1991) ha Red Shoes (1992), ma klever enrolladennoù disheñvel eus tonioù bet enrollet a-raok hag un nebeud re all chomet diembann betek-henn.
E 1993 e klaskas Tony Wilson adsevel Factory Records, ha Sex and Death a voe ar bladenn gentañ embannet gant Factory Too (un is-rann eus London Records). Produet e voe gant Stephen Street, ha Mitchell, Metcalfe ha Peter Hook (New Order) agemras perzh er raktres. Time Was Gigantic ... When We Were Kids a voe embannet e 1998 ha produet gant Keir Stewart. Stewart a sonas ivez war tonioù zo, hag abaoe en deus kenlabouret meur a wech gant Reilly.
Etre 1996 ha 1998 e voe adembannet gant Factory Too/London an eizh albom (The Return of the Durutti Column, LC, Another Setting, Without Mercy, Domo Arigato, The Guitar and Other Machines, Vini Reilly hag Obey the Time) a oa bet embannet gant Factory Records.
Echu e voe gant Factory Too e 1998, ha neuze e voe produet pladennoù The Durutti Column gant tiez-embann dizalc'h evel Artful Records (Rebellion e 2001, Someone Else's Party e 2003, Keep Breathing e 2006, Idiot Savants e 2007) pe gant Kookydisc (Tempus Fugit e 2004, Sunlight to Blue . . . Blue to Blackness e 2008).
Er film 24 Hour Party People e weler Vini Reilly o seniñ en Haçienda, ha n'eus den ebet er sal. En displegadennoù a ya da-heul an DVD e klever Tony Wilson o lavarout ez eo direizh, rak selaouerien en doa Vini Reilly : "ma kasit anezhañ da Bortugal e vo 200 arvester, ma kasit anezhañ da Bariz e 800 arvester, hag e Manchester e vo 500 pe 600 anezho".