Wiliam Owen Roberts (ganet e 1960 e Bangor) zo ur skrivagner kembraek.
Tremenet en deus e yaouankiz e Garndolbenmaen, e hanternoz Kembre, hag emañ bremañ o vevañ e Kerdiz gant e wreg hag o zeir merc’h. Goude studioù war al lennegezh e skol-veur Aberystwyth en deus labouret gant ar strollad c’hoariva Cyfri Tri ha goude-se gant ar chadenn skinwel HTV a-raok mont da skrivagner leun-amzer e 1989.
E levr brudetañ eo e eil romant Y Pla ("Ar vosenn"). Gantañ en doa gounezet priz Llyfr y Flwyddyn e 1988. Troet e oa bet al levr e saozneg e 1991, gant an titl Pestilence, ha troet eo bet abaoe e meur a yezh all (galleg, alamaneg, nederlandeg, hungareg, slovakeg).
Savet en deus skriptoù meur a film, evel Teulu'r Mans ("Ar familh Mans", 1987-1990), Pris y Farchnad ("Priz ar marc'had", 1991-1993), Provence (1998),Cymru Fach ("Kembre vihan",2009).
Aet e oa priz Llyfr y Flwyddyn gantañ adarre e 2009, gant ar romant Petrograd.