Yaroslav Iañ Kyiv | |
---|---|
Ярослав Мудрий | |
![]() | |
Siell Yaroslav | |
Priñs Kyiv | |
Ren | 1016-1018, 1019-1054 |
En e raok | Svyatopolk Iañ Kyiv |
War e lerc'h | Izyaslav Iañ Kyiv |
Priñs Novgorod | |
Ren | 1010-1034 |
Priñs Rostov | |
Ren | 988-1010 |
Ganedigezh | ~978 |
Marv | 20 a viz C'hwevrer 1054 |
Remziad | Рю́риковичі [ Rourikovitched ] |
Tad | Volodymyr Iañ Kyiv |
Mamm | Rogneda Polotsk pe
Anna Porphyrogennētē |
Pried | Ingigerd Olofsdotter Sweden |
Bugale | Yelyzaveta Yaroslavna Kyiv |
Yaroslav Iañ Volodymyrovitch "ar Fur"[1] (~978 – 20 a viz C'hwevrer 1054) a voe priñs Rostov adalek 988 betek 1010, priñs Novgorod adalek 1010 betek 1034 ha div wech priñs Kyiv : adalek 1016 betek 1018 hag adalek 1019 betek e dremenvan e 1054.
Volodymyr Iañ Kyiv (~958 – 1015) hag e wreg Rogneda Polotsk (~960 – 1000) e oa e dud. Diaes e oa e zarempredoù gant e dad : er bloaz 1014 e paouezas da baeañ truaj dezhañ, ha p'edo Volodymyr o sevel ul lu evit e gastizañ e klañvaas hag e varvas e Kyiv e 1015 ; goude marv Volodymyr Iañ e voe brezel etre Yaroslav hag e vreur Svyatopolk Iañ Kyiv a oa o ren ; trec'h e voe Yaroslav e 1019.
Pa voe priñs Kyiv e pouezas Yaroslav war ar politikerezh a-ziavaez-bro : skoulmañ darempredoù gant broioù Skandinavia ha gwanaat levezon Impalaeriezh Bizantion. War-du ar broioù balt e troas ivez. Gwareziñ e zomani a reas enep pobladoù kantreer dre lakaat sevel linennadoù kreñvlec'hioù. A-hend-all e skoazellas lennegezh e vro, da skouer dre harpañ skridoù henslavek ar Reter Hilarion Kyiv ((uk) Іларіон Київський), a oa kentañ penn metropolis Kyiv ha Rous Kyiv a-bezh[2] ; skorañ savidigezh iliz-veur Santez Sofia e Kyiv a eure ivez e 1037.
Yaroslav Iañ a zimezas gant Ingigerd Olofsdotter Sveden (1001-1050) e 1019. Meur a vugel o devoe : merc'hed hag a zimezas gant izili eus tiegezhioù real en estrenvro, mibien hag a renas war rannoù eus Rous Kyiv ; bepred e klaskas o zad derc'hel ar peoc'h etrezo.
Goude e dremenvan e voe beziet en iliz-veur nevez, hogen kollet pe laeret e voe e gorf diwezhatoc'h.
Nebeut a anaver a-zivout bugaleaj Yaroslav. Diasur zoken eo e vefe bet eil mab Volodymyr Iañ, ganet gant e drede gwreg Rogneda Polotsk ; marteze e oa gant e bempvet pried, ar briñsez vizantat Anna Porphyrogennētē : hervez kronikoù Rusia e vefe unan eus mibien yaouankañ ar priñs[3], ar pezh a voe kadarnaet er bloavezhioù 1930 dre zielfenniñ e eskern[4]. Hervez an istorour gall Jean-Pierre Arrignon e oa Yaroslav mab da Anna, pan emellas ar priñs en aferioù Bizantion[5].
En e yaouankiz e voe kaset Yaroslav gant e dad da ren war diriad Rostov kent bezañ kaset da Velikiy Novgorod er bloaz 1010[6]. P'edo eno e tiazezas ar gêr anvet (ru) Ярослáвль Yaroslávli, war lez ar Volga en Oblast Yaroslavl e Rusia hiziv. War washaat ec'h eas e zarempredoù gant e dad pa zivizas hennezh treuzkas kurunenn Kyiv d'e vab Boris (~986-1015) ; e 1014 e paouezas Yaroslav da beañ truaj da Gyiv, ha marv Volodymyr Iañ hepken a viras ouzh ur brezel da darzhañ[6]. Svyatopolk a renas war Rous adalek marv e dad e 1015.
Brezel a voe avat e-pad pevar bloaz goude tremenvan Volodymyr etre Yaroslav hag e vreur Svyatopolk Iañ Kyiv, a oa skoazellet gant e dad-kaer an dug Bolesław Iañ Polonia ; tri breur da Yaroslav a voe muntret e-kerzh ar brezel-se : Svyatoslav (~982-1015), Boris, ha Gleb (~987-1015)[6] — gant Yaroslav e oa bet raktreset ar muntroù-se, hervez ar Primary Chronicle[7]. Goude bezañ bet faezhet gant Yaroslav en o emgann kentañ er bloaz 1016 e tec'has Svyatopolk da Bolonia ha Yaroslav a savas war dron Kyiv[8] ; e Polonia e voe pourchaset ul lu da Svyatopolk gant e dadeg, neuze e tistroas e 1018 da sezizañ Kyiv kent argas e vreur da Novgorod en-dro[8]. Met distreiñ eus Novgorod a eure Yaroslav e 1019, ma redias Svyatoslav da gemer an tec'h d'e dro ; adalek ar bloaz-se e renas Yaroslav da vat war Rous Kyiv[9] betek e dremenvan e 1054.
Kentañ tra a eure ar priñs Yaroslav Iañ Kyiv e voe dereiñ frankizoù ha brientoù da dud Novgorod, o devoa e skoazellet da gemer ar gurunenn, ar pezh a gasas pelloc'h da Republik Novgorod (1136-1478). D'ar mare-se ec'h embannas Yaroslav ar Fur lezennoù kentañ Gwir Rous ((uk) Руська Правда Rusʹka Pravda).
Daoust d'ar muntroù a zo bet tamallet dezhañ evit gounit kurunenn Rous Kyiv e vez lakaet Yaroslav da "Fur" gant ar gronikerien en abeg d'e "vertuz", a c'heller abegiñ outi p'en devoa karc'hariet e vreur yaouankañ Soudislav ((† 1063) a-hed 35 bloaz hervez kronik ar patriark Nikon[10]. Evit klask divac'hañ Soudislav ec'h eas ur breur all, ar priñs Mstislav Tchernigov (* ~983), da Gyiv ma faezhas Yaroslav er bloaz 1024 ; ret e voe da Yaroslav rannañ Rous Kyiv etre eñ ha Mstislav, en devoe an tiriad a zo er reter d'an Dnipro betek rannvro Tchernigov[11] war lez ar stêr Desna[12].
Gant harp Skandinavia e klaskas Yaroslav Iañ gwanaat levezon impalaeriezh Bizantion war Rous Kyiv. Hervez saga Olav II Haraldsson Norvegia (~993 – 1030) en Heimskringla[13] e kevreas Olof Iañ Skötkonung Sveden (~995 – 1022) gant Yaroslav Kyiv evit disklêriañ brezel ouzh Olav II Haraldsson e 1019 — evit gounit skoazell e roas Olof Sveden e verc'h Ingigerd da Yaroslav Kyiv e-lec'h da roue Norvegia[14]. Broc'het e voe Svediz, pa ne c'hellent mui na bezañ mistri war o harzoù er Reter na kaout truaj digant Rous Kyiv, a veze paeet abaoe ren tad Olof, ar roue Erik an Trec'her[15]. Servijout Sveden ivez a rae Yaroslav pa zifenne harzoù Rous Kyiv enep pobladoù kantreer deuet eus ar Reter.
E 1030 e troas war-du ar broioù balt, ma kemeras Tartu (en Estonia hiziv) kent rediañ ar pobladoù amezek da baeañ truaj da Gyiv[16]. Bloaz war-lerc'h e kemeras ar C'hêrioù Ruz ((pl) Grody Czerwieńskie ; (uk) Червенські городи Tchervensʹki horody) tro-dro da gember ar stêrioù Dnister hag he adstêr Stryi, a oa bet abeg da vec'h etre Rouantelezh Polonia ha Rous Kyiv adalek dibenn an Xvet kantved.
E-tro ar bloaz 1034 e skoulmas Yaroslav Iañ un emglev gant an dug polonat Kazimierz Iañ Odnowiciel ("an Nevesaer"), a voe kadarnet dre eured an dug gant Maria Dobroniega Kyiv (* ~1012), c'hoar Yaroslav. Adalek 1034 ivez e voe lakaet Volodymyr, mab henañ Yaroslav, da ren war Novgorod ha da verañ an darempredoù gant broioù an Norzh[17].
E-tro 1035 ec'h erruas e Kyiv soudarded svedat kaset gant ar Viking Yngvarr Vittfarne ("ar Beajour da Bellvro") diwar urzh ar roue Anund Jakob Sveden evit reiñ dorn da Yaroslav en e vrezel ouzh ar Betcheneged hag ouzh Bizantion. Pelloc'h, e-tro 1041, e klaskas Anund Jakob bezañ mestr en-dro war hentoù kenwerzh ar Reter betek Bakou en Azerbaidjan dre gas Yngvarr Vittfarne di[18] ; den ne oar petra a c'hoarvezas gant Yngvarr, a chomas e-pad tri bloaz gant Jarizleifr (Yaroslav) kent mont pelloc'h etrezek ar Reter, hervez ar saga islandek Yngvars saga víðförla ("Saga Yngvarr ar Beajour da Bellvro")[19].
E 1043 e kasas Yaroslav Iañ Kyiv ul lestraz da Gergustentin da c'hourc'hemenn ma vefe paeet truaj da Rous Kyiv dindan boan a seziz ; nac'h a reas ar C'hresianed, a gasas ul lestraz d'an emgann. Faezhet e voent, hogen peuzdistrujet e voe listri Kyiv gant ur gorventenn, ha goullo e oant pa zistrojont d'o bro.
Evit gwareziñ Rous Kyiv diouzh pobladoù deuet eus ar Su, ar Betcheneged en o zouez, e lakaas Yaroslav Iañ sevel ul linennad pemp kreñvlec'h er c'hornôg d'an Dnipro kent faezhañ an alouberien e 1036. Evit lidañ an trec'h pouezus-se e lakaas brasaat iliz-veur Santez Sofia e Kyiv adalek 1037 ; gant e dad Volodymyr e oa bet lakaet sevel an iliz-veur, e doare Bizantion[20].
Dek bugel zo bet engenhentet gant Yaroslav Iañ Kyiv hervez ar Primary Chronicle[14].
Er bloaz 1019 e timezas Yaroslav gant Ingigerd Olofsdotter, merc'h Olof Skötkonung, roue Sveden. Evel prof da-geñver an eured he devoe Iryna (hec'h anv e Kyiv) kêr Ladoga[21] digant he fried. Eizh bugel o devoe.
D'an 20 a viz C'hwevrer 1054 e varvas Yaroslav Iañ ; beziet e voe en ul laour-vaen e marmor gwenn en iliz-veur Santez Sofia.
E 1936 e voe digoret al laour-vaen, ma kavjod div skeledenn, hini ur gwaz ha hini ur vaouez. Yaroslav e oa ar gwaz, ha biskoazh n'eo bet kavet piv e oa ar vaouez. Addigoret e voe al laour-vaen e 1939 ha kaset an eskern da vezañ dielfennet ; evit doare ne voent ket beziet en-dro a-raok 1964[22].
Digoret e voe al laour-vaen un trede gwech e 2009, hag ur skeledenn hepken a voe kavet enni, hini ur vaouez. Goude un enklask e voe merzet e oa bet falset paperennoù ofisiel 1964 evit kuzhat e oa bet kollet relegoù priñs Yaroslav Iañ Kyiv. Goude endevout aterset tud o devoa graet war-dro e 1964 e voe soñjet e oa bet kuzhet a-ratozh ar relegoù evit o gwareziñ diouzh aloubadeg Ukraina gant an Trede Reich (1941-1944) ; goude-se e voent kollet da viken pe kaset da SUA, evel kalz hendraoù relijiel evit mirout outo a vezañ "gwallgaset"" gant komunourien URSS[22].