Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Alfred |
Anv-familh | Bester |
Deiziad ganedigezh | 18 Kzu 1913 |
Lec'h ganedigezh | Manhattan |
Deiziad ar marv | 30 Gwe 1987 |
Lec'h ar marv | Doylestown |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg SUA |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | romanter, skrivagner, kazetenner, skrivagner skiant-faltazi, senarioour(ez) |
Bet war ar studi e | University of Pennsylvania |
Deroù ar prantad labour | 1939 |
Oberenn heverk | The Demolished Man, The Stars My Destination |
Tachenn | skiant-faltazi |
Prizioù resevet | Hugo Award for Best Novel, Prometheus Award - Hall of Fame, Damon Knight Memorial Grand Master Award, Science Fiction and Fantasy Hall of Fame |
Alfred M. Bester (New York, 18 a viz Kerzu 1913 – Doylestown, Pennsylvania, 30 a viz Gwengolo 1987) a oa ur skrivagner stadunanat war dachenn ar skiant-faltazi. Evit ar skingomz hag ar skinwel e skivas ivez, koulz hag evit bannoù-treset.
E Manhattan e New York e voe ganet Alfred Bester d'an 18 a viz Kerzu 1913, eil bugel ha mab nemetañ James J. Bester, ur Yuzev aostrian perc'henn war ur stal-votoù, ha Bell Silverman, ur Yuzevez a oa bet ganet en Impalaeriezh Rusia ; ar yideg e oa he yezh-vamm kent he divroañ da SUA en he c'hrennoad. Ur verc'h, Rita, o devoa bet e 1908. An itron Bester a droas d'ar ranngredenn Skiant kristen bet diazezet gant Mary Baker Eddy (1821-1910) e 1879 ; daoust da gement-se ne voe kelennet relijion ebet da Rita hag Alfred.
Goude e studi e Skol-veur Pennsylvania ez eas da gevrenn ar gwir e Skol-veur Columbia e New York, a zilezas goude daou vloavezh hepken avat.
E 1936 e timezas da Rolly Goulko (1917-1984), un aktourez e Broadway, er skinwel hag er skingomz (hi e voe mouezh kentañ Lois Lane en abadenn skingomz The Adventures of Superman skignet gant WOR-AM adalek 1940 betek 1951[1]).
E 1938, oadet a 25 bloaz, e tivizas Alfred Bester skrivañ istorioù skiant-faltazi. Bloaz goude e voe embannet e istor berr kentañ, The Broken Axiom er gelaouenn Thrilling Wonder Stories, ha priz ar gwellañ istor bet skrivet gant un amatour a voe deroet dezhañ. Trizek istor all a voe embannet e 1939 ha 1940 e Thrilling Wonder Stories ha Startling Stories. Goude-se e kendalc'has A. Bester da skrivañ istorioù berr, evit Astounding Science Fiction ivez.
Er bloaz 1942 e voe pedet da skrivañ evit an embanner bannoù-treset DC Comics, ma savas istorioù Superman, Batman ha Captain Marvel ; istorioù Green Lantern a skrivas ivez, ha gantañ e voe ijinet ar Green Lantern Oaths ("Leoù Green Lantern") hollvrudet. Evit an aozadur King Features Syndicate e skrivas istorioù Mandrake the Magician ha The Phantom p'edo o c'hrouer Lee Falks (1911-1999) o stourm en Eil Brezel-bed.
Goude tremenet pevar bloavezh o skrivañ evit bannoù-treset e troas Alfred Bester war-du ar skingomz, pa oa bet lavaret dezhañ gant e wreg e oa klask war-lerc'h istorioù nevez. Skrivañ evit ar stirad Nick Carter (skignet e 1943-45) a eure neuze, koulz hag evit The Shadow (1930-54), Charlie Chan (1932-48), The New Adventures of Nero Wolfe (1950-51) hag abadennoù all. Evit ar stirad S-F The CBS Radio Mystery Theater (1974-82) e skrivas ivez diwezhatoc'h[2].
Pa voe diorroet ar skinwel en SUA adalek 1948 e stagas da skrivañ evit ar media nevez-se, ar stirad Tom Corbett: Space Cadet (1950-55) pergen[3].
Adalek 1950 e tistroas da skrivañ istorioù S-F, a voe embannet en Astounding Science Fiction hag e The Magazine of Fantasy and Science Fiction.
E 1952 e voe embannet e romant kentañ, The Demolished Man er gelaouenn Galaxy dre deir rann, kent al levr e 1953 ; un taol kaer e voe, pa c'hounezas ar Priz Hugo kentañ evit ar romant gwellañ[4]. E 1953 c'hoazh ec'h embannas A. Bester e eil romant, Who He? (anvet The Rat Race e 1956), diwar-benn greanterezh ar skinwel.
A-drugarez d'e c'hoproù e veajas Alfred Bester gant e bried da Europa (Rouantelezh-Unanet hag Italia) ma skrivas pennadoù a-zivout ar skinwel europat evit ar gelouenn Holiday ha man echuas e drede romant, The Stars My Destination (Tiger! Tiger! en R-U e 1956 kent an embannadur en SUA e 1957). En un doare reoliek e skrivas pennadoù a-zivout ar beajiñ evit Holiday a-raok bezañ he fennskriver adalek 1963 betek he niverenn diwezhañ e 1971[3]
E deroù ar bloavezhioù 1980 e tilojas an tiegezh Bester da Ottsville (Pennsylvania), nepell diouzh Doylestown ma varvas Alfred d'an 30 a viz Gwengolo 1987 a-c'houde ul lez torret, d'an oad a 74 vloaz.