Dülmen | |
---|---|
An ti-kêr | |
51° 51' 9" N - 7° 11' 49" R | |
Melestradur | |
Bro | Alamagn |
Stad | Nordrhein-Westfalen |
Distrig | Münster |
Arondisamant | Coesfeld |
Maer | Elisabeth Stremlau (SPD) |
Gwerzhid eur | UTC +1 / +2 |
Kod post | 48249 |
Kod pellgomz | 02548, 02590, 02594 |
Douaroniezh | |
Gorread | 184,83 km² |
Uhelder • Izelañ • Uhelañ |
46 m 150 m |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 46 523 ann. (2016) |
Stankted | 252 ann./km² |
Dülmen en Arrondisamant Coesfeld | |
Internet | www.duelmen.de |
Dülmen ([ˈdʏlmən]) zo ur gêr alaman e distrig Coesfeld, e Stad Nordrhein-Westfalen, etre Münster hag ar Ruhr. Ur gêr a-vent gant Sant-Brieg eo, 46 523 a dud enni e 2016 war ur gorread a 184,83 km² (8,5 gwech ec'honoc'h eget Sant-Brieg). Brasañ kêr an distrig eo.
Diorroet ez eus bet ur mell reizhiad forzhioù evit an divrodegoù e kêr, setu ma teu un niver bras a dud d'he gweladenniñ, rak brudet eo Dülmen evit he c'hezeg gouez (Dülmener Wildpferde) ha dreist-holl en abeg d'ar gevrinadez Anna Katharina Emmerick (1774-1824), a varvas eno.
« En aour e groaz velchonek en glazur » eo deskrivadur skoed Dülmen en ardamezouriezh. ♦ Sant Viktor, paeron kêr, a weler war siell goshañ kêr, e 1312 ; e groaz velchonek hepken a veze lakaet war ar pezhioù moneiz e dibenn ar XVIvet kantved. E deroù an XVIIIvet kantved e voe dibabet evel arouez Dülmen, gant al livioù glas ha melen.
|
Lec'hiet eo Dülmen e kreiz kompezenn ar Münsterland, e Park naturel an Hohe Mark-Westmünsterland, etre uhelennoù ar Baumberge ha kêr Vünster er biz, re ar Borkkenberge er su ha re an Hohen Mark er mervent. Pellikoc'h er su e red ar stêr Lippe.
Pemp distrig ha div gumun zo e Dülmen. An distrigoù a gonter eus an norzh d'ar su a-du gant bizied an horolaj : Rorup en norzh, Buldern er biz, Hiddingsel er reter, Hausdülmen er mervent ha Merfeld er gwalarn. Kreiz kêr ha karter an iliz eo an div gumun ; nav c'hêriadenn war ar maez zo stag ouzh an iliz-parrez.
Pobladoù german a veve er Münsterland hag e trowardroioù Dülmen, e meur a atant strewet dre ar c'hornad, unan anezho o ren war ar re all. Goude ma voe aloubet ar vro gant ar Franked hag an abostolerezh kristen e voe staliet ur melestradur politikel ha relijiel en un abati. War-dro 800 den a voe lakaet e dalc'h Dülmen, a zo meneget evit ar wech kentañ evel Dulmenni e marilh tailhoù an abati e 889.
Er bloaz 1115 e voe boulc'het sevel kastell aotrouien Dülmen, an Haus Dülmen (Ti Dülmen).
E 1299 e voe preizhet ar gêriadenn gant ar c'hont Eberhard I von der Mark ; da heul ar gwalldaol-se e voe gwarezet gant ur voger-dro ha fozioù.
Adalek 1305 e voe lez an aotrouien e-kichen an nor anvet Lüdinghauser Tor, er reter. D'an 23 a viz Ebrel 1311 e voe grataet gwirioù ur gêr da Zülmen gant Ludwig II, priñs-eskob Münster ; ouzhpenn ur gouarnamant peuzemren he devoe kêr ar gwir da zerc'hel ur marc'had. E 1323 e voe savet an iliz-parrez Sant-Viktor war tachenn an iliz chabistr.
Adalek 1328 e voe meret kêr gant maered hag a veze dilennet bep daou vloaz.
E 1404, ar maer hag ar c'huzul-kêr a brenas un dachenn evit sevel an ti-kêr. E 1414 e voe un ospital e Dülmen evit degemer ar beorien, an Heilig-Geist-Spital ("Ospital ar Spered Santel").
Dek vloaz goude, e 1424 neuze, e voe rannet beli eskopti Münster e daouzek bann, unan anezho e Dülmen, ar pezh a badas betek 1803. E 1434 e voe kenemglev etre ar chabistr ha pennadurezhioù kêr evit goprañ ur c'helenner.
E 1457 e voe digoret kouent Agnetenberg gant leanezed Urzh sant Eosten deuet eus Münster. Trizek vloaz goude, e 1470, ez emezelas marc'hadourien Dülmen e Kevre an Hansa.
Ar renabl koshañ eus ar boblañs hag a zo deuet betek ennomp eo hini 1498, ma voe kontet 288 tiegezh ha 780 den oadetoc'h eget 12 vloaz.
Er bloaz 1507 e tivizas pemp kumun kendeuziñ evit bout meret gwelloc'h gant kêr Zülmen. E 1538 e voe barnet tri advadezour ha kondaonet d'ar boan a varv. Pa voe ar vosenn oc'h ober he reuz e kêr e 1566 e voe kaset pourvezioù d'he annezidi gant o amezeien e Münster.
Chantele an iliz Sant-Viktor, hag a oa bet savet e dibenn ar bloaz 1500, a voe nevesaet e 1579. Daou vloaz war-lerc'h, an aotrou a lakaas herzel yuzevien hag a oa deuet d'en em staliañ e kêr hep bout aotreet d'en ober.
E 1581, e-kerzh Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz etre Spagn hag an Izelvroioù (1568-1648) e voe adaozet ar milisoù ha kreñvaet ar mogerioù-difenn, ar pezh na viras ket ma voe skoet Dülmen koulz gant ar Spagnoled ha gant Izelvroiz e 1591.
E bloaz kentañ ar c'hantved (1601) e voe ouzhpennet un tour, ur mell koupolenn hag garidoù gotek d'an iliz Sant-Viktor. E kerzh ar brezel ivez, e 1623, e voe digoret dorioù kêr gant soudarded an Impalaeriezh — de facto neuze e voe torret an emren hag a oa bet aotreet da Zülmen e 1311.
Div vaouez e voe devet e-kerzh peder sizhun e 1628 goude bout bet kondaonet evel sorserezed. Bloaz war-lerc'h e voe distrujet un drederenn eus kêr gant un tan-gwall ; drastet ivez e voe an dorioù hag ar mogerioù-difenn. Ur bloavezh dibar e voe 1635, pa voe Dülmen e dalc'h ugent lu disheñvel an eil war-lerc'h egile ; goude bout bet eno e-pad pell e voe puret kêr gant goprsoudarded Hessen e 1651. E 1670 e voe muzuliet heuliadoù ar brezel : 123 zi gwastet, 79 anezho o vout annezet gant peorien.
E 1679 e voe savet Chapel ar Groaz (Kreuzkapelle) e-kichen Lüdinghauser Tor evit kêriz hag ar bloueziaded.
Ul linenn treuzkas dre rederig Mûnster-Dülmen-Köln a voe digoret e 1723. E 1752 e voe staliet e Dülmen ur strilherezh greun gant Johann Heinrich Schücking.
E 1761, e-kerzh ar Brezel Seizh Vloaz (1756-1763), e voe lakaet diskar an darn vrasañ eus ar mogerioù-difenn gant ar c'homandant gall Charles de Rohan-Soubise, p'edo e penn Arme ar Roen ar roue Louis XV.
Er bloaz 1802 ez eas ar gevrinadez Anna Katharina Emmerich da leanez e kouent Agnetenberg, d'an oad a 28 vloaz.
Goude diskar priñs-eskob Münster e 1803 ez eas bann Dülmen da get ivez ; troet e voe en ur gontelezh dindan beli duged c'hall an tiegezh Croÿ, ha ne voe mui maer ebet ; e 1811 e voe lonket ar Münsterland a-bezh gant an Impalaeriezh C'hall Kentañ. Napoleon Iañ a lakaas terriñ chabistr an iliz-parrez ha serriñ kouent Agnetenberg.
Pa voe Dülmen dindan beli roue Prusia e 1816 e voe lakaet e distrig Coesfeld. E 1824 e varvas A. K. Emmerich e Dülmen en he 50vet vloaz, goude bout gouzañvet merkoù ar Bassion e-pad pell.
E 1828 e voe peuzechuet an hent Wesel–Haltern am See–Dülmen–Münster (84 km)[1] hag a oa bet boulc'het gant Napoleon Iañ ; brasaet e voe ar strilherezh Schücking, ma voe staliet ur veilh dre vurezh.
Pa lakaas dug Croÿ sevel ur c'hastell e Dülmen e fizias al labourioù en embregerezh Aloys Kirschner, a dreuzkasas e sez eus Havixbeck (arondisamant Coesfeld) da Zülmen end-eeun e 1834. D'ar mare-se e krogas greanteladur kêr, gant staliadur al labouradeg houarnouriezh Eisenhütte Prinz Rudolph e 1842.
Tizhet gant an dispac'hoù niverus a renas en Europa e 1848 e voe kêr ivez, pa voe un emsavadeg kouerien hag artizaned : distruj lod kambroù er c'hastell a rejont, stlepel ar prenestroù war ar varc'hadourien hag ar gargidi, preizhañ ar stalioù bevañs ha boeson.
Er bloaz diaraok e oa bet savet he iliz gant kumuniezh ar brotestanted ; e 1857 e voe lakaet da barrez zistag gant he c'honsistor hag ar gouarnamant. Ur sinagogenn nevez a voe savet e 1863 er Münsterstraße ("straed Münster").
Er bloaz 1870 e voe digoret an hent-houarn Essen-Münster evit an treuzdougen etre ar Ruhr ha Hamburg. Tri bloaz goude e voe staliet e Dülmen ar wiaderezh vekanikel Bendix, 100 kador enni, e Lüdinghauser Straße. Ur porzh houarn meur a estaj dezhañ a voe savet e 1875 war an hent-houarn Dortmund–Gronau.
E dibenn ar c'hantved (1897) e tivizas kuzul-kêr Dülmen krouiñ ur greizenn karget da bourchas dour ha gaz d'an dud.
An ti-skol relijiel gozh, anavet evel "ar skol latin" pe "skol ar rektorelezh", a voe troet d'ul lise e 1912. En daoust d'un enebiezzh kreñv, Iliz ar Groaz-Santel a savas un eil iliz katolik e Dülmen er bloaz 1936.
E-kerzh Nozvezh ar strink (9-10 a viz Du 1938), nazied an SA a dangwallas ar sinagogenn. E deroù an Eil Brezel-bed e voe bombezet Dülmen e 1940 evit ar wech kentañ gant ar C'hallaoued, hag a oa o klask distruj un dastumlec'h kuzh ma veze miret trelosk evit al Luftwaffe. Yuzevien diwezhañ kêr — dek den war an oad — a voe kaset da reter Alamagn e 1941-42 ; siwazh dezho, drouklazhet e voent diwezhatoc'h en ur c'hamp-bac'h nazi. Nebeut a-raok diwezh ar brezel e voe distrujet kreiz kêr penn-da-benn gant strolladoù bombezerioù ar Gevredidi.
Buan e voet adsavet tiez ha labouradegoù Dülmen adalek 1946 ; e 1956 e voe lidet an ti-ker nevez. E 1963 e voe gevellet Dülmen gant ar gêr c'hall Mézières (Ardennes).
Tri bloaz goude e voe staliet kazarn 7vet rejimant kanolierezh ar Bundeswehr e kêr, ar pezh a greñvaas an armerzh a-drugarez d'un dastumlec'h pourvezioù arbennik hag armoù nukleel. Bloaz goude e voe skarzhet an hanter eus gopridi ar wiaderezh Bendix, pa droas war-du ar fardañ neud kribinet.
Kemmet e voe melestradur an tiriad e 1975, dre kendeuziñ kumunioù ha krouiñ pemp distrig. C'hwec'h vloaz goude, e 1981, e voe staget Dülmen ouzh ar gourhent A43 Wuppertal-Münster (92 km)[2]
A-c'houde digoradur an harzoù etre Republik Kevreadel Alamagn er c'hornôg ha Republik Demokratel Alamagn er reter e 1990 e voe gevellet Dümlen gant kêr
Fehrbellin (Brandenburg).
E 1993 e voe klozet al labouradeg Bendix da get, 120 vloaz goude he c'hrouidigezh e Dülmen ; ganti ez eas da get brasañ greanterezh kêr, ur gwalldaol evit he armerzh.
Ne voe mui Dülmen ur gêr warnizon adalek 2003, pa voe tennet an unvezioù hag a oa en arsav enni.
Maer(ez) | Strollad | Mouezhioù | % | |
---|---|---|---|---|
2015 | Elisabeth Stremlau | Dizalc'h | 13 458 | 71,2 |
2009 | SPD | 12 359 | 55,3 | |
2004 | Jan Dirk Püttmann | CDU | 11 182 | 50,9 |
1999 | Jan Dirk Püttmann | CDU | 13 270 | 63,9 |
1994 | Dorothea Hainke | SPD | * | * |
1986 | Karl Ridder | CDU | * | * |
1958 | Hans-Rudolf Schlieker | CDU | * | * |
1957 | Wilhelm Telohe | Zentrum | * | * |
1953 | Josef Espeter | CDU | * | * |
1949 | Wilhelm Telohe | Zentrum | * | * |
1947 | Josef Espeter | CDU | * | * |
1946 | Wilhelm Brücher | SPD | * | * |
1945 | Karl Sicking | * | * | * |