Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Eliza Pratt Greatorex |
Anv-bihan | Eliza |
Anv-familh | Greatorex |
Deiziad ganedigezh | 25 Kzu 1819 |
Lec'h ganedigezh | Manorhamilton |
Deiziad ar marv | 9 C'hwe 1897 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Pried | Henry Wellington Greatorex |
Bugel | Elizabeth Eleanor Greatorex, Kathleen Honora Greatorex |
Micher | livour, arzour, etcher |
Tachenn labour | livouriezh |
Lec'h labour | Stadoù-Unanet |
Tachenn | landscape painting |
Oberennoù zo en dastumad | National Gallery of Art, Smithsonian American Art Museum, Print Collection |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library |
Eliza Pratt Greatorex (Cluainín[1], Kontelezh Liatroim, 25 a viz Kerzu 1819 – Pariz, 9 a viz C'hwevrer 1897) a oa ul livourez stadunanat genidik ues Iwerzhon, ezel eus al luskad Hudson River School.
Ur gweledvaourez e oa, hogen kentoc'h eget he zaolennoù war lien ez eo he zresadennoù a zegasas brud dezhi. An eil maouez bet dilennet en National Academy od Design (NAD) e New York e voe, goude ar c'harskeudennerez Ann Hall (1792-1863).
Ganet e oa bet Eliza Pratt d'ar 25 a viz Kerzu 1830 e Cluainín, merc'h da James Calcott Pratt, ur pastor hentennour[2].
Ugent vloaz e oa pa zivroas he ziegezh da New York e 1840. Eno e timezas e 1849 gant Henry Wellington Greatorex (1816-1858), ur sonaozour deuet eus Bro-Saoz. Tri bugel o devoe : al livourezed Elizabeth Eleanor ha Kathleen Honora, hag ur mab, Thomas. Beajiñ a reas an tiegezh dre SUA hag Europa en ur heuliañ sonadegoù an tad.
Adalek 1854 betek 1856 e studias Eliza Pratt an tresañ hag al livouriezh gant William Hart hag e vreur James eus an Hudson River School, ha gant William Wallace Wotherspoon, a oa levezonet-bras gant an hevelep luskad[3]. Kerkent ha 1855 e tiskouezas an arzourez tresadennoù pluenn-ha-liv en NAD.
Er bloaz 1858 e varvas Henry Greatorex d'an oad a 42 vloaz, distro diouzh ur veaj da Vro-Saoz. Distreiñ da New York a eure an intañvez oadet a 39 bloaz, ha mont da gelennerez war an arzoù evit gounez peadra da zesevel he zri bugel.
Adalek 1861 betek 1876 e veajas kalz Eliza Pratt Greatorex dre Europa, ha bepred e laboure, forzh pelec'h e vefe ; da New York e tistroe bepred etre div veaj. E Pariz e voe gant he merc'hed e 1861-62, ma studias kentelioù al livour gall Émile Lambinet (1815-1877). E 1868 ec'h eas an tiegezh da Italia, hogen re glañvidik e voe Eliza eno evit livañ dindan an amzer, setu e troas war-du an tresañ hepmuiken.
Oberennoù diwar he dorn a voe lakaet war ziskouez en NAD e 1832, evel ma c'hoarvezas bep bloaz betek 1884. E 1869 e voe degemeret da geneilez an NAD, an eil maouez goude Ann Hall, a oa bet lakaet da geneilez e 1828 ha dilennet da ezel e 1833 — biskoazh avat ne voe dilennet E. Pratt Greatorex da ezel[4].
Bloaz goude, e 1870, ec'h eas da Alamagn ma kavas bod e Nürnberg, kêr c'henidik Albrecht Dürer (1471-1528) ; eno e reas tresadennoù liammet ouzh buhez an arzour meur. Etre 1870 ha 1873 e veajas dre Alamagn ha dre Italia.
Mat a-walc'h e veve Eliza Pratt Greatorex diwar he labour arzel ouzhpenn d'he c'harg a gelennerez en ur skol evit ar merc'hed. Ur studio he devoa en he annez e Manhattan, mont da bellvro a rae bep an amzer, gant he bugale pe en he-unan, da Vro-C'hall, Prusia, Aljeria, ha da Golorado en SUA ivez.
En SUA e heulias hentenn an Hudson River School : pa veze e New York ec'h ae da dresañ war glannoù ar stêr Hudson en hañv, peadra da brientiñ taolennoù a live en he studio er goañv. E kreiz ar bloavezhioù 1860 e krogas da ober heñvel evit livañ dremmvaoù e kêr : bemdez e kuitae he annez hag ec'h ae d'ur c'harter all da glask peadra da lakaat war baper pe war lien.
Ouzhpenn lakaat he zaolennoù war ziskouez en NAD, er Brooklyn Art Association e Brooklyn hag er Pennsylvania Academy of the Fine Arts e Philadelphia e save un dastumad tresadennoù pluenn-ha-liv, a lakae engravañ dre zour-kreñv ha moullañ e stumm levrioù, ar pezh a zegasas brud dezhi. Ne voe ket laouen avat gant moulladur he dastumad kentañ, The Homes of Ober-Ammergau (1872), setu ec'h eas da Bariz da zeskiñ an engravañ gant ar mestr gall Henri Toussaint. Gant he div verc'h, a oa livourezed a vicher ivez, e prenas Les Remparts, ur c'hemplezh e Moret-sur-Loing[5]; eno e vezent e darempred gant al livour Alfred Sisley, a voe beziet e 1899 e margav ar re C'hreatorex e Moret[6].
Goude he levr Summer Etchings in Colorado e 1873 e tistroas da Europa gant he merc'hed.
Adalek 1878 e vevas Eliza Pratt Greatorex e Pariz kent distreiñ da stad New York e 1882, ma prenas un atant ha ma kelennas an arzoù gant he merc'hed. Tri bloaz diwezhatoc'h, e 1885, ec'h eas da Bariz en-dro m'en em stalias da vat. Eno e varvas d'an 9 a viz C'hwevrer 1897, oadet a 78 vloaz.