Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet |
Bro sport | Bro-Skos |
Anv e yezh-vamm an den | John Muir |
Anv-bihan | John |
Anv-familh | Muir |
Deiziad ganedigezh | 21 Ebr 1838 |
Lec'h ganedigezh | Dunbar |
Deiziad ar marv | 24 Kzu 1914 |
Lec'h ar marv | Los Angeles |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Lec'h douaridigezh | Muir-Strentzel Hanna Cemetery |
Mamm | Ann Gilrye |
Pried | Louisa Wanda Strentzel |
Bugel | Wanda Muir Hanna, Helen Muir Funk |
Den heverk | Jeanne Caroline Smith Carr |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | conservation, environmental protection, douarouriezh, ekologiezh |
Implijer | James Mason Hutchings |
Bet war ar studi e | University of Wisconsin–Madison, University of Wisconsin System |
Lec'h annez | Yosemite Valley, Martinez, Portage |
Lec'h labour | Meaford, Indianapolis |
Relijion | kristeniezh |
Sport | mountaineering |
Perzhiad e | Harriman Alaska Expedition |
Oberenn heverk | A Thousand-Mile Walk to the Gulf, My First Summer in the Sierra, Our National Parks |
Luskad | ekologiezh |
Ezel eus | American Association for the Advancement of Science, Sierra Club, American Academy of Arts and Letters |
Prizioù resevet | California Hall of Fame |
Teuliad arzour e | Frick Art Reference Library |
John Muir (/mjʊər/ ; Dùn Bàrr, 21 a viz Ebrel 1838 – Los Angeles, 24 a viz Kerzu 1914) a oa un douarour, ul loenoniour, ul louzawour, un naturelour, ur skornour hag ur skrivagner stadunanat a orin skosat. Abred e stourmas evit gwareziñ endro naturel SUA, ma voe lesanvet John of the Mountains ("John ar Menezioù") ha Father of the National Parks ("Tas ar Parkoù Broadel")[1].
Dre al levrioù, an arnodskridoù hag al lizheroù ma teskrivas e droioù-kaer en natur, er Sierra Nevada dreist-holl, e harpas gwareziñ Yosemite Valley ha Sequoia National Park er Sierra Nevada e Kalifornia, an daou e 1890[2]. Diwar ar skouer-se e voe gwarezet meur a dachenn naturel c'houez er bed.
Ganet e oa bet John Muir e Dùn Bàrr, e Lodenn an Ear, d'an 21 a viz Ebrel 1838, trede bugel Ann Gilrye hag he fried Daniel Muir diwar eizh. Abred-tre e voe angoulet gant gweledvaoù e gorn-bro, pa dremene un darn vras eus e amzer o kantren koulz en arvor hag en argoad ; d'ar mare-se e voe dedennet-bras gant an natur ha levrioù an naturelour Alexander Wilson.
Er bloaz 1849, pa oa 11 vloaz, e tivroas John Muir gant e dud da SUA, ma stailhjont un atant e su Wisconsin. Un abeg relijiel a oa d'ar c'hemm bras-se : da veno Daniel Muir e oa re laosk Iliz Bro-Skos, setu ec'h eas da SUA da emezelañ el luskad Disciples of Christ hag a gase adsevel ar gristeniezh evel ma oa en deroù. Ker relijel e oa e dad m'en devoa lakaet John, kent mont da Amerika, da lenn ar Bibl bemdez, ken e oa deuet ar bugel a-benn da zibunañ dre eñvor an Testamant Nevez hag un darn vras eus an Testamant Kozh[3]. Koll feiz e dad a reas diwezhatoc'h.
Pa oa 22 vloaz, e 1860, ec'h emezelas John Muir e Skol-veur Wisconsin e Madison, evit studiañ ar gimiezh, an douarouriezh hag a louzawouriezh e-mesk diskiblezhioù all — nepred n'en deus studiet un diskiblezh pelloc'h eget e-pad daou vloaz.
D'an 12 a viz Ebrel 1861 e tarzhas ar Brezel diabarzh ; evit tec'hel diouzh an enluadeg ec'h eas breur J. Muir da Ontario e Kanada ; di ec'h eas John ivez e 1864. Eno e tremenas an nevezamzer, an hañv hag an diskaramzer o furchal ar c'hoadegi hag ar geunioù, o tastum plant tro-dro da c'hlann reterel Lenn Huron hag a-hed tarroz Niagara.
P'edo e yalc'h o vont war dreutaat hag ar goañv o tont ec'h eas davet e vreur evit labourat gantañ en un heskennerezh. Eno e kendalc'has da furchal ha da zastum, evel diagent.
E miz Meurzh 1866 e tistroas da SUA. En Indianapolis e labouras da fardañ rodoù evit trenioù ; dizale e wellaas ar mekanikoù hag ar mont en-dro, ken e voe anvet da c'hourseller[4]. Bloaz war-lerc'h avat e voe skoet e lagad dehou gant ul livn[5] ; dall e voe e-pad c'hwec'h sizhunvezh. Adal neuze e tivizas en em c'houestlañ da studiañ an natur hag ar plant[6].
Er bloaz-se end-eeun, e miz Gwengolo 1867, e stagas John Muir, 29 bloaz, da vont war droad a-hed 1 600 km eus Kentucky da Florida « dre an hent gouesañ, deliekañ ha dizarempredetañ a c'hellfe[n] kavout » (A Thousand-Mile Walk to the Gulf)[7]. Pan erruas e Cedar Key, e Florida, kent dibenn 1867 e kavas labour en un heskennerezh a-nevez ; tri devezh hepken e padas e chomadenn eno avat, pa voe skoet gant ur barrad malaria a badas tri miz ; darbet e voe dezhañ mervel, panave madelezh perc'henned al labouradeg, an tiegezh Hodgson, a reas dibaouez war e dro[8].
D'un deiz e miz Genver 1868 e krapas J. Muir war doenn ti ar re Hodgson da sellet ouzh an heol o vont da guzh. Alese e welas ul lestr er porzh, a oa da vont da Guba hervez a voe lavaret dezhañ[9]. Lestrañ a eure ar Skosad neuze hag erruout e La Habana, ma kasas e amzer o studiañ plant ha kregin hag o weladenniñ liorzh kêr. Goude e chomadenn e Kuba ec'h eas da New York kent mont da Galifornia[10].
Dek vloaz goude, en hañv 1878, e voe implijet John Muir gant an United States Coast and Geodetic Survey nevez-krouet[11] evel ambrouger hag arzour a-hed a 39vet ledredenn evit kartenniñ Nevada hag Utah[12],[13].
Goude-se en em stalias e San Francisco hag e chomas e-pad sizhun e Yosemite Valley, peogwir en devoa lennet a-zivout al lec'h. Ker bamet e voe gant an draoñienn skornel-se ma tistroas di diwezhatoc'h da labourat evel bugul e-pad ur predad. Eno e krapas gant meur a venez, Cathedral Peak (3 327 m) ha Mount Dana (3 981 m) en o zouez, hag e kerzhas a-hed ar Bloody Trail ("Ar Riboul Gwadus") betek Mono Lake , ul lenn sodek sall.
Savet en devoa ul lochig e Yosemite ha lezet ur wazh-dour da redek drezañ « evit kaout dour, sonerezh ha kompagnunezh »[14] ; an daou vloaz ma vevas eno[15] a zanevellas en e levr My First Summer in the Sierra (1911). Alies e tistroe di, ken e c'hounezas doujañs en draoñienn en abeg d'e c'houiziegezh a-zivout istor an natur, ha d'e ampartiz evel ambrouger ha konter[16]
Alies e kase e amzer vak o studiañ an douarouriezh. Dizale e kavas e oa Yosemite Valley un draoñienn skornel, ar pezh a zislavare skiantourien e amzer, a embanne e oa bet ganet gant ur c'hren-douar ; da amatour e voe lakaet J. Muir ganto, war-bouez an hini pennañ anezho, Louis Agassiz (1807-1873)[17]. Kreñvaet e voe mennozh ar Skosad pa gavas e 1871, p'edo en e loch, ur skorneg vev dindan ar menez Merced Peak (3 576 m) er Sierra Nevada.
E 1878 e voe galvet ar Skosad gant e geneiled da zistreiñ d'ar gevredigezh, ar pezh a reas. E korn-bro Oakland e kejas ouzh Louisa Wanda "Louie" Strentzel, bet ganet e Texas e 1847, merc'h d'ur mezeg ha liorzhour en devoa frouezhegi war 11 km² e Martinez. D'ar 14 a viz Ebrel 1880 e timezas John, oadet a 42 vloaz, gant Louisa, 33 bloaz,[18]. A-hed an dekvloaziad da heul e labouras a-gevret gant e dadeg da verañ o frouezhegi. Div verc'h o devoe John ha Louisa : Wanda e 1881 ha Helen e 1886[18].
E 1888 e krogas an naturelour da glañvaat. Distreiñ da weladenniñ menezioù evit klask gwellaat a eure, ha krapat gant Mount Rainier (4 392 m) e stad Washington, ar pezh a voe danvez ar pennad An Ascent of Mount Rainier en e levr Steep Trails[19].
Er bloaz 1903 e voe broadet John Muir en SUA. Unnek vloaz goude, d'ar 24 a viz Kerzu 1914, e varvas diwar skeventfo e Los Angeles, oadet a 76 vloaz. Er vered Muir-Strentzel Hanna e Martinez emañ e vez[20]
Ouzhpenn da studiañ douaroniezh Yosemite ec'h ensellas John Muir struzh an takad. E 1873 ha 1874 e renablas annezva ar gwez-sekoia ramzel (Sequoiadendron giganteum). Gant an American Association for the Advancement of Science e voe embannet e studiadenn, On the Post-glacial History of Sequoia Gigantea e 1876[21].
Peder gwec'h ec'h eas J. Muir da Alaska. E 1879 e voe ambrouget gant Amerindianed betek Glacier Bay (58°30′N – 137°00′K)[22], ma'z eus ur skorneg a zo anvet Muir Glacier bremañ. Mont a-hed ar stêr Stikine betek British Columbia a eure, ma renablas tremen 300 skorneg[23]. Distreiñ di a eure e 1880 hag e 1881
Tiriadoù glan e oa Yosemite hag ar Sierra Nevada da veno John Muir ; da saotradur e lakae an tropelladoù chatal a veze lakaet da beuriñ eno. E miz Mae 1889 e tiskouezas da rener ar gelaouenn The Century pegen drastet e oa an natur gant tropelladoù deñved bras e rann reterel Yosemite. A-du e voe ar c'helaouenner evit embann ur pennad a-zivout ar fed-se, ha dre e levezon bolitikel e teuas a-benn da lakaat kinnig e Kendalc'h ar Stadoù-Unanet ul lezenn evit ma ve lakaet Yosemite d'ur Park Broadel, diwar skouer Park broadel Yellowstone e Wyoming, a oa bet staliet e 1872. E 1890 e voe heuliet gant ar C'hendalc'h, goude daou bennad gant John Muir e The Century : The Treasures of the Yosemite ("Teñzorioù ar Yosemite") ha Features of the Proposed National Park ("Elfennoù ar Park Broadel kinniget"). Dipitet e voe an naturour avat pa voe lakaet Park Broadel Yosemite dindan lezenn Kalifornia e-lec'h hini ar C'hengevredad.
E deroù ar bloaz 1892 e voe goulennet digant John Muir kemer perzh e krouidigezh ur c'hleub alpaerezh, ma vefe kadoriad. E miz Mae e voe savet ar Sierra Club ; betek e dremenvan e chomas J. Muir kadoriad ar c'hleub. Diouzhtu goude e emvod kentañ e savas ar Sierra Club a-enep bihanadur Park Broadel Yosemite dre an hanter, ha krog e voe da aozañ bodadegoù desavadurel ha skiantel. E 1895 e soñjas ar c'hleub e sevel mirlec'hioù broadel evit ar c'hoadegi, ar pezh a voe graet hag anvet National Forests. E 1906, a-drugarez da labour ar Sierra Club, e voe lakaet Park Broadel Yosemite dindan lezenn ar C'hengevredad ; ar C'hendalc'h a lakaas koulz ar bodad gwez-sekoia anvet Mariposa Grove ha Yosemite Valley e dalc'h Park Broadel Yosemite.
Bep bloaz d'an 21 a viz Ebrel e vez lidet John Muir Day e Kalifornia abaoe 1989.
Meur a lec'h zo bet anvet en enor da John Muir.