Jules Eugène Louis Jouvet, bet ganet d'ar 24 a viz Kerzu 1887 e Kraozon (Penn-ar-Bed, Breizh) hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Eost 1951 e Pariz (Bro-C'hall), a oa un aktour (c'hoariva ha sinema) hag ul leurenner gall.
Daoust dezhañ bezañ bet korbellet meur a wech evel studier gant Skol-c'hoariva uhel broadel Pariz ez eas da gelenner enni a-barzh fin ar gont.