Ganet eo Pierre Bellemare d'an 21 a viz Here1929 e Boulogne-Billancourt ha marvet d'ar 26 a viz Mae2018 e Suresnes. E dad a werzhe levrioù war an arz. Kroget e oa Pierre Bellemare da labourat abred. Da 18 bloaz e krog da labourat gant Pierre Hiegel, e vreur-kaer, en ur gevredigezh prevez anvet Radio Service. Dont a ra da vezañ merour ha kempenner gwagennoù da c'houde. E 1954, ur bloavezh a-bouez evitañ, e kej gant Jacques Antoine, hag a zeuio da vezañ ur mignon bras dezhañ. Krouiñ a reont un abadenn anvet Télé-Match. Er bloavezh-se end-eeun, goude bezañ bet labouret e radio Luxembourg, ez a da Europe n°1 ma lusko Vous êtes formidables. An abadenn-se he deus servijet da reiñ sikour d'an dud dilojeiz, mare an abad Pierre ha drast frejus e oa.
Sevel a reas abadennoù all goude-se, La Tête et les jambes e 1960, ar C'h/Camera invisible e 1964 kinniget gant Jaques Rouland. Ur skipailh a c'hano diwar-se, enni: Jean-Paul Rouland, Harold Kay ha Jean-Marc Epinoux. Abadennoù a zeuio da c'houde: Pas une seconde à perdre, Histoires vraies, 20 millions cash, Le Sisco, Le Tricolore, Pièces à conviction, Les Paris de TF1, La Grande Corbeille...
E-pad e vuhez en do savet ha produet abadennoù evit an ORTF, Antenne 2, TF1, FR3, M6, ar chadennoù dre fun... Pierre Bellemare a "gont istorioù" digustum e-pad e abadennoù war ar radio. Labouret en deus gant kazetennerien ha skrivagnerien evel Marie-Thérèse Cunny. Embannet en deus 40 levr hag a gont istorioù dreistordinal: C’est arrivé un jour, Suspens, L'Année criminelle, Les Amants diaboliques, Les Dossiers d’Interpol, Histoires vraies...
Adalek 1969 betek 1986, e-pad 17 bloaz, produet ha lusket en deus abadenn kreiseiz Europe 1. Dont a raio da vezañ renner-meur Europe 1 e-pad ur bloavezh, met dilez a raio e bost, kavout a reas gwelloc'h labourat en ur skipailh unanet.
E 1987 e krou Le magazine de l'objet (a zeuio da vezañ Téléshopping da c'houde) a gemer skouer war ur meizad Amerikan skignet war TF1. Krouiñ a ra er memes mare ar gevredigezh Home Shopping Service. E 1988, a drugarez da chadennoù prevez nevez ganet, e produ M6 Boutique. E-pad ma kinnige ar C'h/Club télé-achat war Paris Première e krouas e 1998 ar chadenn gouestlet d'an télé-achat nemetken skignet e vez ar chadenn-se eus Bro Belgia.
Ar 4 a viz Gwengolo 2005, e krogas da ginnig Les enquêtes impossibles skignet war RTL9, bep sadorn noz da 7e20, betek 2006. En abadenn-se e veze kontet istorioù kevrinus hag iskis, treuzkaset eo bet an abadenn war ar chadenn NT1 gant Pierre Bellemare o kinnig bepred. Mab Pierre Bellemare, anvet Pierre Dhostel, a zo lusker war M6 Boutique, dre m'en deus ar memes anv hag ar memes raganv hag e zad, en deus kemeret anv e vamm: Dhostel.