Ernst Jünger

Ernst Jünger
Ernst Jünger
Ganedigezh 29 a viz Meurzh 1895
e Heidelberg
Marv 17 a viz C'hwevrer 1998
e Riedlingen
Yezh skrivañ alamaneg
Luskad lennegel Dispac'h mirour
Oberennoù pennañ
In Stahlgewittern, Auf den Marmorklippen


Ernst Jünger (29 a viz Meurzh 1895 e Heidelberg - 17 a viz C'hwevrer 1998 e Riedlingen) a oa ur skrivagner alaman. Brudet eo dre e romantoù, hag ivez dre ma en deus kemeret perzh en daou vrezel bed : er fozioù-difenn e-pad ar Brezel bed kentañ, hag evel ofiser-alouber e Pariz e-pad an eil . Evel skrivagner eo bet brudet gant In Stahlgewittern, embannet e 1920. Ennañ e kont e eñvorennoù eus ar Brezel-bed kentañ. A-hed e vuhez e lakaas embann meur a romant, un deizlevr (bloavezhioù 1939-1948 ha 1965-1996) hag arnodadennoù. Auf den Marmorklippen eo e levr brudetañ.

Ernst Jünger e 1918

Yaouankiz, Brezel bed kentañ hag In Stahlgewittern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bugel henañ ur familh a bemp bugel e oa Ernst Jünger. A-hed e vuhez en doe darempredoù mat-tre gant e vreur, Friedrich Georg Jünger e anv. Goude bezañ bet skorer Viktor Meyer er skol-veur e teuas o zad da vezañ kimiour hag apotiker. Ernst en doe poan o toujañ da reolenn ar skol, ha da 16 vloaz ec'h emezelas er strollad Wandervogel[1]. Pa oa 17 vloaz e tec'has kuit hag ec'h emouestlas el lejion estren gall. Ar pennad-se e us e vuhez a gont en e levr Afrikanische Spiele bet embannet e 1936.

Kerkent hag embannet an engalvadeg gant an impalaer Gwilherm II (miz Eost 1914) en em ginnigas Ernst Jünger. Evel lod brasañ e genvroidi e voe entanet o kemer perzh er Brezel bed kentañ. 14 gwech e voe gloazet hag un nebeud sizhunvezhioù a-raok fin ar brezel e voe roetd ezhañ medalenn bouezusañ Alamagn, hini an dellid.

Ar pezh a c'hoarvezas dezhañ er fozioù-difenn a gontas en e levr In Stahlgewittern hag a embannas diwar e gont e 1920, diwar ali e dad[2]. Ennañ e kont an darvoudoù start a welas, hag ivez pegen boemet e voe gant an emgannoù. Berzh a reas al levr, hag hiziv an deiz c'hoazh ez eo e levr lennet ar muiañ. André Gide a skrivas: «Levr Ernst Jünger diwar-benn Brezel 14, In Stahlgewittern, eo sur-mat al levr brezel bravañ am eus bet tro da lenn. A feiz vat, onest ha gwirheñvel eo»[3].

E 1922 e skrivas Der Kampf als inneres Erlebnis. Ul levr ennañ ur meskaj romant hag arnodadenn eo, dre ma kaver ennañ e eñvorennoù brezel, ar pezh a c'houzañvas ar soudarded a oa er fozioù-difenn, hag e soñjoù politikel ha prederouriezhel war ar beoc'hgarouriezh hag ar galonegezh.

Maget e voe preder istorel ha politikel Jünger diwar-benn stad Alamagn goude an drec'hididgezh gant ar pezh en doa bevet e-pad ar brezel. Perzh a gemere er Kriegsideologie, ul luskad a voe anezhañ da vare Republik Weimar[4],[5].

Etre an daou Vrezel-bed : broadelouriezh ha dispac'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an drec'hidigezh e voe disoudardet hag e labouras e-pad ur pennad e ministrerezh ar Reichswehr e Hannover. Dornlevrioù a servije da droadeien a voe skrivet gantañ. D'an 31 a viz Eost 1923 e kuitaas an arme hag e krogas e studioù war skiantoù ar vuhez hag an amprevanoniezh e Leipzig. Kentelioù prederouriezh Hans Driesch ha Felix Krüger a heulias ivez, ha lenn a reas kalz, oberennoù Friedrich Nietzsche hag Oswald Spengler e-touez re all. Meur a veaj studi diwar-benn al loenoniezh a reas da Napoli, unan anezho etre miz C'hwevrer ha miz Ebrel 1925. Ar skol-veur a guitaas d'ar 26 a viz Mae 1926 hag en em stalias evel skrivagner war e gont ha kazetenner war ar politikerezh. Skrivañ a reas neuze «ouzhpenn kant pennad»[6] e kazetennoù broadelour. Daremprediñ a reas ivez tud mennozhioù broadelour ha dispac'hour ganto, ul luskad zo anavezet Dispac'h mirelour Weimar[7]. Daremprediñ a reas Otto Strasser hag Erich Mühsam ha tostaat a reas ouzh Ernst Niekisch, hag eñ kealoniour pennañ ar broadelouriezh-bolchevouriezh. Brudet e teuas da vezañ e-touez ar gefredourien vroadelour. E 1932 e teuas er-maez Der Arbeiter, ma kan Jünger meuleudi d'ar Stad, ha d'an teknik evel doare da entanañ an dud. Walter Benjamin a soñje dezhañ e oa Jünger «sevener feal ha faskour brezel ar renkadoù »[8].

Da vare an Trede Reich hag an Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Nazied a glaskas lakaat anezhañ da sevel a-du ganto, dre ma oa brudet a-drugarez d'e skridoù ha peogwir en doa brezelet e-pad ar Brezel bed kentañ. Met nac'h a reas Jünger, hag e roas e zilez eus e glub ennañ brezelerien gozh pa ouezas e oa bet skarzhet ar yuzevien diouzh ar c'hlub-se. Azalek miz Ebrel 1933 e voe furchet e di gant izili Gestapo ha spiet e voe. D'an 18 a viz Du 1933 e nac'has bezañ ezel eus akademiezh alaman al lennegezh, daoust ma oa bet dilennet enni d'an 9 a viz Even[9]. Berlin a guitaas, hag ez eas da Goslar. E 1936 e tivizas mont da chom war ar maez : da gentañ en Überlingen ha goude-se e Kirchhorst. Er bloavzhioù da-heul e reas meur a veaj da Norvegia, Brazil, Frañs, Enez Rodos.

Ostaleri Raphaël Pariz. Eno edo Jünger o chom azalek miz Even 1941

E 1939 e teuas er-maez Auf den Marmorklippen hag a vez gwelet peurliesañ evel e bennoberenn. Ur skeudennadur a-enep ar varbarelezh hag an diktatouriezh a gaver er romant-se, ha gwelet eo bet evel un doare da stourm a-enep an naziegezh. En arvar e voe e vuhez azalek ar mare ma voe embannet ar romant, hag ar Reichsleiter Philipp Bouhler a c'houlennas gant Hitler ma vefe graet un dra bennak a-enep da Jünger, met ne c'hoarvezas netra dre ma touje Hitler ouzh Jünger abalamour m' en doa brezelet e 1914-18, bet en doa bet medalenn an dellid hag abalamour m'en doa skrivet danevelloù brezel ivez[10].

Jünger a voe engalvet er Wehrmacht d'an 30 a viz Eost 1939. Kabiten e oa e renk. Kemer a reas perzh e emgann Frañs ha goude trec'h an alamaned e voe degemeret e-touez ar pennoù-bras a oa e Pariz a-drugarez da Hans Speidel. Roet e voe ur burev dezhañ en ostaleri «Majestic». E amzer vak a gasas o skrivañ e zeizlevr brezel hag an arnodadenn Der Friede (Ar peoc'h, kroget azalek an diskar-amzer 1940).

En e zeizlevrioù e lenner pegen spontet e oa gant ar pezh a c'hoarveze en Alamagn, hag ar c'has en doa ouzh Hitler (anavezet Kniebolo gantañ) hag ouzh ar re a save a-du gantañ (a rae semeilhoù anezho). Lenn a reer ivez en doa mezh pa wele yuzevien rediet da ziskouez ur steredenn velen : «Neuze en em santan heuget pa welan unwiskoù, skoazgennoù, medalennoù, armoù, kement tra a lufre hag a blije din[11]

Daremprediñ a reas Erwin Rommel. Chom a reas hep kemer perzh ne gemeras ket perzh en irienn ("Taol Walkyrie") a-enep Hitler aozet d'an 20 a viz Gouere 1944, met kalz tud a soñjas dezho, ha gant gwir abeg, e oueze e vefe eus an taol. «Biken ne c'hallin en em frealziñ dre ma tevis goude an 20 a viz Gouere an deizlevr a skriven d'ar mare-se» a skrivas d'ar 25 a viz Mae 1988[12]. Disoudardet e voe ha distreiñ a reas da Alamagn e-pad an hañv 1944. Lakaet e voe e penn ur strollad Volkssturm ha pa zegouezhas soudarded saoz hag amerikan e c'houlennas digant izili e vagad chom hep stourm.

D'an 29 a viz Du 1944 e voe lazhet e vab, hag a oa 18 vloaz, en Italia, e menezioù Carrare. «Abaoe e vugaleaj en doa strivet da heuliañ roudoù e dad. Hag amañ, d'an taol kentañ, e teu a-benn gwelloc'h evitañ, mont a ra dreistañ da vat.»[13]

Goude an Eil Brezel bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ti Jünger e Wilflingen

Goude ma vije bet trec'het Alamagn e voe difennet outañ embann levrioù e-pad pevar bloaz, dre m'en doa nac'het bezañ dinaziet. Eus 1950 betek e varv d'ar 17 a viz C'hwevrer 1998, edo o chom e Wilflingen, ur gêriadenn vihan e Schwaben. Er bed a-bezh e veajas a-benn pleustriñ war an amprevanoniezh[14]. Un nebeud c'hwiled ha balafenned a zo bet gouestlet dezhañ[15].

Daoust ma oa bet gwelet evel un den eus an tu-dehou broadelour er bloavezhioù 1930 e teuas da vezañ hiniennour hag ae-enep d'ar Stad goude 1945 evel ma c'haller lenn e-barzh an arnodadenn Der Waldgänger (1951) hag er romant Eumeswill (1977).

Niverus a voe ar breutadegoù diwar e benn en Alamagn goude ar brezel. Peurliesañ e veze lakaet ar gaoz war ar pennadoù en doa lakaet embannet e kazetennoù broadelour er bloavezhioù 1920 ha 1930, hag en em c'houlenn a rae an dud hag-eñ en doa bet ul levezon war pennoù-bras ar strollad nazi ha war ar fed o doa tapet ar galloud e 1933. Ar breutadegoù-se a voe diazezet dreist-holl war danvez e arnodadenn Der Arbeiter bet embannet e 1932. E 1982 e savas reuz en Alamagn pa voe roet priz Goethe dezhañ. Lidoù ofisiel a voe aozet koulskoude pa lidas e 100 vloaz e 1995.

Plakenn da enoriñ Ernst Jünger ouzh moger e di e Wilflingen

Unan eus ar skrivagnerien nemeto o deus gouestlet oberennoù d'ar vezvidigezh dre vras eo, pe e vefe hini an drammoù (ether, kannab, opiom, kokain, LSD...) pe hini an evajoù (bier, gwin, te). Mezvidigezh a dalvez amañ kement hag degas kemmoù d'ar skiantoù ha d'an doare da veizañ an amzer. Ar pezh a c'haorvezas gantañ pa dapas dramm a zo kontet en e arnodadenn Annäherungen, Drogen und Rausch (1970), hag a denn da Du vin et du haschisch gant Charles Baudelaire. D'ar 26 a viz Gwengolo 1996 e kemmas kredenn hag e teuas da vezañ katolik.

Golo Der Kampf als inneres Erlebnis, 1922
Golo Auf den Marmorklippen, 1939

E-keit ma oa bev Jünger e voe embannet div wech e oberenn glok. Ar wech kentañ e vo embannet dek levrenn etre 1960 ha 1965 gant Ernst Klett ( Gesammelte Werke). An eil hini a oa 18 levrenn anezhi, embannet etre 1978 ha 1983 gant an ti-embann Klett-Cotta (titl orin : Sämtliche Werke)[16]. Ne oa ket embannadurioù ken klok a se, dre ma ne oa enno hini ebet eus ar pennadoù skrivet gantañ er c'hazetennoù etre 1920 ha 1933[17]. Kinniget e voent e 2002 gant S. O. Berggötz dindan an titl Politische Publizistik, embannet gant Klett-Cotta. E « zeizlevrioù brezel » e div levrenn (levrenn I (1914-1918), levrenn II (1939-1948), a voe embannet e Frañs e miz C'hwevrer 2008 en dastumad Bibliothèque de la Pléiade[18].

Romantoù ha danevelloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • In Stahlgewittern - 1920
  • Der Kampf als inneres Erlebnis - 1922
  • Sturm - 1923
  • Feuer und Blut. Ein kleiner Ausshmitt aus einer grossen Schlacht -1925
  • Das abenteuerliche Herz - 1929
  • Afrikanische Spiele - 1936
  • Auf den Marmorklippen - 1939
  • Heliopolis - 1949
  • Besuch auf Godenholm - 1952
  • Gläserne Bienen - 1957
  • San Pietro 1957
  • Serpentara 1957
  • Die Zwille - 1973
  • Eumeswil - 1977
  • Aladins Problem - 1983
  • Sp. R. - Drei Schulwege - 2003

Arnodadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Der Arbeiter - 1931
  • Der Friede - 1946
  • Der Waldgänger - 1951
  • Der Gordische Knoten - 1953
  • Das Sanduhrbuch - 1954
  • Mantrana, Einladung zu einem Spiel - 1958
  • An der Zeitmauer - 1959
  • Der Weltstaat - 1960
  • Subtile Jagden - 1967
  • Annäherungen, Drogen und Rausch - 1970
  • Autor und Autorschaft - 1982
  • Die Schere - 1990

Deizlevrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Strahlungen - 1949
  • Siebzig verweht - 1977
    • Siebzig verweht I - deizlevr 1965-1970
    • Siebzig verweht II – deizlevr 1971-1980
    • Siebzig verweht III – deizlevr 1981-1985
    • Siebzig verweht IV – deizlevr 1986-1990
    • Siebzig verweht V – deizlevr 1991-1996

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Un takson-plant hag un ugent takson-loen a zo bet gouestlet da Jünger[19].
  • Bep bloaz e vez roet priz Ernst-Jünger e land Baden-Württemberg. Ur priz a dalvez da c'hoprañ an enklaskoù amprevanoniezh eo.
  • E land Baden-Württemberg e vez roet ivez ur yalc'had-studi, anvet yalc'had Ernst-Jünger, d'ar re a ra enklaskoù war dachenn skiantoù mab-den.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studiadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Umm-El-Banine Assadoulaeff, Ernst Jünger aux faces multiples, L'Âge d'Homme, 1989, (ISBN 978-2825123386).
  • Philippe Barthelet (dir), Ernst Jünger, L'Âge d'Homme, dastumad Les Dossiers H, 2000, 591 p, (ISBN 2-8251-1425-1).
  • Danièle Beltran-Vidal, Chaos et renaissance dans l'œuvre d'Ernst Jünger, Peter Lang, 1995, 388 pajenn, (ISBN 3-906753-71-9).
  • Jean-Luc Evard, Ernst Jünger - autorité et domination, L'Éclat, 2004, (ISBN 9782841620906).
  • Isabelle Grazioli-Rozet, Ernst Jünger, Pardès, collection Qui-suis je ?, 2007, 127 pajenn, (ISBN 978-2867143588).
  • Julien Hervier, Deux individus contre l'histoire : Pierre Drieu La Rochelle et Ernst Jünger, Klincksieck, 1990.
  • Helmuth Kiesel, Ernst Jünger, Siedler, 2007
  • Jean-Michel Palmier, Ernst Jünger - Rêveries sur un chasseur de cicindèles, Hachette, 1995, 236 p, (ISBN 978-2012351837).
  • Heimo Schwilk, Ernst Jünger - Ein Jahrhundertleben, Piper Verlag GmbH, 2007
  • Frédéric de Towarnicki, Ernst Jünger - Récit d'un passeur de siècle, Editions du Rocher, 2000.
  • Michel Vanoosthuyse, Fascisme et littérature pure, la fabrique d'Ernst Jünger, Agone, 2005, 330 p, (ISBN 2-7489-0042-1)

Kelaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • La Table ronde, Cahier Ernst Jünger, goañv 1976.
  • L'Œil de bœuf numéro 5/6, Ernst Jünger, miz Kerzu 1994.
  • Alain de Benoist (éd.), Revue nouvelle école niv. 48, Le Labyrinthe, 1996.
  • Auguste Francotte, Ernst Jünger ou l’entomologiste écrivain, Lambillionea, niv. ispisial 1998 : 48 p.
  • Centre de Recherche et de Documentation Ernst Jünger (CERDEJ) animé par Danièle Beltran-Vidal. Publication annuelle du CERDEJ : Les Carnets Ernst Jünger. Dek levrenn embannet etre 1996 ha 2005.

Pennadoù-kaoz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Julien Hervier, Entretiens avec Ernst Jünger, Gallimard, Arcades, 1986, 168 p, (ISBN 9782070706877).
  • Antonio Gnoli ha Franco Volpi, Les prochains titans, Grasset et Fasquelle, 1998, 160 p, (ISBN 9782246572114).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Wandervogel gant Hans Blüher, unan eus krouerien ar strollad, gant ul lizher gant Ernst Jünger, 1994.
  2. Julien Hervier, Entretiens avec Ernst Jünger, Gallimard, 1986, p. 26.
  3. André Gide, Journal, Gallimard, Bibliothèque de la Pléiade, t. II : 1926-1950, p. 848. >Gweout ivez lizheroù ha barzhonegoù brezel Walter Flex (Der Wanderer zwischen beiden Welten, ur meneg d'ar Wandervogel), hag a voe lennet kalz goude trec'hidigezh Alamagn sellout ouzh Walter Flex: une éthique du sacrifice. Peurliesañ e vez meneget Im Westen nichts Neues skrivet gant ar peoc'hgarour Erich Maria Remarque, rak disheñvel a-grenn diouzh oberenn Jünger eo sellout ouzh Réflexion
  4. Servanne Jollivet, «  De la guerre au polemos : le destin tragique de l’être », Astérion, Niv. 3, miz Gwengolo 2005. Lenn enlinenn
  5. Massimiliano Guareschi et Maurizio Guerri, « La métamorphose du guerrier », Cultures & Conflits, 67, diskar-amzer 2007. Lenn enlinenn
  6. Louis Dupeux, « Ernst Jünger, du nationalisme absolu à la gnose totalitaire de l’Arbeiter (1925-1932) » in Philippe Barthelet (dir), Ernst Jünger, L'Âge d'Homme, dastumad Les Dossiers H, 2000, p. 287.
  7. Gwelout « Le néo-nationalisme et l'évolution des idées politiques d'Ernst Jünger » in Louis Dupeux, Stratégie communiste et dynamique conservatrice. Essai sur les différents sens de l'expression « National-bolchevisme » en Allemagne, sous la République de Weimar (1919-1933), (Lille, Service de reproduction des thèses de l'Université) Pariz, Librairie Honoré Champion, 1976, p 309-333.
  8. Michel Izard, « Un moment de la conscience européenne», Terrain, Niv. 17 - En Europe, les nations (miz Here 1991). Lenn enlinenn
  9. Alain de Benoist, Ernst Jünger, une bio-bibliographie, Guy Trédaniel, 1997, p. 23.
  10. Julien Hervier, Entretiens avec Ernst Jünger, Gallimard, 1986, p. 91.
  11. Hédi Kaddour, "Ernst Jünger, guerrier appliqué," Le Monde des Livres, 21 a viz Meurzh 2008, p. 3
  12. Ernst Jünger, Siebzig verweht IV - 1986-1990, Gallimard, p. 305.
  13. Eil deizlevr e Pariz, deizlevr III 1943-1945, Le livre de poche, p 394.
  14. Jean-Michel Palmier en e levr Ernst Jünger, rêveries sur un chasseur de cicindèles : "Biskoazh ne welis aozer’In Stahlgewittern o tiskouez e vedalennoù. Met mousc'hoarzh an den a ziskoueze una eus e gartoñsoù gwerennet ma veze renket rummadoù c'hwiled-du hag amprevaned all a oa heñvel ouzh hini ur bugel o tiskouez e deñzorioù ", p. 148 et 149
  15. Le papillon Trachydora juengeri et la cicindèle Cicendela juengeri. Jean-Michel Palmier, op. cit. p. 149
  16. Sämtliche Werke, lec'hienn Klett-Cotta
  17. En alamaneg ez eo levr Nicolai Riedel, Ernst Jünger – Bibliographie 1928-2002, Stuttgart, J.B. Metzler, 2003, an hini klokañ diwar-benn Jünger.
  18. Ur c'hazetenner eus l'Express a skrivas neuze diwar-benn Jünger : cet auteur controversé, alors que des géants comme Thomas Mann, Robert Musil ou Joseph Roth […] restent encore à la porte de ce panthéon des lettres. In Dufay, F. (14-20 a viz C'hwevrer 2008). Ernst Jünger. Un occupant si korrekt. L'Express, 2954. p.108-110.
  19. Listenn savet gant Auguste Francotte in Philippe Barthelet (dir), Ernst Jünger, L'Âge d'Homme, collection Les Dossiers H, p. 222-223.