Marcelle Géniat, bet ganet Eugénie Pauline Martin d'an 10 a viz Gouere 1881 e Sant-Petersbourg[1] (Impalaeriezh Rusia d'ar mare-se) hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Gwengolo 1959 e L'Haÿ-les-Roses (Val-de-Marne a-vremañ, Bro-C'hall), a oa un aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
Ne oa nemet eizh vloaz pa reas he c'hentañ kammedoù war al leurenn o telc'her ur perzh er pezh-c'hoari L'assommoir a-gevret gant Lucien Guitry[2]. Kerkent ha 1899 e voe degemeret er gComédie-Française ha mont da gomedianez anezhi (an 348vet) adalek 1910 betek 1912.
Ar filmaozer gall Albert Capellani eo a roas dezhi he c'hentañ roll er sinema, e 1909, o voulc'hañ ur vicher hag a badas betek 1956 a-hed ouzhpenn hanter-kant film. Eviti da vezañ nebeutoc'h anavezet eget aktourezed all eus hec'h amzer — evel Pauline Carton, Jeanne Fusier-Gir ha Denise Grey da skouer — e voe-hi unan barrek-kenañ war ar perzhioù ijinet. Ma kenlabouras gant gwellañ tud sinema ar c'houlz-se.
War al lec'hienn Les Archives du Spectacle[3].