Tadoù an Iliz a vez graet eus ur strollad doueoniourien, skrivagnerien, prederourien, liammet dre ar feiz kristen, hag en deus bet ul levezon vras en istor ar gristeniezh. El listenn-se (n'eo ket ur roll klok ha termenet da vat gant an Ilizoù kristen) e kaver dreist-holl skrivagnerien o deus bevet a-raok ar Vvet pe ar VIvet kantved goude Jezuz Krist. Ne dalvez ket e vezont dre ret lakaet e-barzh an Testamant Nevez, goude ma vezont kavet e skridoù sakr ilizoù ha strolladoù kristen zo.
Munudoù ar roll a cheñch hervez ma'z eo termenet gant an Iliz Katolik, Iliz ar Reizhkredenn, pe un all c'hoazh. An titl a dTad an Iliz a gemm un tamm e ster, e dalvoudegezh, e dermenadur hervez skourroù ar gristeniezh. Da skouer ar Reizhkredourien a laka muioc'h a bouez war buhezioù skouerius an "tadoù" eget ma ra ar Gatoliked.
Rummadiñ Tadoù an Iliz a c'haller ober hervez ar maread istorel (abostolek), stumm an testennoù (apologistek), anien ar preder (Reter pe Kornôg, eus skol Aleksandria pe eus hini Antakia), diouzh ar yezh (gresianeg, latin, sirieg), an endro pe al lec'h ma oa ar skrivagner o vevañ, ha kement zo.