Jean-Pierre Léaud, bet ganet d'an 28 a viz Mae 1944 e Pariz (Seine d'ar mare-se), a zo un aktour gall.
Dibabet e voe e 1959 gant François Truffaut (1932-1984) da zelc'her perzh Antoine Doinel e-barzh Les Quatre Cents Coups kentañ film hir ar filmaozer gall : gwisket e voe dilhad an hevelep tudenn gant Léaud da-geñver L'Amour à 20 ans (1962), Baisers volés (1968, Domicile conjugal (1970) ha L'Amour en fuite (1979), kement a filmoù sevenet gant Truffaut.
Kemeret en deus perzh en hogos kant film evel aktour ha sevenet ur film berr (De quoi s'agit-il ?, 1974) hepken.
Evel skoazeller-sevener e kemeras perzh e La Peau douce (Truffaut, Ebrel 1964), Une femme mariée (Godard, Kerzu 1964), Mata Hari, agent H21, Alphaville, une étrange aventure de Lemmy Caution, Pierrot le fou ha Made in USA ivez.