Zsa Zsa Gábor | |
---|---|
Zsa Zsa Gábor e 1959 | |
Ganedigezh | Gábor Sári 6 C'hwevrer 1917 Budapest Aostria-Hungaria |
Marv | 8 Kerzu 2016 Los Angeles, Kalifornia Stadoù-Unanet |
Broadelezh | Hungariat Stadunanat |
Micherioù | Aktourez Kanerez |
Respet | 1936–1997 |
Enorioù | • Golden Globe Award (1958) • Hollywood Walk of Fame |
Filmlennadur |
Zsa Zsa Gábor (hungareg : ˈʒɒʒɒ ˈɡaːbor), bet ganet Gábor Sári[1] e Budapest d'ar 6 a viz C'hwevrer 1917 ha marvet e Los Angeles d'an 18 a viz Kerzu 2016, a oa un aktourez, ur ganerez hag ur vondianez hungariat ha stadunanat. Bez' e voe unan eus arouezioù revel meur an XXvet kantved ; ur steredenn zo bet deroet dezhi en Hollywood Walk of Fame.
Goude bezañ bet Miss Hungary e 1936, da 19 vloaz, e tivroas e 1941 da Stadoù-Unanet Amerika. Eno e voe brudet dre he c'hened, he donezonoù micherel hag he dimezioù niverus.
Al lesanv Zsazsa
zo bet roet da Sári war-lerc'h an aktourez ha kanerez hungariat Fedák Sári (1879–1955), abalamour ma ne c'helle ket he merc'hig distagañ he anv-bihan.
E 2002 e voe damseizet a-c'houde ur gwallzarvoud karr ; daou wallzarvoud gwazhienn empenn (GGE) a c'houzañvas etre 2005 ha 2007 ; e 2011 e voe ret he dic'hariñ en tu dehoù da heul ur poread. Tost da 100 vloaz e oa pa varvas.
Eil bugel un tiegezh bourc'hizien yuzev e oa Sári, merc'h d'ar marc'hadour ha soudard Gábor (ez-Grün) Vilmos Farkas (1881-1962) ha d'e wreg Tillerman "Jolie" Janka (1896-1997), a zimezas gant ar c'hont Edmund de Szigethyhez goude marv he fried kentañ.
Daou vreur he devoa Sári, ha div c'hoar a voe brudet ivez er sinema, Magda (1915-1997) hag Éva (1919–1995), ar c'hoarezed Gábor
. En abeg d'o c'hened ha d'o buhez direol e Budapest e voe brudet an teir c'hoar ivez.
En ur skol-lojañ e Suis e studias Sári kent dimeziñ e 1935, da 18 vloaz, gant an diplomat turk Burhan Asaf Belge ; bloaz goude e voe Miss Hungary 1936 hag e krogas he respet. Kentañ gwech ma voe war ul leurenn e voe er bloaz-se end-eeun, pa ganas en Aostria en operetenn Der singende Traum e-kichen an tenor meur Richard Tauber (1891–1948) e Wien.
E 1941 e torras-hi he dimez evit mont da Hollywood da heul he breudeur. Eno e labouras evel aktourez (er sinema adalek 1952 hag er skinwel adalek 1953), ha buan e c'hounezas brud abalamour d'he gened, d'he aferioù karantez, d'he gwarzhoù, d'he dimezioù gant milionerien, d'he dispartioù ha d'he harzidigezhioù niverus. Alies e vez keñveriet yaouankiz ZsaZsa ouzh hini Paris Hilton (* 1981).
Nav gwech e timezas Zsa Zsa Gábor.
Zsa Zsa e voe ar vamm nemeti a-douez an teir c'hoar Gábor. En he buhezskrid One Lifetime is Not Enough[2] e tisklêrias e oa bet brazez goude bezañ bet gwallet gant Conrad Hilton ; goude an disparti e c'hanas o merc'h Francesca. E 2005, mamm Conrad Hilton a damallas d'he ez-gouhez bezañ laeret, ha kontet gevier dirak al lezvarn ; prosez a voe graet e-pad dek vloaz evit ma vije fiziet Francesca (58 vloaz d'ar mare) e familh he zad, hogen paouezet e voe gant ar c'heisiadurioù a-c'houde he marv d'ar 5 a viz Genver 2015.
D'ar 27 a viz Du 2002 e c'houzañvas Zsa Zsa Gábor, 87 vloaz, ur gwallzarvoud karr e Los Angeles hag e kouezhas e koma betek miz Genver 2003 ; da heul kement-se e rankas bout prederiet betek diwezh he buhez. Klemm a savas, prosez a voe, ha daou vilion a zollaroù a yeas ganti.
E miz Kerzu 2004 e klaskas en em lazhañ dre hunwezherioù, met saveteet e voe gant he fried.
D'ar 7 a viz Gouere 2005 e c'houzañvas an aktourez ur GGE ; sizhun goude e voe lezet da vont kuit eus an ospital.
D'ar 17 a viz Gouere 2010, d'an oad a 93 vloaz, e torras he lez dehoù goude bout kouezhet ; un eil GGE a c'hoarvezas e-kerzh an oberatadenn en ospital. E miz Eost e voe adkaset di peogwir e hañvale bezañ war he zalaroù ; nac'hañ a reas ma vije oberataet he lez un eil gwech, met ne guitaas an ospital nemet d'an 3 a viz Gwengolo.
D'ar 14 a viz Genver 2011 e voe ret troc'hañ he gar dehoù a-us he fenn-glin en abeg d'ur poradur[3]. D'an 30 a viz Meurzh 2011 e voe kaset d'an ospital adarre abalamour m'he devoa paouezet da analat, ken skoet e oa chomet gant marv he mignonez vras Elizabeth Taylor sizhun a-raok. Abalamour da gement-se ne voe biskoazh kemennet dezhi marv he merc'h Francesca e 2015. Adalek 2011 betek he marv e voe Zsa Zsa Gábor skoazellet evit analañ.
Daou zevezh goude he 99vet deiz-ha-bloaz, d'an 8 a viz C'hwevrer 2016, e voe klañvdiet en abeg d'ur porad en he skevent devoudet gant he skoazell-analañ. Daou viz goude e c'houlennas bezañ kaset da Hungaria da vervel eno goude he 100vet deiz-ha-bloaz, met d'an 18 a viz Kerzu 2016 e paouezas he c'halon da dalmiñ e-kerzh ur prantad koma ma c'houzañvas un trede GGE.
D'an 30 a viz Kerzu e voe beziet e bered Westwood Village Memorial Park, Los Angeles, e-kichen he c'hoar Éva.
Buan e voe lakaet Zsa Zsa Gábor da aktourez en Hollywood abalamour d'he stil europat. Adalek ar film Moulin Rouge sevenet gant John Huston e 1952 e loc'has he respet er sinema, gant rolloù brudet evel e Lilli Charles Walters (1953) ha Touch of Evil Orson Welles (1958).
E 79 film er sinema hag er skinwel he deus c'hoariet Zsa Zsa Gábor; ouzhpenn, c'hoariet he deus he roll e 177 stirad skinwel ha teulfilm.