Sergei Korolyov

Sergei Korolyov
Сергій Корольов
Poltredet e 1934
Ganedigezh 30 a viz Du 1906 (J)
12 a viz Genver 1907 (G)
e Zhytomyr
Gouarnelezh Volhynia
Impalaeriezh Rusia
Marv 14 a viz Genver 1966
e Moskov
RSKS Rusia
URSS
Buhez trevourel
Alma mater Ensavadur Lieskalvezel Kyiv
Skol-veur Deknikel Stadel Bauman Moskov
Micher Ijinour Fuzeennoù
Penn programm soviedel an egor
Buhez vilourel
Stad URSS
Servij Lu Ruz
Amzer 1945-1952
Renk Koronal
Sinadur

Sergei Pavlovytch Korolyov (ukraineg : Сергій Павлович Корольов Serhii Pavlovytch Korolyov [serˈɦij ˈpɑu̯lowɪtʃ koroˈlʲɔu̯] ; ruseg : Сергей Павлович Королёв Sergey Pavlovitch Korolev ; Zhytomyr, Ukraina, 30 a viz Du 1906 (J) / 12 a viz Genver 1907 (G) – Moskov, Rusia, 14 a viz C'hwevrer 1966) a oa un ijinour soviedat arbennigour war ar fuzeennoù hag an egorlistri. E penn programm soviedel an egor e voe e-pad "Redadeg an Egor" etre URSS ha Stadoù-Unanet Amerika er bloavezhioù 1950 ha 1960.

Gantañ e voe ijinet ar fuzeenn R-7 « Simyorka » ((ru) Р-7 Семёрка "R-7 « Seizh »") hag al loarell gentañ, Spoutnik-1 (Спутник-1 "Loarell-1", 1957). Perzh a gemeras e Programm Kosmek al Loar, e bannidigezh Spoutnik-2, Spoutnik-3, an egorlestr Vostok-1 (Восток "Reter") gant Youriy Gagarin e bourzh ha Vosc'hod-2 (Восход "Sav-Heol") gant Aleksey Leonov e bourzh.

A-raok e dremenvan ne veze graet nemet "pennaozer" anezhañ evit e wareziñ diouzh bezañ muntret gant SUA e-kerzh ar Brezel Yen ; oadet a 59 bloaz e oa pa varvas trumm e-kerzh m'edo o labourat war ur raktres da gas ur skipailh Soviediz d'al Loar.

E Zhytomyr, ur 120 kilometr bennak er reter da Gyiv, e voe ganet Sergei Korolyov. Pavel Yakovlevitch Korolyov e oa e dad, ur c'helenner war ar ruseg a oa rusian a-berzh tad ha belarusian a-berzh mamm ; Maria Nikolaevna Moskalenko e oa e vamm, anezhi ur verc'h d'ur marc'hadour ukrainat pinvidik eus Nizhyn er biz da Gyiv[1]. Tri bloaz goude ganedigezh Sergei e tispartias e dud en abeg da ziaesterioù arc'hant[2]. E Nizhyn e voe desavet ar bugel gant e dud-kozh a-berzh mamm[3].

Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ e 1914 e voe trubuilhoù e Kyiv, ha den n'en devoa amzer da ober war-dro ar bugel seizh vloaz, a droas da benneg, adfeilher ha nagenner[4] Abred e teskas lenn avat, ha pa voe skoliataet e verkas e gelenner kentañ e oa dibar e eñvor hag e oa donezonet evit al lenn, ar jediñ hag ar skrivañ[4].

E 1915 e voe torret dimez e dud, hag e vamm a addimezas e 1916 gant un ijinour war an tredan a oa bet gant e studi en Alamagn hogen a ranke tremen dre Ensavadur Lieskalvezel Kyiv evit ma vefe anzavet e destenioù en Ukraina soviedel. Goude kavet labour en hentoù-houarn e tilojas gant an tiegezh da Odesa e 1917, ma voe diaes buhez kalz tud abalamour d'an stourmoù-diabarzh dizehan a veze goude Dispac'h Rusia betek ma voe kemeret ar galloud gant ar Volcheviked e 1920 : serr e oa ar skolioù, ha ret e voe da Sergei studiañ er gêr, ma klañvaas diwar an tifuz e-kerzh ar prantad ma voe ral ar boued e 1919[3].

En Odesa e voe stummet Sergei Korolyov war ar c'hilvizerezh. E 1913 ec'h arvestas ouzh un diskouezadur kirri-nij, ar pezh e vroudas da dreiñ war-du an ijinerezh aerlestrel‎. En e unan e studias penaos lakaat ur mekanik da nijal ; e-keit-se e laboure en ur c'hleub plaverezioù. Dournijerezioù milourel a oa ivez en Odesa, setu ma voe dedennet-bras gant o oberoù[5].

Er bloaz 1923, oadet a 16 vloaz, ec'h emezelas e Kevredigezh Nijerezh hag Aerlestrerezh Ukraina ha Krimea (ТАПУК, TAPOUK). Kentañ gwech ma nijas e voe en un dournijerez, m'en devoe e gentel gentañ ivez. Bloaz goude ec'h aozas raktres ur blaverez evit TAPOUK[6]. C'hoant en devoa da studiañ en Akademiezh Joukovsy an Ijinouriezh en Aerlu, hogen re izel e oa e live ; neuze ec'h eas da studiañ e rann an Nijerezh en Ensavadur Lieskalvezel Kyiv, ma vevas gant un eontr dezhañ. En Ensavadur e kejas ouzh Kseniya Maksimilyanovna Vintsentini (1907-1991), a voe e bried diwezhatoc'h. Goude bezañ bet diplomet e Kyiv e voe degemeret e Skol-veur Deknikel Stadel Bauman Moskov e miz Gouere 1926, ma voe renet gant an ijinour rusian hollvrudet Andrei Nikolayevich Toupolev (1888-1972). Betek 1929 e studias Sergei Korolyov an nijerezh e Moskov, ma voe diplomet goude endevout ijinet ha fardet ur blaverez hag ac'h eas en-dro[7].

Goude bezañ bet diplomet e miz C'hwevrer 1930 e labouras S. Korolyov gant ar gwellañ ijinourien e 4vet Burev an Nijerezh Arnodel e Moskov dindan ren an Ukrainad Dmytro Pavlovytch Grygorovytch (1883-1938)[7], ma kemeras perzh e raktres ur bombezer pounner anvet TB-5. E-keit m'edo o labourat eno e kendalc'he da ijinañ ur blaverez a vefe gouest da ober troioù-ouesk. Goude un nebeud mizvezhioù er Burev e voe kaset da Ensavadur-Kreiz an Aerzournerzhoniezh (ЦАГИ TsAGI)[8]. E 1930 c'hoazh e pakas e vreved nijer ; bewech ma nije e klaske gouzout petra a oa a-us an uhelder brasañ a c'helle tizhout gant e garr-nij, ar pezh e vroudas moarvat da dreiñ war-du an egor.

Ar GIRD e 1931 ; azezet er c'hreiz emañ S. Korolyov

D'ar 6 a viz Ebrel 1931 e timezas gant Kseniya M. Vintsentini. Er bloaz-se ivez e voe Sergei Korolyov unan eus diazezerien ar GIRD (Группа изучения реактивного движения Gruppa Izutcheniya Reaktivnogo Dvizheniya "Strollad Enklask war an Erlusk dre Zazloc'h"), unan eus an ensavadurioù kentañ a voe skoret gant ar Stad evit diorren fuzeennoù en URSS. E miz Mae 1932 e voe lakaet Korolyov da benn ar GIRD, ha d'ar 17 a viz Eost 1933 e voe bannet ar c'hentañ fuzeenn kaset gant ur meskaj treloskoù sonnel ha liñvel, ar GIRD-09, ha d'ar 25 a viz Du e voe bannet ar c'hentañ fuzeenn soviedel kaset gant un trelosk liñvel hepken, ar GIRD-10[9]. Peogwir e oa dedennetoc'h-dedennetañ al Lu gant an oberoù-se e voe kendeuzet GIRD Moskov gant Labourva Nerzhoniezh ar Gazoù (Газодинамическая лаборатория, GDL) Leningrad e 1933 evit diazezañ an Ensavadur Enklask war an Dazloc'hañ (Реактивный научно-исследовательский институт Reaktivnyy nauchno-issledovatel'skiy institut, RNII) ; da Voskov e voe kaset implijidi Leningrad. Da veskadoriad e voe lakaet S. Korolyov, dindan ar pennijinour Ivan Terentyevitch Kleymonov (1899-1938). Bloaz war-lerc'h avat e voe dic'haloñset en abeg d'un dizemglev a-zivout renerezh an RNII ha lakaet e penn rann ar fuc'helloù askellek[10] Eno e reas war-dro fuc'helloù pellreder[11] hag ur blaverez bannet dre zazloc'h. E 1934 ivez ec'h embannas Nijadenn ur fuzeenn er stratosfer[12]

D'an 10 a viz Ebrel 1935 e voe ganet merc'h Sergei ha Kseniya, Nataliya Koroleva.

Prizonidi o fardañ un hent e Kolyma

Drastus e voe Spurjadennoù Bras Jozef Stalin en RNII : e miz Du 1937 e voe harzet Ivan Kleymonov hep na ouifed perak, jahinet e voe, rediet da sinañ anzavioù, kondaonet d'ar marv ha lazhet[13] ; meur a ijinour all a voe harzet ivez ha kaset d'ur Goulag ; Sergei Korolyov e-unan a voe paket gant an NKVD d'ar 27 a viz Mezheven 1938 a-c'houde tamalloù diwir a oa bet tennet dre jahin digant I. Kleymonov hag ijinourien all. Jahinet e voe Korolyov d'e dro e toull-bac'h Strollad Surentez ar Stad (KGB) war al leurgêr Loubianka e Moskov[14]. Meur a wech e skrivas alese d'ar pennadurezhioù, da Stalin zoken, met kondaonet e voe da dremen 10 vloaz en ur Goulag. Pa gouezhas Nikolay Yezhov, penn an NKVD, e voe anvet Lavrentiy Beriya en e lec'h ; hennezh a lakaas adkas Sergei Korolyov dirak ul lez-varn e 1939, hogen war e hent da gamp-labour Kolyma e Siberia edo, ma tremenas meur a vizvezh en ur vengleuz aour kent gouzout e vefe advarnet. Kalet e oa ar bevañ er Goulag : miliadoù a dud a varve diwar ziouer a voued, a c'houdor, a zilhad tomm ; meur a wech e voe gloazet S. Korolyov, a gollas hogos e holl zent diwar skorbut[15] a-raok bezañ adkaset da Voskov e dibenn ar bloaz 1939. Eno e voe advarnet e miz Gouere 1940 ha kondaonet da dremen 8 vloaz en ur charachka (Шарашка), ur vac'h evit skiantourien hag ijinourien e Stac'hanov nes da Voskov, ma voe kaset e miz Gwengolo. Eno e labouras war an nijerezh dindan c'hourc'hemenn Andrei Toupolev, a oa dindan veli 4vet Rann Arbennik an NKVD, hini an teknologiezhioù nevez[16].

A-hed an Eil Brezel-bed e labouras Sergei Korolyov er charachka, ma voe krouet ar bombezeroù Toupolev Тu-2 ha Petlyakov Pe-2 e 1941. Meur a wech e voe dilojet ar skipailh e-kerzh ar brezel, ar wech kentañ evit tec'hel a-zirak al lu alaman. E 1942 e voe kaset Korolyov da charachka Kazan e Tatarstan dindan ren an ijinour Valentin Petrovitch Glouchko (1908-1989), en devoa labouret e GDL Leningrad. An daou zen a grouas an RD-1 kHz, un adkeflusker dre drelosk liñvel evit an nijerez Lavochkin La-7R (a voe ur c'hwitadenn rak alies e tarzhe an adkeflusker, war an douar pe e-kerzh un nijadenn) .

D'ar 27 a viz Mezheven 1944 e voe lakaet Toupolev, Glouchko ha Korolyov en o frankiz dre un dekred arbennik a-berzh Stad, hogen e 1957 hepken e voe didamallet Sergei Korolyov[17]

Ur V-2

E 1945 e voe anvet Sergei Korolyov da goronal el Lu Ruz ; er bloaz-se end-eeun e voe deroet dezhañ ar Vedalenn a Enor evit e labour war gefluskerioù nijerezioù milourel. D'an 8 a viz Gwengolo, goude diwezh ar brezel, e voe kaset da Alamagn gant meur a ijinour all evit daspugn teknologiezh ar fuc'hell gerc'hellañ[18] alaman V-2[19] bet ijinet gant skipailh Wernher von Braun (1912-1977)[20]. Eno e labouras Soviediz gant arbennigourien alaman evit kompren en deknologiezh hag he eilañ. E miz C'hwrevrer 1946 e voe diazezet Ensavadur Nordhausen (Thüringen) ha lakaet S. Korolyov da bennijinour[21].

E miz Meurzh 1946 e voe ensellet an Ensavadur gant pennofiserien al Lu Ruz ha pennoù embregerezhioù ; da heul an enselladenn-se e voe embannet d'an 13 a viz Mae an dekred niv. 1017-419ss "A-zivout armoù ersavus", sinet gant Stalin, hag a groue ur C'hengor Arbennik evit an Deknologiezh Ersavus, ar pezh a stalie un aozadur stadel evit a sell ouzh fuc'helloù pellreder ha fuc'helloù kerc'hellañ[22] ; dre an dekred-se e voe digoret an hent da brogramm soviedel an egor[23].

Un ensavadur nevez a voe staliet e Kaliningrad[24] nes da Voskov, anvet Ensavadur-Kreiz an Enklaskoù war an Ijinerezh Mekanikel, berraet e TsNIIMach[25] E miz Here 1946 e voe kaset tremen 2 500 skiantour hag ijinour alaman hag o familhoù, tremen 6 000 a dud en holl eta, da URSS dre an Obrerezh Osoaviac'him (Операция Осоавиахим)[26] Nebeut anezho o devoa labouret war-eeun gant W. von Braun, a oa bet kaset a-gevret gant ar skiantourien alaman bennañ (tremen 1 600 anezho) da SUA dre an Operation Paperclip[27]. Sergei Korolyov a voe anvet da bennijinour ar fuc'helloù hirhedtenn.

E 1947 e tistroas S. Korolyov da Voskov, man aozas Kuzul Pennijinourien TsNIIMach (nann-ofisiel) evit aesaat al labour gant ar velestradurezh soviedel, ha pelloc'h e sammas ar C'huzul programm an egor[28]. Un dousennad V-2 hepken a voe fardet diwar dammoù alaman, neuze e voe divizet fardañ unan soviedel, ur fuc'hell verrhedtenn anvet R-1, a voe peurechuet e dibenn ar bloaz 1948. War studi edo ar fuc'hell R-2 dija ; gant un hedtenn 3 000 km dezhi e c'halle tizhout ar Rouantelezh-Unanet[29].

Ur raktres R-3 a voe boulc'het, hogen nullet e voe e 1952 pa ne c'halljod ket fardañ ur c'heflusker galloudus a-walc'h. Er bloaz-se ec'h emezelas Sergei Korolyov e Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel evit goulenn ma vefe kellidet raktresoù da zont, ar fuc'hell R-5 en o zouez, un hedtenn 1 200 km dezhi[30]. Bloaz goude e nijas an R-3. Goude-se, adalek 1954, e voe labouret war an R-7 « Simyorka » (Р-7 Семёрка), ar c'hentañ fuc'hell gerc'heller etrekevandirel[31] er bed, a oa gouest da zougen ur vombezenn nukleel 3 zonenn a dolz enni a-hed 8 500 km, a nijas e 1957[32]. Da-heul berzh bras ar raktres, a oa bet peurechuet kent hini SUA, e voe didamallet Sergei Korolyov ent-kefridiel, hep na vefe diskuliet e anv avat[3].

Programm an egor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Spoutnik-1
Spoutnik-1

Gouzout a ouie S. Korolyov e c'hallfe fuc'helloù par d'an R-7 sevel betek ar stratosfer, da lavaret eo etre 12 ha 50 kilometr a-us gorre an Douar. Unan eus e vignoned, an ijinour Mic'hail Klavdiyevtich Tic'honravov (1900-1974) hag a oa e penn ar raktres R-7, a skrivas e miz Mae 1954 un Danevell a-zivout ul loarell galvezel d'an Douar[33] ; diwar an danevell-se e kinnigas Sergei Korolyov implijout an R-7 evit bannañ ul loarell en egor, en ur venegiñ ur raktres damheñvel a oa war an hent e SUA abaoe 1950 ; klouar e voe an degemer gant pennadurezhioù URSS, met Tic'honravov ha Korolyov a voulc'has ar raktres en ur labourat bepred war an R-7[34]. E miz Here 1954 avat e voe souezhet Soviediz pa voe skoret gant SUA ur raktres evit bannañ loarelloù kalvezel e-kerzh ur mare ma oa kreñv oberiantiz an Heol (01/07/1957 – 31/12/1958, ar "Bloavezh Douarfizikel Etrebroadel / BDE"[35]), hogen mut e chomjont ha ne gemerjont ket perzh ; gwell e voe dezho aozañ ur poellgor skiantourien evit studiañ ergerzh an egor, hep oberoù pleustrek[34]. E-keit-se ec'h embannas Sergei Korolyov meur a bennad e kazetennoù soviedel a-zivout an nijal en egor, a voe lennet en SUA ha gant ar CIA, ken e tisklêrias SUA d'an 29 a viz Gouere 1955 e kemerfent perzh er BDE dre vannañ "loarelloùigoù a drofe tro-dro d'an Douar". Ha Sergei Korolyov ha broudañ URSS da ober a-raok SUA dre gas d'ar Politburo, d'ar 5 a viz Eost, pennadoù kazetennoù stadunanat a-zivout strivoù an Amerikaned. D'an 8 e voe asantet d'e c'houlenn[36] ; d'an 30 e kejas Korolyov ouzh izili Maodierniezh an Difenn hag ur bagad skiantourien, hag aotreet e voe da arverañ an R-7 evit bannañ loarelloù, gant asant Akademiezh ar Skiantoù. D'an 30 a viz Genver 1956 e voe anzavet ar rakres gant Kuzul Maodierned URSS dre an dekred niv. 149-88ss : « Traezenn D » (Объект Д) e oa anv ofisiel al loarell ; hervez jedadennoù M. Tic'honravov e tlefe he zolz bezañ etre 1 000 ha 1 400 kg, enno etre 200 ha 300 kg a ardinvinkoù skiantel[37]. Sergei Pavlovytch Korolyov a voe anvet da rener ar raktres, ha Mic'hail Klavdiyevtich Tic'honravov da bennkuzulier skiantel[34]. Diroll e voe al labour neuze ; dindan ur mizvezh e voe fardet Spoutnik-1, ur bellenn vetalek 58 cm he zreuzkiz ha 83,6 kg he zolz, enni un treuzkaser maget gant un daspugner 1 W da gas arouezioù dre bevar stign. D'ar 4 a viz Here 1957, daou zeiz kent an deiziad a oa bet lakaet, e voe bannet « Traezenn D-1 » gant un R-7[34].

War-du al Loar
Louna-1
Hent Louna-1 war un timbr soviedel

A-raok berzh Spoutnik-1 e soñje da Sergei Korolyov e c'hellfe an R-7 kas ur sonterez d'al Loar. Kement-se a skrivas d'ar pennadurezhioù, a asantas d'ar mennad e 1958[38]. Boulc'het e voe Programm Kosmek al Loar (Луна Космическая Программа Louna Kosmitcheskaya Programma, LKP) neuze[39], a veze graet мечтать Mitchtats "hunvre" anezhañ gant Korolyov hag e skripailh.

E 1958 end-eeun e voe bannet ar sonterez kentañ, un eil hag un trede, an holl o c'hwitañ dre ziouer a amzer hag a arc'hant evit o feuramprouiñ, pa ranke ar skiantourien plegañ da c'hoant ar bolitikerien da vont buanoc'h eget an Amerikaned. D'an 2 a viz Genver 1959 e voe bannet Louna-1 evit pradañ war al Loar ; ne reas ket, pa dremenas ur 6 000 km hebiou ar gorre. Ne voe ket c'hwitet pep tra evelato : Louna-1 (Луна-1) e voe an egorlestr kentañ o tizhout al Loar hag o kelc'htreiñ tro-dro d'an Heol ; a-drugarez dezhañ e verzjod n'eus maez gwarellek ebet d'al Loar hag ez eus avel-heol o treuziñ an egor[40]. Louna-2 a stokas ouzh al Loar d'an 14 a viz Gwengolo 1959, ar pezh a voe un trec'h all evit Soviediz[41]. Miz war-lerc'h, skipailh S. Korolyov a vannas Louna-3, a voe ar c'hentañ egorlestr o kas luc'hskeudennoù eus tu kuzh al Loar, d'ar 7 a viz Here 1959[42]. Kas un egorlestr da bradañ war loarenn an Douar e oa pal pennañ ar programm LKP, hogen nepred ne voe tizhet gant Korolyov : skeiñ hebiou a eure Louna-4 e 1963, flastrañ war al Loar a eure Louna-5 (1965), tremen hebiou ivez a reas Louna-6 (1965), flastrañ ivez a eure Louna-7 (1965) ha Louna-8 (1965)[39]. Teir sizhun goude marv Sergei Korolyov e pradas Louna-9 dibistig war al Loar, d'an 3 a viz C'hwevrer 1966[43].

E dibenn e vuhez e oa bet S. Korolyov o labourat war dizhout Meurzh ha Gwener gant egorlistri a oa prest da vont dija ; heñvel e oa mennad an NASA, a oa bet diazezet e 1958 p'edo Dwight D. Eisenhower prezidant SUA — ur redadeg all a voe neuze. C'hwitañ a eure kefluskerioù an div sonterez kentañ a voe bannet gant Korolyov etrezek Meurzh, ha c'hwitadennoù ivez e voe ar pemp sonterez a vannas war-du Gwener etre 1961 ha 1962[38]. D'ar 1añ a viz Du 1962 e voe bannet Mars-1 (Марс-1), a voe an egorlestr kentañ o tremen tost da Veurzh[44] a-raok mont da gelc'htreiñ tro-dro d'an Heol.

Goude marv Sergei Korolev e voe fiziet ar programmoù egor en embregerezh prevez Lavotckin, bet diazezet gant an ijinour Simyon Alekseyevitch Lavotckin (1900-1960).

Nijadenn annezet
Y. Gagarin hag S. Korolyov kent loc'hañ, 12/04/1961

Ken abred ha 1948 e oa deuet da Sergei Korolyov ar mennozh da gas tud d'an egor, p'edo o raktresañ an egorlestr Vostok da zont : un den hepken, gwisket gant ur sae-egor 80% nitrogen ha 20% oksigen enni[45], en ul lestr emgefreek penn-da-benn ennañ ur wikefre evit tec'hel kuit mar bije kudenn pe gudenn e-kerzh ar bannañ, hag ur wikefre all evit pradañ ha strinkañ en distro. Korolyov e-unan a dutas an ijinour Konstantin Petrovitch Feoktistov (1926-2009) evit kas ar raktres da bennvat[38].

Belka ha Strelka
Bez S. Korolyov (kleiz) e Moger ar C'hremlin

E miz Mae 1960 e voe kaset ur c'hentpatrom goullo da dreiñ 64 gwech tro-dro d'an Douar, hogen ne voed ket evit e lakaat da zistreiñ ha pradañ ; e miz Gouere e voe kaset div giez (Чайка Tchaika "Gouelan" ha Лишичка Lichitchka "Kibog"[46]) da gelc'htreiñ, hogen lazhet e voent en un darzhadenn ; e miz Eost e voe kaset div giez all (Белка Belka "Gwiñver" ha Стрелка Strelka "Saezh"), a voe ar boudoù bev kentañ o tistreiñ d'ar blanedenn goude endevout troet 18 gwech tro-dro dezhi en un egorlestr Vostok[3].

Nebeut goude, d'an 12 a viz Ebrel 1961, e voe implijet un doare R-7 nevez evit bannañ Youriy Gagarin da gelc'htreiñ, ar c'hentañ den oc'h ober – an eil o vezañ an astraer stadunanat Alan Shepard d'ar 5 a viz Mae. A-hed beaj Gagarin e voe S. Korolyov o kenurzhiañ an oberoù. Daou vloaz pelloc'h, d'ar 16 a viz Mezheven 1963, Korolyov a gasas ar c'hentañ maouez d'an egor, e bourzh Vostok-6, an hini diwezhañ : Valentina Vladimirovna Terechkova a droas 48 gwec'h tro-dro d'an Douar dindan tri devezh kent distreiñ[3].

Ar berzh-se a vroudas penn ar Stad, Nikita Sergeyevitch C'hrouchtchov, da c'hourc'hemenn muioc'h c'hoazh a verzh evit bruderezh URSS an abretañ ar gwellañ, en o zouez kas skipailhoù tud d'an egor, ar pezh a stegnas an darempredoù etre an ijinourien hag ar bolitikerien, pa grede da Sergei Korolyov e vefe ret gortoz meur a vloavezh kent kas ar raktres Soyouz (Союз "Unaniezh") da bennvat. Kemmet e voe penn d'ar vazh e 1964, pa voe kemeret lec'h N. C'hrouchtchov gant Leonid Ilitch Brejnyev : p'en devoe S. Korolyov kaset ar sterdead Aleksei Arc'hipovitch Leonov (1934-2019) da vale en egor a-vaez da Vosc'hod-2 d'an 18 a viz Meurzh 1965 e voe deuet-mat en-dro, ha karget e voe da c'hounit al Loar a-raok an Amerikaned[3].

Mervel a reas Sergei Pavlovytch Korolyov a-raok ma vefe gounezet ar redadeg gant SUA e miz Gouere 1969, klañv ma oa bet e galon, e c'hodell-vestl hag e lounezhi abaoe deroù ar bloavezhioù 1960. Den ne oar resis abeg e dremenvan d'ar 14 a viz Genver 1966 e Moskov goude un oberatadenn da lemel ur yoc'henn gankrek a oa en e gof. Da heul politikerezh J. Stalin ne voe diskuliet e anv hag e oberoù nemet d'ar 16 a viz Genver, er Pravda.

Devet e voe e gorf ha lakaet ar podad ludu e Bered-Veur Moger ar C'hremlin — e-kichen hini Sergei Vladimirovitch Kourachov († 1965), bet Maodiern ar Yec'hed en URSS.

Enkerzh kêr Korolyov
« Kroaz Korolyov »

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • 1958 : dilennet e voe Sergei P. Korolyov da ezel Akademiezh ar Skiantoù URSS (Академия наук СССР Akademiya naouk SSSR).
  • 1966 : ur straed e Moskov a voe adanvet en e enor : Улица Академика Королёва Oulitsa Akademika Korolyova "Straed an Akamediad Korolyov' ; un ehan en Unroudenn Moskov a voe digoret eno e 2004. Meur a straed all zo e Rusia hag en Ukraina.
  • 1969 : un timbr soviedel a voe embannet en e enor.
  • 1970 : an anv Korolev a voe roet d'ur c'hrater a zo war tu kuzh al Loar[47].
  • 1972 : Укрощение огня Ukroshcheniye ognya "Doñvaat an tan, film sevenet gant Daniil C'hrabrovitsky[48].
  • 1973 : an anv Korolev a voe roet d'ur c'hrater a zo war Veurzh[49].
  • 1975 : an anv 1855 Korolev a voe roet d'an asteroidenn 1969 TU1 bet kavet e 1969[50].
  • 1976 : degemeret e voe S. Korolyov en International Space Hall of Fame en Alamogordo, New Mexico[51].
  • 1986 : un timb soviedel all a voe embannet[52].
  • 1990 : degemeret e voe S. Korolyov en International Air & Space Hall of Fame e San Diego, California[53].
  • 1996 : Kaliningrad, ar gêr m'en devoa labouret an ijinour e 1946, a voe advanvet Королёв Korolyov.
  • 2001 : S. Korolyov eo haroz an istor skiant-faltazi The Chief Designer ("Ar pennijinour") gant Andy Dunan[54].
  • 2005 : e kalon ar stirad skinwel Space Race ("Redadeg an Egor") e oa S. Korolyov[55].
  • 2007 : un timbr ukrainat a voe embannet da-geñver 50vet deiz-ha-bloaz Spoutnik-1, poltredoù S. Korolyov ha V. Glouchko warnañ.
  • « Kroaz Korolyov » a vez graet eus un anadenn a weler er moged a vez bannet gant ur fuzeenn R-7 pa vez distaolet an adkefluskerioù.
  • 2011 : Little Eagles ("Erered Bihan"), ur pezh-c'hoari gant Rona Munro leurennet gant Roxana Silbert, zo a-zivout buhez ha labour an ijinour ukrainat[56].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Chertok, Boris (2005). Rockets and People. 4 levrenn @ NASA. Kavet : 19 Meu 24.
  • (en) Hartford, James. Korolev: How One Man Masterminded the Soviet Drive to Beat America to the Moon. Hoboken, New Jersey : Wiley, 1997 (ISBN 978-0-471-14853-1)
  • (en) Siddiqi, Asif A. Challenge to Apollo: The Soviet Union an the Space Race, 1945-1974. Washington, D.C. : NASA, 2000 – En-linenn. Kavet : 22 Meu 24.
  • (en) Siddiqi, Asif A. Korolev, Sputnik, and The International Geophysical Year. Washington, D.C. : NASA, 2023 – En-linenn. Kavet : 22 Meu 24.
  • (en) Smith, Nick. Late great engineers: Sergei Korolev - designated designer. In : 'The engineer, 06/01/2021. Kavet : 22 Meu 24.
  • (en) Zak, Anatoly (2011). 'Soviet rocket research in Germany after World War II'. Kavet : 22 Meu 24.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (ru) Наталия Королева (Nataliya Koroleva). С.П. Королёв – ОТЕЦ – К 100-летию со дня рождения – Книга первая – 1907-1938 годы – МОСКВА НАУКА 2007 ("S.P. Korolev – Tad – Da 100vet deiz-ha-bloaz e c'hanedigezh – Levrenn unan – Bloaziadoù 1907-1938"). Moskov : Наука ("Skiant"), 2007 (ISBN 978-5-02-034429-7)En-linenn. Kavet : 22 Meu 24.
  2. Hartford, 1997, p. 16.
  3. 3,0 3,1 3,2 3,3 3,4 ha3,5 Smith, 2001.
  4. 4,0 ha4,1 Hartford, 1997, pp. 17-19.
  5. Hartford, 1997, pp. 22-23.
  6. Hartford, 1997, p. 25.
  7. 7,0 ha7,1 Siddiqi, 2000, p. 3.
  8. Siddiqi, 2000, p. 4.
  9. (en) GIRD. Kavet : 22 Meu 24.
  10. Siddiqi, 2000, pp. 7-8.
  11. (en) Cruise Missile, ur fuc'hell bellvleinet a vanner war wennoù a zo war zouar pe war vor.
  12. (ru) Ракетный полет в стратосфере – Ti-embann milourel stadel, Moskov, 1934. Kavet : 22 Meu 24.
  13. Didamallet e voe e 1955 ha lakaet da Haroz al Labour Sokialour e 1991. Gwelit (ru) Клейменов Иван Терентьевич (Kleymonov Ivan Terentyevtich). Kavet : 22 Meu 24.
  14. Siddiqi, 2000, pp. 10-12.
  15. Diouer a vitamin C.
  16. Siddiqi, 2000, p. 14.
  17. (en) Parrish, Michael. The Lesser Terror – Soviet State Security, 1939-1953. Westport, Connecticut : Praeger, 1996, p. 46 (ISBN 978-0-275-95113-9)
  18. {{en]] Ballistic Missile, ur fuc'hell a vanner dre implijout kerc'hellder an Douar.
  19. (de) Vergeltungswaffen, "Arm digoll".
  20. Siddiqi, 2000, p. 30.
  21. Zak, 2011.
  22. (ru) (en) An dekred @ Wilson Center. Kavet : 22 Meu 24.
  23. Siddiqi, 2000, p. 37.
  24. Adanvet Королёв Korolyov e miz Gouere 1996 en enor d'an ijinour ukrainat ; arabat eo droukveskañ gant an ezklozadur Kaliningrad war aod ar Mor Baltel.
  25. (ru) Центральный научно-исследовательский институт машиностроения / ЦНИИмаш (Tsentral'nyy Naouchno-Issledovatel'skiy Institout Machinostroyeniya).
  26. Ziak, 2001, Operation "Osoaviakhim".
  27. (en) Enscore, Susan I. (2022). 'Operation Paperclip at Fort Bliss: 1945-1950'. Kavet : 22 Meu 24.
  28. Siddiqi, 2000, p. 47.
  29. Siddiqi, 2000, pp. 57-62 ; adalek 1951 e voe lakaet e pleustr el Lu Ruz, betek 1962.
  30. Siddiqi, 2000, p. 99.
  31. (en) ICBM, InterContinental Ballistic Missile.
  32. Siddiqi, 2000, pp. 128-138.
  33. (en) Tic'honravov, Mic'hail (1954). 'A Report on an Artificial Earth Satellite'. Kavet : 22 Meu 24.
  34. 34,0 34,1 34,2 ha34,3 Siddiqi, 2023.
  35. (fr) Buedeler, Werner. L'Année géophysique internationale. Paris : UNESCO, 1957 • En-linenn. Kavet : 22 Meu 24.
  36. (en) 'Sixty Years Later, Sputnik Declassifications Offer Primer in Fake News @ Fordham News, 10/10/2017. Kavet : 22 Meu 24.
  37. (ru) (en) An dekred @ Wilson Center. Kavet : 22 Meu 24.
  38. 38,0 38,1 ha38,2 Hartford, 1997.
  39. 39,0 ha39,1 (en) 'Soviet Lunar Missions @ NASA. Kavet : 22 Meu 24.
  40. (en) 'Luna 1 @ NASA. Kavet : 22 Meu 24.
  41. (en) 'Luna 2 @ NASA. Kavet : 22 Meu 24.
  42. (en) 'Luna 3 @ NASA. Kavet : 22 Meu 24.
  43. (en) 'Luna 9 @ NASA. Kavet : 22 Meu 24.
  44. War-dro 193 000 km, e kreiz miz Mezheven 1963.
  45. Evel an aer, p'edo an Amerikaned o raktresañ unan 100% oksigen enni.
  46. Cantharellus cibarius
  47. (en) 'Gazetteer of Planetary Nomenclature'. Kavet : 22 Meu 24.
  48. (en) 'Gazetteer of Planetary Nomenclature'. Kavet : 22 Meu 24.
  49. (en) 'Small-Body Database Lookup @ NASA. Kavet : 22 Meu 24.
  50. (en) 'New Mexico Museum of Space History'. Kavet : 22 Meu 24.
  51. (en) 'Stamp Russia'. Kavet : 22 Meu 24.|. Meur a dimbr all a voe embannet en enor da S. Korolyov, gwelit Wikimedia Commons, Sergei Korolyov on stamps.
  52. (en) 'San Diego Air & Space Museum'. Kavet : 22 Meu 24.
  53. (en) 'Internet Speculative Fiction Database'. Kavet : 22 Meu 24.
  54. (en) Hampstead Theater, London. Kavet : 22 Meu 24.