Un obererezh vilourel eo an aloubadeg, houmañ kaset da benn gant un strollad tud armet diwar abegoù douarpolitikel ken e tapont ar veli war un tiriad pe e kemmont stumm e renerezh. Un obererezh brezel eo ha deroù ur brezel e c'hell bezañ, met a-wechoù diwezh ur brezel evel lodenn diwezhañ ur strategiezh. Koulskoude e c'hell bezañ gwelet un aloubadeg evel ur gwaskerezh gant lod eus an dud aloubet hag evel un dieubidigezh gant ul lodenn all.
Dre-vras e rank un aloubadeg degas un toullad bras a dud armet ken e teu o nerzhioù da vezañ kreñvoc'h ha stankoc'h evit ma chomo an tiriad dindan o dalc'h. Ober a reer anv eus un aloubadeg pa vez an nerzhioù milourel dindan renerezh tud estren ha n'haller ket ober gant an termen pa vez brezelioù diabarzh, emsavadegoù, taolioù-Stad, krougadegoù ha lazhadegoù diouzh an druilh.
- Mongoled
- 1añ a viz Gwengolo 1939 : Aloubadeg Polonia gant an Alamaned hag an Unaniezh soviedel, abeg kentañ Eil Brezel-bed e Europa
- 30 a viz Gwengolo 1939 : Aloubadeg Finlandia gant an Unaniezh Soviedel
- 1940 : Aloubadeg Albania gant ar Gresianed
- 1940 : Aloubadeg Somalia breizhveuriat, Egipt ha Bro-C'hres gant an Italianed
- 1940 : Aloubadeg Danmark, Norvegia, Belgia, Bro-C'hall, Luxembourg, an Izelvroioù, an Inizi Saoz-ha-Norman, Roumania hag Unaniezh Soviedel gant an Alamaned
- Aloubadeg enez Timor portugalat gant al luioù aostralian hag izelvroat
- 6 a viz Ebrel 1941 : Aloubadeg Yougoslavia gant an [[Alamaned Hungariz hag an Italianed
- 10 a viz Ebrel 1941 : Aloubadeg Greunland gant ar Stadoù-Unanet
- 7 a viz Gouere 1941 : Aloubadeg Island gant ar Stadoù-Unanet
- 4 Mezheven, 8 Mezheven ha 25 Mezheven 1941 : Aloubadeg Iran, Irak ha Siria gant ar Vreizhveuridi ha Nerzhioù ar C'hallaoued dieub
- 22 juin 1941 : Aloubadeg an Unaniezh soviedel gant an Alamaned (Oberiadenn Barbarossa)
- 8 Kerzu, 16 Kerzu ha 18 Kerzu 1941 : Aloubadeg Malaizia, Borneo ha Hong Kong gant Japaniz
- 1941 : Aloubadeg an Inizi Salomon gant ar Stadoù-Unanet
- 1941 : Aloubadeg enez Guam, Filipinez, an Inizi Salomon ha Singapour gant Japaniz
- 1942 : Aloubadeg Indonezia gant Japaniz
- 1942 : Aloubadeg Italia (Sikilia) gant ar Vreizhveuridi hag ar Stadoù-Unanet (Oberiadenn Husky)
- 8 Du 1942 : Aloubadeg Norzhafrika gant ar Stadoù-Unanet hag ar Vreizhveuridi (Oberiadenn Torch)
- 1943 : Aloubadeg Italia gant ar Stadoù-Unanet hag ar Vreizhveuridi
- 15 a viz Meurzh 1944 : aloubadeg Hungaria gant an Alamaned
- 6 a viz Mezheven 1944 : [[Emgann Normandi|aloubadeg Normandi (Bro-C'hall)]] gant ar Gevredidi (Oberiadenn Overlord)
- 1944 : Aloubadeg Alamagn gant ar Gevredidi
- 1944 : Aloubadeg Bulgaria ha Yougoslavia gant an Unaniezh Soviedel
- 1944 : Aloubadeg Belgia, [[Izelvroioù], Luksembourg, Bro-C'hres, Filipinez hag Albania gant ar Gevredidi
- 1944 : Aloubadeg Guam gant ar Stadoù-Unanet
- 29 a viz Meurzh 1945 : aloubadeg Polonia hag Aostria gant an Unaniezh soviedel
- 11 a viz Ebrel 1945 : Aloubadeg Japan gant ar Stadoù-Unanet
- 1945 : Aloubadeg Burma gant ar Gevredidi
- 9 a viz Eost 1945 : Aloubadeg Sina ha Korea gant an Unaniezh soviedel
- 30 a viz Eost 1945 : Aloubadeg Hong Kong gant ar Vreizhveuridi