E deroù ar bloavezhioù 1900 e c'hoarias Suzanne Bianchetti en he film kentañ, ha buan e voe unan eus aktourezed muiañ-karet ar C'hallaoued. Kounet eo hiziv evit he ferzh e Napoléon vu par Abel Gance (1927) ma c'hoarias Marie-Antoinette Bro-C'hall.
Labourat a reas gant an darn vuiañ eus pennoù ar sinema digomz, evel Antonin Artaud hag ar ganerez Damia.
Pried e oa Suzanne Bianchetti d'an aktour hag istorour ar sinema René Jeanne (1887-1969). Pa varvas an aktourez e 1936 d'an oad a 47 vloaz e krouas René Jeanne ur Priz evit enoriñ an aktourezed yaouank. Junie Astor (1912-1967) e voe al loreadez kentañ, e 1937, ha Camelia Jordana (*1992) a voe enoret e 2018[3].
D'ur gwaz e voe roet ar Priz e 1959 : da Roger Dumas (1932-2016), evit e berzh er film Rue des Prairies (1959).